Pajenn:Ar Braz - Ar gwir eurusted. Ar Vro, 1907.djvu/3

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 54 —

an dra-ze a rea ar muia poan d’ezan c’hoaz, mez ar verdeïdi a oa war al lestr a oa holl beuzet ive. N’oa mui harp ebed d’e zizesper ; kollet net en doa e benn hag anez an dud oa war e dro en dije en em daolet war e benn er ster.

Goude an daou zarvoud skrijuz-se, Yannik ne fellaz mui gantan chom wardro e gemwerz. Gwerza reaz e ho draou d’eun Aotrou deuz n’on dare peleac’h hag heb keuz e tizroaz adarre da di e dad hag e vam en eur barrezik vihan deuz Penn-ar-bed.

Labourat a reaz en e barkou epad c’houec’h devez deuz ar sizun, evid gounid e vara evelkent gant ar c’houezen deuz e dal, D’ar zeisved devez e tileze peb labour evit mont da bedi Doue d’e iliz-parrez hag e drugarekat da veza hentchet anezan da zizrei d’ar gear. Keuz braz en doa da veza bet touellet gant ar c’hoant beza pinvidik ; rag pinvidigez n’eo ket eürusted.

Darempredi a reaz evel kent ar pardoniou asamblez gant e gamaraded iaouank. Ober a reaz anaoudegez gant eur plac’h iaouank euz e barrez ha prestik goude e timezaz d’ezhi. Chom a reaz er gear evit rei skor d’e dad ha d’e vam daoubleget dija dindan pouez ar bloaveziou. Beva a reaz koz hag eüruz asamblez gant e c’hreg hag ar vugaligou oa plijet gant Doue rei d’ezan.

An dra-ma a ziskuez d’eoc’h, mignoned, n’eo ket an arc’hant a ra an eürusted. Eun diwaller-denved deuz Menez-Are a zo eürusoc’h eged meur a Roue !

St-Thegonnek.

J.-P. AR BRAS.