Pajenn:Ar Braz - Intanvez ar martolod, 1910.pdf/2

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
INTANVEZ AR MARTOLOD
————


Va Doue ! Va Doue !!… Petra zo kuzet dindan an traou-ze holl ?… Mes c’houi, eme ar wreg oc’h en em drei ouz ar gwaz, livirit d’in, da vihana, d’ober petra e kerc’hit ac’hanon ?…

— N’ouzon ket !… Ne c’hellan ket lavaret d’eoc’h a respontas hepken ar gwaz, anat awalc’h e nec’he anezan goulennou maouez Fanch…

— Ah !… ne fell ket deoc’h hel lavaret din ?… Me oar, me, breman… Va gwaz a zo maro ! »

Hag ar wreg a zirollas da ouela !

Goude beza pedet eun amezegez d’ober d’ar verc’h ha d’an daou bôtr sevel pa zihunjent hag aoza a dijuni d’ezo, e oa ranket dougen ar vam yaouank d’ar wetur. Semplet evel ma oa n’he doa ket a nerz d’ober eur gammed.

P’edo e vont er meaz eus an ti, an amezegez he doa great outi eur zell truezus :

— « Strijus eo, emezi… Lizig he deus drouksantet ar wirionez : Ar paourkez Fanch, sur awalc’h, en zo kavet beuzet. »

An amezegez, eur vaouez vad hag a ouie pegen yud eo holl kerent, evit beza bet daou vab sammet gant ar mor, ne c’helle ket miret da ouela war walleur Lizig baour…

… Ya, Lizig hag an amezegez na fazient ket ! Fanch a oa beuzet. Epad an noz eur gorventen a c’houezas war ar mor, hag hep ma sonje ar pesketaer paour an distera, eur wagen drubard a zailhas war e vagig hag a veac’h amzer d’ezan d’ober eur zin ar groaz ma oa goueledet…

… D’ar c’houlz-se, he hunvreou a drubuilhe Lizig en he gwele. Kleier a zeblante son glaz en ear, boleet gant daouarn kuzet, ha Mouez ar Gwad a lavare da Lizig e oa intanvez

Goude ar fourrad avel-ze, ar mor a reisaas a nebeudou, ha korf ar martolod a neuas, hep gloaz, betek an douar e leac’h ma chomas ledet war eur roc’h da c’hedal tud.

Eur martolod eus K… eo a gavas ar c’horf dious mintin, hag a anavezas anezan evit beza hini Fanch, hag a anaveze a bell ’zo. Ober reas an diskleriadurez raktal en ti-kear, hag ar mear a lakeas kerc’het an intanvez yaouank, epad ma saved ar c’horf diwar ar garreg a oa deut da veza eur varv-skaon naturel.

Pa zigouezas Lizig en ti kear K… e oa deut adarre enni he-unan, eun tam. Great he doa an hent hep ranna eur ger gant an hini a charee anezi en e wetur. Ne rea nemet huanadi, hag e kreiz he huanadou hano Fanch a veze klevet ganti alies.

Klevet kelou maro he fried eus ginou mear K… (eur banezen a zen !), lavaret d’ezi gant eun ear ken dizeblant, a ziskaras ar wreg, adarre.

Daou c’her hepken a deuas ganti : « Fanch… maro !!… hag e kouezas hep anaoudegez war leur-zi an ti-kear.

Eun heur goude a tihune, en eur gador vouret, er presbital, an aotrou person hag e garabasen o winegri he zal hag he divoc’h d’ezi evit he divadaoui. Frankeat e oa warni, hag an aotrou person he frealzas (consola) eus e wella : « Pep kristen a dle digemer ar walenier a zigas Doue d’ezan…

— « Ha neuze, eme ar pastor mad, ma n’ema mui ho kwaz da c’hounit d’eoc’h bara war an douar, diouz an Nenv e tiouall ac’hanoc’h hag ho pugale… »

Great e oa d’ar vaouez eva eun dra bennag evit he c’hrenvaat. Breman e seblante, eun tammig, pleget da youl Doue, ha kalonekeat eun nebeut.

Sonjal a rejod e c’helle mont dirak korf he gwaz. Mes dal ma welas he fried karet, eur wech c’hoaz he c’halon a vankas d’ezi, ha skuilha reas eur mor daelou truezus war ar paourkez korf maro a oa deac’h vintin c’hoaz ken seder, ken buezek, ken karantezus.

— « Oh ! va Fanchig ! a lavare an intanvez a-dreuz he hirvoudou… Oh ! va Fanchig paour !!… »

Hag e skaske starda ar c’horf yen war he c’halon da doma…

— o —

Betek er maro ar pinvidig en deus enoriou a nac’her ouz ar paour !

