Pajenn:Ar Braz - Jopik ha Lizik. Ar Vro, 1907.djvu/1

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 172 —


JOPIK HA LIZIK
————
Eun nosves Nedelek en Breiz-Izel er bloaz 1880
————


Var dro c’houec’h heur deuz an noz, Iann Kervarkez hag e zaou vevel a zeu d’ar gear euz ar park goude o devez labour. Dre ma tostaont euz ar gear, e velont an deiz o tec’hel evid rei plas d’an noz ; al lapousidegou a ro da glevet o diveza kanaouen, en enor da Zalver ar Bed a zeu var an douar an nosvez-ma.

Goude beza roet o c’hoan d’al loened, ec’h erruont en ti ; ar zouben druz, great gant Mari-Yvon, a zo ouz o gedal. Komans a reont raktal da zrebi heb kaout ezom d’o fedi.

E kreiz drebi koan, Iann Kervarkez a c’houlennaz e peleac’h e oa eat Lizik ha Jopik, e vugale. Den na respontaz grik. D’an eil goulenn, ar vam a lavaraz :

— Abaoue mern-vian, da ziv heur goude kreizdeiz, ne meuz ket o gwelet vardro ar gear ; n’hellan lavaret e peleac’h e vefent.

— Da c’houde koan, eme Herve Kervarkez, an tad koz, e ve red mont d’o c’hlask gant aoun ne ve erruet drouk ganto.

Drebet ar zouben ha koumanset gant an tammou bara, e oa klevet eun trouz pounner, eun dra bennag o koueza var al leur-zi : An holl a