Pajenn:Ar Braz - Karga re a zo fall. Ar Vro, 1907.djvu/2

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 24 —

kuit c’hoaz a zavaz e droad adarre da skei gant Loeiz ; mez hema bet oc’h ober eur c’honje martolod, n’oa ket nec’het evit kregi e troad Fanch ha lakat anezan da c’hourvez war greiz e gein er pri hag er fank… Goudeze ez eaz kuit o lezel Fanch d’en em zastum e-unan mar gelje ! Kenta ma c’hellaz e savaz ive hag e kuntunuaz gant e hent en eur c’hrosmolat.

Mar d’oc’h bet tremenet eur wech bennag a-biou da Gergoant, ho peuz gwelet me zo zur eur poullad anwez var bord an hent-braz. Mar n’oc’h bet war an tu-ze, ar re a zo bet a c’hellfe hen lavaret d’eoc’h.

Mad ! war ribl ar poullad-dour louz-ze e oa eur c’hi bihan oc’h ehana d’an ampoent ma tremene Fanch. Hervez e gustum ar c’hi a gomansaz da chilpat warlerc’h Fanch, evel ma ree warlerc’h an holl. Mez an dra-ze a zisplijaz da Fanch… hag e teuaz da gaout ar c’hi bihan.

Hema en em zalc’he tostik-tost d’ar poull ; Fanch a dostaz outan. Mez ar gwaleur a ranke beza kouezet varnezan en deiz-se ; rak pa ieaz da blega o sonjal tapout ar c’huitouz bihan, e kouezaz war e benn en anwez hag ar c’hi dindan. Hema ne jomaz ket pell er stad-se hag e sachaz e skasou gantan da vont kuit ; eun neuaden vrao en doa great !

Eur beajour, o tremen dre an hent braz, a erruaz e poent evit tenna Fanch deuz e wele ien ha louz ouspenn.

Ma Doue, ma vijec’h bet eno, c’houi o pije c’hoarzet koulz ha me va-unan, o welet stad farsuz Fanch ; e vizaj n’oa mui na brun na ruz mez du evel eur morian deuz ar broiou gouez. Mar teu c’hoant d’eoc’h c’hoarzin, da Fanch ne deue ket er moment-se ; c’hoant gouela en doa kentoc’h.

Kollet en doa e voeson buan awalc’h er poull-anwez ha krena a rea gwasoc’h eged eur bern delliou. Dizrei a reaz prim d’ar gear heb eun neuden zeac’h en e zillad.

E vesten dibouloud n’en doa mui stum netra ; eur pillaouer en dije revuzet anezi. E vragou a c’hiz nevez n’oa mad nemed da sponta brini er parkeier, asamblez gant e roched wen, deut da veza du ive, bourru gant kolo pe gant foen. An tok kastor oa mad ive brema da veza lakeat er memez kompagnunez gant ar bragou hag ar roched.

Setu aze, ma mignoned, petra en deuz gounezet Fanch ar Brun o vont da re garga ha c’hoaz ne lavaran netra d’eoc’h deuz ar vuez a reaz d’ezan Katarin, e c’hreg, brudet da veza an drouka maouez er c’harter.

Kargit nebeutoc’h hag e charreoc’h rasoc’h ?

Lok-Eguiner.

J.-P. Ar Braz.


————