Histor fentus hag estlammus
- mestr al Laëron-Vor
Hennez, ar paourkez den-ze, goude beza serret madou braz evithan hag evit e vugale, a oa re bennek, ha dre-ze n’oa ket falvezet ganen heuil anezan ken, ha mad em beuz great, rak eveld’han e vijen bet marvet breman.
An den-ze ta na c’houlenne nemed lakat bern war vern, hag abenn fin an abaden e kavaz ar maro o vont da laërez eun Enezen gaër ha pinvidik meurbed.
— Ia, eme Bimbao, ha goude ?
— Ah feiz zur ! kalz kabitened all en e raok a gollaz o buez en toull fall-ze.
— Hag e peleac’h eman an Enezen pinvidik-ze ?
— Wardro pevar c’hant leo deuz ar penn huela d’an Danemarck.
— Mez, ma kollaz ar c’habitened all o buez araok digouezout gant an tenzor, ni marteze a raio ive, ha na vezimp ket avansetoc’h.
— Selaouit mat, kabiten, ha lezit ac’hanon da gonta d’eoc’h va histor :
An Enezen-ze, hanvet ar Garnell, a zo pevar c’hant leo deuz an Danemarck, ennhi gwechall goz e oa nao famill deuz ar re binvidika a oa e Bro-Zaos, ha lavaret a reer em bro, ez euz en Enezen-ze tremen eur milliard a arc’hant.
Mez avad, diouallet mat eo an tenzor, rak peb hini deuz ar maneriou ez euz peder dimezell hag a zo karget da veilla noz ha deiz, peb hini d’e zro, evit miret na dostefe den euz an Enezen.
Kerkent ma welont unan benag o tostaat, kerkent e taolont deuz eur prenestr, eul linen en dour, ha kerkent ive, dre vertuz al linen-ze, an dour a verv eul leo tro wardro, hag ar mor a deu en eun taol da veza rusta ma c’hell.
— Fidajampi ! n’eo ket brao tostaat ouz an dimezelled-ze neuze, ha n’eo ket eaz kaout o zenzoriou.
— Selaouit c’hoaz ! Eiz devez araok ma oan bet goulennet gant ar c’habiten evit mont da gas da Vourdell ar garg koat a zo breman e strad ar mor, eur vaouezik koz ha daoubleget a zigouezaz em zi evit gouled an aluzen, an amzer a oa ien, glao a ree ha gant truez ouz ar plac’h koz, e lavariz d’ezhi dont da domma etal an tan.
Va hini goz, daoust d’ezhi da veza klanv, a roaz d’ezhi eur banne souben vad, hag eur pesk.
An hini goz a oa eur varvaillerez euz ar penn kenta. GWelet e doa, emezhi, kement korn douar a ioa er bed, rag bet e oa keginerez war eul lestr a beder gwern.
Evit troc’ha berr d’eoc’h, mestr, ar vrac’h koz a ziskouezaz d’in duma ouz an daol, eun arc’hik dir. Ennhan e oa eur melezourik aour, ha nao alc’houezik aour ive.
Goulen a riz diganthi da betra e serviche ar melezour hag en alc’houeziou.
Hi a respontaz d’in o oe ar melezour mad da sezia izili an dud, ha da lakat an dud da goueza stok o c’horf heb gallout loc’h.
An alc’houeziou a oa mad da zigeri war an oll tenzoriou.
Abenn mont kuit, e lavaraz d’in e oa bet en e amzer iaouank oc’h ober eur pennad pinijen en Enezen a gomzan d’eoc’h diouthi, hag e devoa laëret an arc’hik-ze deuz an eizved maner.
— Rakse ta, emezhi, gant an arc’hik-ze e c’hellit beza dizoursi, gant ar melezour c’houi a zezio izili ar merc’hed iaouank a vezo o veilla, ha gant an alc’houeziou, c’houi zigoro war an tenzoriou.
— Mez penaoz, a liviriz c’hoaz d’ezhi, e lakin ar melezour-man da c’hoari ?
— An Enezen-ze a rankit da gelc’hia dre eun dervez a heol skeduz, hag etre ar bemzek hag an dregont euz a viz ar foënn.
Pa vefoc’h erruet war hed eul leo diouz an Enezen, da lavaret eo pa zantefoc’h ar mor o vransigellat, neuze e vezo poënt d’eoc’h trei ar melezour etre an heol hag ar prenestr a welfoc’h digor.
Kerkent ma vezo paret daoulagad ar plac’h iaouank warnhan, ema hi d’an traon. Eun all a deui da gemer plas ar genta, hag ar memez tra c’hoarvezo ganti. Evelse ive a en em gavo gant an drede hag ar bederved.
Lavaret a ran d’eoc’h, abenn eun heur goude ma vefoc’h kommanset da c’hoari gant o melezour, ar c’huech plac’h iaouank ha tregont, veillerezed ar maneriou, a vezo stok o c’horf war leuren o c’hamprou.
Goudeze, peb maner a zo magoriet tro-war-dro, ha dirag an or da antreal ez euz eur gled houarn teo skrijuz, ha diouallet gant daou gi du euz ar re zrouka.
N’o pezo ken tra da ober nemed trei adarre ar melezour warnho, ha kerkent e kouezint evel kellien rostet.
Setu aze petra roan d’eoc’h evit o tic’haoui deuz ar vadelez oc’h euz diskouezet d’in.
It da laërez an Enezen-ze, etre ho taouarn eman an oll denzoriou.
— Pelloc’h goude na weliz mui netra ! ar vrac’h koz evel eul luc’heden a dec’haz kuit euz va zi, etouez eur vogeden teval.
Chom a riz eur pennad mat sebezet, ha va oll izili a grene pa zellen ouz an arc’hik lezet war an daol gant ar plac’h koz.
Eur pennad o oan bet o sonjal taoler en aot an traou-ze hag a c’helle dont euz an diaoul ; na greden ket kregi ennho gant aoun e vije deut dioutho diaoulou eleac’h alc’houeziou aour.
Goulskoude ec’h en em rentiz mestr d’in va unan, e krogiz en arc’hik dir, en alc’houeziou, er melezour, sellet a riz outho gant evez, hag erfin e lakiz anezho doun en douar e kornik al liorz…
(Da heuil)