Pajenn:Ar Braz - Jopik ha Lizik. Ar Vro, 1907.djvu/2

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 173 —

zizroaz da zellet. O ! pebez eston ; Jopik ha Lizik eo o deuz losket da goueza, divar treujou an nor, eur pez pilgos braz.

Pe seurt sonj eta oa deuet d’ar vugaligou-ze pa ’z eant da charreat eur pilgos ker braz-all ? Klevet o devoa bet, gant o mam, e teue ar Mabik Jezus da noz Nedelek da domma e dreid ouz an tan a veze great en tiez da genver an nosvez-se hag e laoske sukr ha braoigou en boutou bugale an ti.

An daou ealik a gredaz ker mad an dra-ze, ma oant en em glevet da vont, o daou, da gerc’hat ar pilgos teo, nevez tennet c’hoaz euz ar c’hleuz park al lanneier braz. Kemeret o devoa kalz a boan, a c’hellit kredi, evid digas d’ar gear eur pilgos hag a boueze d’an neubeuta daou pe dri c’hant lur ; eürusamant oa rond hag e ruille eaz da ziskenn euz an dorzen da gaout an ti, anez e vijent en em c’hreved kentoc’h eget mankout d’hen digas. Kredi a reent o dije muioc’h a verit oc’h en digas o-unan hag ar Mabik Jezuz a lakafe muioc’h a vomboniou en o boutou a-benn an deiz.

Red oa bet d’an daou vevel mont d’her c’herc’het euz a gichen an nor, rag an daou gezik bihan n’hellent mui ken bec’h oa warno. Iann Kervarkez a zifennaz gronz lakaat ar pilgos en tan d’an noz Nedelek, rag kavet e vije tammou bihannoc’h evid kement-se. An daou vugel a gomansaz raktal da ouela : Herve, an tad-koz, a gemeraz truez euz e vugale-bihan hag a lavaraz d’e vab Iann losker ar pilgos da ober kef Nedelek. Iann a asantaz abarz ar fin hag ar vugale a dridaz gant al laouenedigez o klevet an dra-ze.

Goude m’o doa Jopik ha Lizik drebet o c’hoan, e oa lakeet an tan er penkef, Jopik a ieaz en eur c’hougn d’an oaled ha Lizik en egile ; ar re-all a gemeraz pep hini e blas ive. Frankiz awalc’h o devoa da dostaat holl ouz an tan, petra bennag m’oant seiz en ti, heb konta Soaz ar Gluchen, eur baourez deuz kear, pehini n’he deuz ket a eaz da ober tan en he zi. Anaout a ree mad famill Kervarkez evid beza trugarezuz e kenver ar beorien, ha lavaret a vize d’ezhi dont bemdeiz da domma d’o zi, rag ne vez ket var hent ; Soaz keaz ne ouie penaoz trugarekaat awalc’h an dud vad-se.

Eur vech en em lakeet pep hini en e eaz, an tad koz a gomansaz da gonta eun histor :

« C’houi holl ama, emezan, a zo eüruz e kichen an tan, epad ma ’z euz tud, skornet o ezili, ha n’o deuz ket eur c’houlaouen evid en em domma. Ebarz e Keryannou, parrez Komman (leshanvet Kommana Toul-al-Laër), e-kichen Kerne ha Menez-Arre, e meuz anavezet gwechall eur famill pehini a veve en dienez ar brasa. An tad a vize o trec’hi lann pe bruk er menez, pe c’hoaz o tenna touarc’h, hag e c’honedigez ne vize ket braz ; mez, ar pez a zo gwelloc’h, tud vad hag a zoujanz Doue e oant.

« Sonj e meuz, er bloaz 1830, da lavaret eo hanter-kant vloaz zo hirio, e oant en o zi da noz Nedelek heb tam keuneud d’ober tan. Da c’houde koan, Laouik, o mab unik, rag n’o doa nemet-han, ar re-all oa maro, Laouik eta oa kaset d’e vele dustu gant e vam, mez ne falvezaz ket gantan tenna e zillad abalamour m’an deveze, emezan, riou heb d’ê en e vele. Ar vam ne reaz ket kalz a van evid an dra-ze.

« An tad hag ar vam o veza eat da domma deoc’h al ludu da c’hortoz mont d’ar Pellgent, Laouik a zeuaz eur zonj d’ ezan : Gwelet en doa bet, el leur-borz maner an Aotrou Leon a Goatydreux, eur pilgos a vije mad d’ezan evid ober kef Nedelek hag e lakeaz en e benn ober ar memez taol o deuz great Jopik ha Lizik, ama hirio. (Jopik hag e c’hoar en em lakeaz raktal da c’hoarzin.)

« Sonjal a reaz ive penoz e c’hellfe mont er meaz euz an ti heb beza gwelet na klevet gand e dud. Tenna a reaz e benn euz ar gwele hag e velaz eun toull er voger dre beleac’h ez afe eun den eaz awalc’h.