Pajenn:Ar Braz - An doare da zeski galleg, 1907.djvu/1

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


AN DOARE DA ZESKI GALLEG
————


Brema ’z eus eun nebeudig bloaveziou, tri goueriad eus Pont-an-Iliz, Yan Zaout, Fanch Trubuilh ha Loiz Dinac’h, a lakeas en o fenn mont da zeski galleg. Gant aon ne gavjent ket a dud desket a-walc’h d’o c’hentelia war ar meaz, hon tri goueriad a gemeras penn an hend da vont da Vrest. Fizianz o devoa e kavjent eno eur Gall bennak gouest d’ober skol d’ezo a zoare.

Erruet er ru Siam (m’am eus sonj mat). Yan Zaout a glevas ar ger « Moi même » lavaret gant eur bourc’hiz kofek-bras o kaozeal gant eur bourc’hiz-all.

— « Moi-même, eme Yan, en eur dridal gant al levenez, setu me desket bras dija war ar galleg ! »

Kaout a rea d’ar paourkeaz Yan edo brema an doktor brasa eus Bro-C’hall, ha ne ouie mui petra lavare gant al lorc’h a yoa ennan : « Ah ! emezan, moi-même ! Me ’zo gouest brema da werza, gant va galleg. an daou c’henaoueg-man ’zo ouz va heuilh ! »

Eur pennadig diwezaloc’h, setu eur vanden zoudarded o tont gant ar ru, bleinet gant eur c’hoz serjand bennak. Trouz ha safar a yoa ganto, ken na vouzarent an dud, Fanch Trubuilh a c’hellas kutulih evelato ar ger galleg « pour son argent » lavaret a bouez-penn gant eun tam lastez-soudard, beac’h d’ezan oc’h heuilh e gamaraded ken berr e oa e zivesker !

D’e dro, Fanch a gomzas ive seac’h da Yan : Te, emezan, bremaïk, a lavare e werzfes ac’hanomp d’ar C’hallaoued abalamour ne ouiemp ket a c’halleg ! Me, brema ive, a zo gouest d’az kwerza d’eur Gall bennak pour son argent !! »

Abarz an diwez, Loïz Dinac’h a c’hellas ive difurcha eur ger galleg. Klevet en devoa eul labourer mezo o youc’hal, evit n’ouzon petra, « bien sûr ! bien sûr ! » a bouez e benn.

— « Ah ! bien sûr ! eme Loïz, me oar galleg d’am zro, ive bien sûr ! »

Gwech an amzer, hon tri goueriad a adlavare pep hini ar ger galleg an devoa gellet da dapout. Aon bras o devoa d’o ankounac’haat. Gant ar geriou-ze, e kave d’ezo e c’halfent serri o beg da gement bourc’hiz a gavjent war o hend.

Evel tri zoktor hor c’houeriaded a bigne brema dre ru Bariz. Erruet war laez d’ar ru, e weljont, pell diouz pep ti, eur c’horf maro nevez lazet gant eun torfetour bennak.

E leac’h tec’hel ac’hano, an tri zoktor a deuas davet ar c’horf maro ha da evesaat piz outan. E keit-ze daou archer a erruas eno hag a lakeas o c’hrabanou war choug an tri goueriad :

— « Qui de vous a tué cet homme ? » a c’houlennas eun archer.

— « Moi-même ! a respontas kerkent Yan Zaout.

— « Et pourquoi l’avez-vous tué ? » eme an archer adarre.

— « Pour son argent ! » eme Fanch Trubuilh, fouge ennan o tiskouez e c’houie galleg ive !

— « Bien sûr ! » a lavaras ive kerkent Loïz Dinac’h, c’hoant d’ezan diskouez n’oa ket azenoc’h eget ar re-all.

War ar geriou-ze, an archerien a gasas d’ar prizon Yan Zaout hag e zaou genseurt, evel torfetourien kablus da veza lazet an den maro-ze. N’em eus ket klevet abaoue petra ’zo bet great eus an tri goueriad ; mes sonjal a ran ez int bet lezet e frankiz !

Klaoustre ne zavo mui a c’hoand ganto da vont da zeski galleg da Vrest, rag dizounet mat e tleont beza bet ar wech kenta !

J.-P. Ar Bras.