A veac’h kloc’h ar barrez a roas da c’houzout d’ar barresioniz e oa laeret unan eus o re gant ar mor.

Kalz pesketaerien, gounezet gant an amzer vrao a yeas d’ar besketerez, hag eun nebeut bleizi-mor hepken, kozidi ha n’oa ket fellet gant al Lonker-Tud lonka anezo a deuas, deiz an interamant, da ziskouez d’an intanvez c’hlac’haret ar perz a gemerent en he c’hanv.

Abred diouz ar mintin, daou gurust yaouank, gant eur groaz baour, a deuas da gerc’het korf ar martolod kez d’an douar zantel.

Kemeret a oe an hent tosta da vont d’ar bourk, a dreuz streajou henk, disheoliet mad gant gwez leun a laboused hag a jome sioul war o brank, dirak ar c’hanv o tremen. Bep an amzer, evit terri ar zioulder, an daou gurust a gane eur beden bennak, war eun ton paour ha kanvaüs a denvelae c’hoaz pennou doaniet an intanvez, he bugale hag ar gozidi. Kaloupet a ranked, demdost, evit heuilh, dre wenojennou striz, an arched douget gant pevar gwaz en oad krenv, ar pevar zen divac’hagn a oa kavet etouez ar strolladig tud deut da lavaret, ar wech diveza, o c’harantez evit an hini n’oa mui.

Ar c’horf na gollas ket amzer o tremen dre an iliz. Primoc’h c’hoaz e oa great an douaridigez.

Hag an holl, goude eun De profundis lavaret war bez ar martolod paour, a gemeras hent ar gear.

An intanvez, gant he zri bugel, bepred skrijus he foan da welet, a guitaas ive ar vered, goude beza dizec’het he daoulagad gant an daelou a lezas da redek war bez he gwaz.

— o —

An daou vab yaouank, — elezigou c’hoaz — n’ententent netra e glac’har o mam ha goulenn a reant outi :

— « Perak e ouelez, mam ?… Peur e tizroio tata ?… »

Hi na c’helle ket respont ; hag e chache anezo neuze war he c’halon.

Breman ne jome ganti nemet he bugale da garet…

Ar verc’h, deut he skiant d’ezi, a oa evel eun imach, difinv ha dilavar. Hi a gomprene hag a lodenne glac’har he mam.

— « Ne welimp ken tad ? a c’houlenne hi ive ouz he mam.

— Eo, va merc’h… ahont !… »

Hag ar vam a ziskoueze bolz an nenv.

— « Pell ema diouzomp ! » a huanade ar verc’hig baour.

Hag e teue adarre da veza dilavar.

Lizig, e feultrin o sevel gant an huanadou, a glaske, mes en aner, miret ouz he daelou da redek. Ar vugale ive a ouele o welet o mam o ouela…

Trista taolen gouest da deneraat ar galeta kalon !…

An dizesper a venne, breman, kregi er vaouez baour, pa jome da zonjal pegen reuzeudik e oa he stad hag hini he bugale o vont da veza. Piou a c’hellfe hiviziken gounit d’an tiad peadra da veva ?… He labour d’ezi a oa nebeut a dra, rak eur vaouez a zo ato disteroc’h he gounidegez eget hini eur gwaz.

Geriou person K… a deue en he spered : Ma n’ema mui ho kwaz da c’hounit d’eoc’h bara war an douar, diouz an Nenv e tiouall ac’hanoc’h hag ho pugale. » Mes diskredik e oa Lizig, eun tam bennag. Poan he doa o kredi o kouezfe bevanz d’ezi diouz an Nenv. Evel kalz all, en he c’hreiz, Feiz didrec’hus an Tadou koz a oa eat war zisteraat…

He daelou a rede bepred… Goude eur pennad brao a zinerzted, Lizig a zavas gwellaat d’ezi. An daelou o doa boukeat he glac’har…

— o —

Koulz lein a oa deut. Ar vam a aozas eur bannig souben dreut hag a boazas eur pesk eviti hag he bugale.

— Paour omp breman, a zonje-hi, ha red eo d’eomp beza piz… »

Hervez he c’hustum, araok debri, Lizig a reas d’he bugale rei peoc’h, hag holl a vouez uhel goude beza great sin ar groaz, e leverjont ar Benedicite…

… E plaz Fanch, chomet goullo, skeud an hini maro a deuas, hag eun dorn en em astennas war an tiad-ze o pedi hag a roas d’ezan Bennoz an Nenv…

Jozef-P. Ar BRAZ.