- 0 ##
Histor fentus hag estlammus
- mestr al Laëron-Vor
Va zad-koz a oa ganet e Sant-Thégonek, el leac’h e oar an holl ar brezonek. Eur marvailler koz oa, Doue d’her pardono ! Rak maro eo eun tregont vla bennak a zo ! Marc’harid va c’hoar gosa, ha me, kerkent ma welemp hon tad-koz o vont da vutuna da doull an oaled, a leze pep c’hoari, vit mont da bedi anezan da gonta deomp eun histor vrao. O ia ! Kalz historiou a oa renket en e benn, ha penaoz ne vije ket a historiou e penn ar c’hemener brudeta a oa d’ar mare-ze e kanton Sant-Thégonek. Ouspenn ma ouie kalz kontadennou, e oa unan deuz ar re vrudeta er vro da vazvalanat. Gouzout a ree lakaat ar gaou da zont da wir evel ma karie, hag elumi a ree tan ar garantez e kalonou ar merc’hed yaouank ar re sklaseta.
Eun devez goanv, sonj am eus evel pa vije deac’h, an erc’h a goueze war an douar, ien oa ken a fraille ar vein ; va mamm a lavaraz da Varc’haridig ha d’in-me chom e toull an oaled, ha nompaz mont d’ar skol.
Neuze an tad-koz a dennaz e ialc’h-vutun deuz e c’hodell, a lakeaz e gorn-pri en e veg, hag azezet etal an tan, a gomansaz d’eomp an histor-man.
- 1 ##
Brema zo daou c’hant vloaz war-dro 1720, ez oa o chom e Lanndreger ur famill brudet braz e bro Treger a-bez evit he laëronsiou koulz war moriou Bro-C’hall evel war ar moriou a-ziaveaz bro.
An tad koz eus ar vandenn, hanvet Gwillou Trimard, a ioa ur pikol den, treut evel un askell groc’henn, hirr e vizach evel ar gwall-amzer. Goulskoude an aotrou Gwillou a zastumaz e berr amzer kalz madou o c’haloupat ar moriou asamez gant e genseurted, bleizi-mor euz ar re wasa evel d’han.
Gwillou koz, d’an oad a zaou-ugent vla, p’en devoa dija serret kalz danvez, a zimezaz d’eur plac’h iaouank daou vla war n’ugent eus Lannuon, porsig-mor deuz ar re vrava, evel a ouzoc’h. Pemp bla goude, da c’houel Yann, e c’hanaz da Willou koz eur paotrik, hag a ioa hanvet evel e dad Gwillou.
Pa oa deut ar potr en oad, e oa kaset d’ar skol vrasa a oa en Sant-Briek d’ar mare-ze, ha lezet e oa eno beteg an oad a zeitek vla. Gwillou koz n’en doa tam deskadurez ebed koulz lavaret, hag en e veachou, e welaz pegen diez oa d’eul laër-mor beza dizesk. Evel-se en doa c’hoant da ober eun den gwiziek deuz e vab. Fidamdoustik avad ar paotrig ne gollaz ket e amzer war skinier ar skolach, rak pa oa deuet deuz ar skol, e ouie iez ar Zaozon, hini ar Brusianed, ha komz ouie brao ouz ar Spagnoleg hag an Italianed.
Gwillou koz pa gleve e vab o komz an oll iezou-ze, n’en em zante ket gant al lorc’h a oa ennhan, ha iouc’hal a ree d’an neb a garie her c’hlevet : « Va mab a raio kenta kabiten a zo e Franz ! Daouzek mil lur eo koustet d’in e zeski, mez breman eo goest da c’honit daouzek millioun gant an deskadurez en deus bet diganen. »
Kerkent ma oa echuet gant Gwillou e studi e Sant-Briek, an tad a lavaraz d’ezhan :
– « Breman va mab e vezo ret d’id dont asamez ganeomp da ober un dro vor, rak ezom e peuz da zeski laviga ul lestr evel ez eo dleet. Ezom az peus c’hoaz da zeski bale war roudou da dad ; en ur ger, e rankan deski d’id e doare, micher ul laër-mor. » — « Fizians am eus, va zad, da vale war o roudou, ha zoken da vont war ar mor kalz pelloc’h eget oc’h bet hoc’h-unan. » – « Ac’hanta ! Setu aze eur mab hag a bromet evit an amzer da zont ! » – « C’houi pa vije kollet ganeoc’h ar gwel deuz baë Sant-Briek, pa vijec’h eat betek Eusa, a vije mall d’eoc’h dont en-dro da welet va mamm. » – « Glabouser ! C’houiltouz fall ! Gwelet a vezo diwezatoc’h peseurt gwaz e ri-te ! Me zo bet dija er-meaz deuz moriou Bro-C’hall, bet oun en diou Amerik, en Norwège o laërez kargou koat, er Suèd o laërez houarn, hag e kant bro all c’hoaz pelloc’h eget ar re-ze, hag ato e reen taoliou kaër, ha te ne pezo ket great hanter euz a gementse, pa vezo debret da ziadrenv gant ar pesked. » – « Allo ! allo ! tad : awalc’h er giz-se, perak ez eus drouk ennoc’h, me zo o farsal. » – « O farsal, mec’hiok !… Warc’hoaz e savi el lestr, ur veach hirr a zo da ober, ha ni a welo pe seurt leue a daoli te gant da oll deskadurez, fri louz ma z’oud !
Antronoz vintin, an daou Willou Trimard ha pevar martolod a gemeraz ar mor evit mont er penn huela deuz Bro-Zaos, en eur vro ien-spontuz, el leac’h ma rank an dud kemer kroc’hen an anevaled gouez evit en em wiska, evit miret deuz ar ienijen kalet a ren er vro-ze.
Partiet eus ar gear war dro goueliou Pask e oa deut gouel Nedelek abenn ma oant dizroet eus o beach hirr. Trimard koz neuze a lavaraz d’e vab : – « Breman, Gwillou, me zo o vont da chom er gear asamez gant va hini goz ; skuiz on o furchal ar mor, ha va nerz a zo o vont da netra. Deuz eur c’hostez all, arc’hant a-walc’h am eus evit beva dizoursi ar rest euz va buhez. Deuz azalek hirio eta e vezi kabiten war ar Goulmig, al lestr em eus bleinet epat tregont vla. Guelet em euz da wiziegez e-pad va beach hirr, ha va c’halon laouen, e lezan breman ac’hanoud da vale war va roudou. Iaouank oud, ha fizianz a c’hellez da gaout, rak ar stereden a zo o para uz da benn a zo lugernuz meurbet. Va c’halon a vezo ato el levenez pa glevin lavaret e pezo great un taol kaër bennag, ha va mennoz eo gwelet ac’hanoud o tont da veza eul laër-mor deuz ar re vrudeta evel ez eo bet da dud koz en da raok. »
(Da heuil)