Pajenn:Ar Floc'h - Ar C'habiten Bimbao - Ar Bobl, 1909.djvu/16

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
16
Romant gazeten “AR BOBL”


Histor fentus hag estlammus

AR C’HABITEN BIMBAO
mestr al Laëron-Vor
GANT
Loeiz AR FLOC’H
————


— Oh ! eme ar Peul, evidon-me n’em euz aoun rak dimezell ebed, n’euz forz deuz a beleac’h e teuio !

— Na me ken nebeud avad, eme Fistoulik.

— Ma ! evidon-me, a lavaraz Sikraouik, ne z’in ket da c’houren outho, rak prest e vijen strobet gantho.

— Ne ket an dra-ze eo, eme ar c’habiten : kerkent ma welo ar merc’hed ze ac’hanomp deuz o prenestrou o tostaat ouz ar maneriou, kerkent e taolint eul linen er mor. Al linen-ze e deuz ar vertuz da lakat an dour da vervi, hag ar mor da vransigellat eul leo tro dro d’an Enezen.

— An dra-ze ar gwasa vad ! eme ar Peul.

— Oh, eme Fistoulik, me, mestr, dre ma tostain outho, a c’hoarzo outho, a rai luchadennou outho, hag e kredan e lezint ac’hanomp da vont da welet anezho d’o maneriou. Eur wech erruet eno, e lazin anezho an eil goude eben gant va fenn-baz, hag e laërin an tenzoriou.

— Allo sorc’henner ! eme paotr ar bezin : sell, me em euz sonj da ober gwelloc’h eget an dra ze d’ezho : Hen-ma, sell, ar melezourik aour-ma a deui abenn anezho oll, rak kerkent m’o devezo sellet ouz skeuden an heol o para ennhan, kerkent e vezo seizet d’ezo o izili. Neuze ive e lezint o linennou da goueza, ha da goll o nerz. Ar mor neuze a deuio adarre da iena ha da veza plean.

— Te, evit doare, a zo eun diaoul a zorser koz, eme Fistoulik, mez marteze goude pa pefe sorset unan benag, ne ouefez ket hen dizorsi.

— Eo, eo, Fistoul, bez dinec’h e kever ar poënt ze !

Pa oe debret o c’hoan gant ar botred e zachont trum da gousket. Antronoz da zeiz heur hanter, ar Goulmik a gwitteas ar reier marellet. Wardro nao heur deuz ar mintin, e tigouezaz a faz d’ar maneriou, gwelet e vijent splann breman.

Neuze paotr ar bezin a den deuz e arc’hik ar melezour alaouret, henvel euz eur mountr. Eur pennadik c’hoaz, eur c’hart heurik mor, hag eman an dour o vervi, ar gwagennou o tarzi…

D’an taol a nav heur hanter, ar botred spourouned, a zant ar Goulmik o vransigellat.

Paotr ar bezin neuze a ziskouez gweren e velezour d’ar prenestr a wel digor. Ar c’habiten gant e lunedou, a welaz kerkent eur plac’h iaouank o koueza er gambr. Mez kerkent eun all a gemer e flas, ha kerkent ive e kouez war gorf seizet he c’henseurtez. Eun trede a deu, eur bederved, hag o feder e kouezont seizet war leuren o c’hampr.

Kerkent ma eo great an traou d’eur maner, e zachont d’eun all, hag a benn unnek heur, ar mor a ioa sioul evet eul lenn eol wardro ar maneriou. Fistoulik, keit ma oa paotr ar bezin o c’hoari gant e velezour a ioa e fri stok outhan.

— Setu aze avad eur c’hoariel hag a vije mad d’in-me da dapa lapoused, rak pegwir e seiz o izili d’ar merc’hed deuz a geit-ze e tlefe ober ar memez tra d’al lapoused.

Gwall fregann e kavan da deod en abardaëz ma, Fistoulik, m’euz aoun n’ez oud ket diwar dour ar zaout !

— Ken kontant oun, mestr, da veza digouezet aman, ma z’oun eat bremaïk da danva an tako.

— Doueti reen, marmouz fall ! ha lavaret em euz d’id dija, kerkent ma vez troet va c’hein, raktal e rez al lez d’am boutaillou.

Ar glao wardro pemp heur a gouezaz puill, ar gurun a strakaz, hag ar botred, kerkent ma welchont an amzer, a ieaz d’ar strad da zisklavi ha da goania, rak al lein ne oa ket bet druz.

— Varc’hoaz vintin, potred, ma vez brao an amzer, e c’houzomp pe seurt labour a zo da ober :

Kerkent ma c’houlaouo an deiz ez aimp deuz an eil maner d’egile, ha trum e furchimp an irc’hier houarn, hag e kasimp d’al lestr kement a gavimp ennho. Red e vezo furchal e kement armel a zo er maneriou, rak aliez e c’heller kaout arc’hant en eul leac’h na zonjer ket ennhan.

Selaouit mat, abenn daou zevez, e ranko beza skarzet ar maneriou, rak anat eo d’eomp e teu euz ar Vro Zaoz eul lestr bennag aman bep miz, evit digas bevans d’an dimezelled, ha ma vefemp tapet gant ar Zaoz, eo great an traou d’eomp.

— Kredi ran, eme Paotr ar bezin, e teu al lestr-ze aman d’an deveziou kenta deuz bep miz, mez n’oun ket sur, ha dre-ze eo gwelloc’h d’eomp hasta founnuz.

— Evel just, eme ar c’habiten.

Deomp breman da gousket, da repozi vit en em skuiza warc’hoaz.

Antronoz da beder heur, ar botred a ioa o furchal ar maner no 1. Ennhan o doa kavet pemp sac’had aour hag eur zac’had billejou bank, en nos 2, 6 hag 8, dek sac’had aour ha daou sac’had billejou, en nos 3, 4 ha 5, c’huec’h sac’had aour, pemp sac’had arc’hant, ha tri zac’had billejou e peb hini anezho. En nos 7 ha 9 e kavchont kasedou houarn hag o devoa bet mil boan o tigas anezho beteg al lestr, ken pounner oant.

Goulskoude abenn an noz ar botred o devoa achuet o c’hefridi, ha furchet kement toull a ioa er maneriou.

Skuiz maro e oant bet o tougen sac’hadou aour war o c’hein d’al lestr, mez ar c’habiten a roaz d’ar vartoloded ar pez a garient da eva ha da zebri, ha da zek heur noz e oant oll o roc’hat en o gwele, mezo evel sonerien.

(Da heuil)