Pajenn:Ar Braz - Ar gwir eurusted. Ar Vro, 1907.djvu/1

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 52 —


Ar gwir eürusted


————


Gwechall-goz — brema zeuz eur pennadik brao — e oa o chom, en eur barrezik vihan deuz Penn-ar-bed, eun tiegez : an tad, Fanch Donval, e c’hreg Katou hag e vab Yannik oajet a C’houezek vloaz. Beva a reant en o eaz, rag o ziegez a oa d’ezo ; lavaret a heller zoken ne vanke netra d’o eurusted, hervez ar gwel da viana.

Labourat a reant, o zri, epad c’houec’h devez deuz ar zizun evit gounit ar pez oa red d’ezo da veva ; ho labour n’oa ket tenn, ha ne rankent ket poania, evel lod, da arboell eur gwennegik bennag abenn Gouel-Mikel ; rag evel m’euz hen lavaret d’eoc’h ho mereuri oa d’ezo a leve. D’ar zeizved devez e tilezent peb labour, evit mont da bedi Doue d’an iliz-parrez. Da c’houde an offeren, ne vankent morse da vont d’ober eur bedennik war beziou o c’herent maro, evit goulen digant Doue kaout truez euz o eneou.

Pa deue koulz ar pardoniou, Yannik ne vanke morse d’o darempredi, asamblez gant e vignon Loeiz. Erruet er pardon e kemere e blijadur gant