Pajenn:Ar Floc'h - Alanig Koadkelvez, 1914.djvu/1

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Eur marvailh nevez gant Loeiz ar Floc’h


ALANIG KOATKELVEZ


————


Gwechall goz e oa o chom en eur maner kaer damdost da gêr Dinan an aotrou hag an itron Koatkelvez.

An aotrou a oa douget da ober vad d’ar paour, hag an itron a c’hourdrouze he fried abalamour ma tispigne en doare-ze kalz danvez.

Doue en doa roet teir merc’hig koant d’an daou bried, ha pell a oa an aotrou a c’hoantae kaout eur mab. Graet en doa zoken al le m’en dije e c’hoant, da rei d’e vab, evel paeron ha maeronez, ar paour hag ar baourez kenta a deuje da doull e zor da c’houlen an aluzen.

Eun devez e c’hanas eur bugel er maner ; …eur pôtr e oa! An aotrou a voe frealzet e galon gant al levenez ar vrasa. A-raok an noz e oa kavet ar paeron hag ar vaeronez, daou baour diwar-dro.

Ar paotr a greske bemdez, hag e dad her c’hentelie war ar mad, a ziske d’ezan ober aluzen d’ar paour.

E vamm, avad, ne ziskoueze d’ezan nemet skoueriou fall. Droug bras he doa ouz ar paour ; skeupa a rae warnan ; lakaat a rae ar chas da redek war e lerc’h gant ar gounnar a vage en he c’halon outan.

Eun devez, eul levenez vras a rene er maner : ar bloaz-nevez a oa o tigeri.

— « Tata, a lavaras ar paotr bihan, laouen omp aman. Ha, koulskoude va c’halon a zo glac’haret o sonjal em paeron hag em maeronez, a zo du-ze marteze dare da vervel gant an naon, hag o krena gant an anoued. Emaoun o sonjal kas d’ezo kouignou ar Rouanez hag eur pezig gwenn bennak, rak ar goanv a zo