Pajenn:Ar Braz - Lamarr, 1907.djvu/2

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


— « Tra ! tra ! eme an diaveziad ; ne fell ket d’in dieza den ebet. »

Lavaret e oe d’ezan e rache e faltazi. Hag hen da loja e azened.

Anjela he doa anavezet he aotrou Lamarr. Setu ma c’halvas he gwaz d’an ti evit en em glevet gantan war an doare d’en em zizober eus ar fallakr.

Goude beza great e labour, Lamarr a deuas d’an ti da lakaat eur c’hornad butun. Laouen e oa evel an heol, ha marvailhi a rea evel e dad koz, hoc’h eus anavezet marteze gwechall.

Gwaz Anjela n’en doa ken da ober nemet selaou, lavaret ya pe nan, dioc’h ma vije.

Ar mevel, kelennet gant e vestr, a yeas d’ar c’hardi gant ar zonj da laerez eur guchen frouez. O vont er maninkin, e zourn a skrabas penn eun den. Mont a reas, strafuillet holl, da gonta d’e vestr ar pez a yoa c’hoarvezet gantan. Hep koll e benn, evel o divije great marteze meur a hini-all en e leac’h, hema a roas urz d’ezan da sternia buan ar gazeg oc’h ar c’har evit mont da gerc’hat archerien ha soudarded eus kear.

O welet kement a dud war vale, Lamarr a zantas c’hoez fall en e lerou.

— « Hola ! Hola ! emezan, petra zo a-nevez eta ? Da beleac’h it-hu evel-se ? »

— « N’ez eus netra a-nevez, aotrou ; mont a ran e kear, eme ar mevel, da gerc’hat al louzaouer d’ar c’hreg a zo klanv eun tachad ’zo ; hirio e kavomp ez eo gwaseet d’ezi. »

— « Gwir eo, an holl a c’hell klenvet », eme Lamarr oc’h ober eul luchaden.

Endra eta m’edo Lamarr o tomma dienkrez e-kichen an tan, loen ar mevel a yea a diz war-zu kear. Chomm a reas an traou evel-se epad div heur horolaj.

Ha setu en eun taol archerien ha soudarded o tigouezout er vourc’h dre gement hent a gase d’ezi. Holl dud ker a deue war an treuziou da c’houlen an eil gant egile petra yoa a-nevez.

Kerkent ha m’oa digouezet, ar « brigadier » a yeas gant ar mevel war eün d’an hostaliri. Raktal e c’houlennas digant Lamarr :

— « Ho paperou, aotrou ? »

— « Pe seurt paperou ? » eme heman nec’het.

— « Arabad eo d’eoc’h ober an azen ! eme an archer ; diskouezit d’in an aotre hoc’h eus bet da werza marc’hadourez. »

— « Daoust ha pe seurt ezom am eus-me a baperou evit kas eun nebeut frouez dre an henchou ? »

— « Pe viot kountant pe ne viot ket, red e vezo d’eoc’h senti. »

Ha kerkent e roas urz da gerc’hat daou zoudard d’an ti.

Klasket e oe piz en e c’hodellou. E-touez kals a baperou e oe kavet unan, skrivet warnan : Lamarr, mestr bras laeron ar C’hoad-Du. A-walc’h ha re zoken e oa kement-se ; an archerien a c’houias neuze gant piou o doa da ober.

Ar zoudarded a reas ar c’helc’h endro d’ar c’hardi. Digaset e oe hordennadou kolo ha taolet litradou « petrol » warnezo. Prennet mat e oe dorojou ar c’hardi evit na deuje den er-meaz, ha goude e oe lakeat an tan er c’holo.

A ! va zad kez, pebeuz tantad a oe eno ! Al laeron, eur c’houec’h ugent bennak tapet e kreiz an tan, a youc’he da vouzara tud war-hed eul leo tro-war-dro. Klevet a read ganto komzou evel ar re-ma :

— « Te, Lamarr, den fallakr, tad an holl siou fall, te eo a zo kiriek eus hor maro kriz !… »

Pa oe echu gant ar c’houec’h-ugent e teuas tro an aotrou Lamarr, mestr bras laeron ar C’hoad-Du. Hema na vlejas ket evel ar re-all. Staget e oe oc’h uhella gwezen bourc’h Kergalvez da vransellat gant an avel, e benn d’an traon, evel just.

Eno ema atao, nemet debret e ve bet abaoue gant al lapoused.

Klaoda.

(Digaset d’in gant va mignon Job-Per ar Bras, eus a Logig).