Pajenn:Ar Floc'h - Ar C'habiten Bimbao - Ar Bobl, 1909.djvu/17

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
17
Romant gazeten “AR BOBL”


Histor fentus hag estlammus

AR C’HABITEN BIMBAO
mestr al Laëron-Vor
GANT
Loeiz AR FLOC’H
————

    1. 7 ##


Antronoz vintin, paotr ar bezin a ieaz da beder heur da zizorsi e zimezelled, ha pa oent dizorsed oll, e lavaraz d’ezho :

— Ni zo laëron-mor, ha deut omp a-benn da laërez ar maneriou. Breman n’euz netra ebed ken aman hag a dalv ar boan kaozeal diouthan. Rakse ta, grit evel a gerfoc’h, mar kirit dont ganeomp-ni d’ar Franz, me zo o vont da chench ac’hanoc’h e rigadell, hag e lakin ahanoc’h en arc’hik houarn-man. Pa vezimp war douar ar Franz, me a chencho ac’hanoc’h adarre e dimezelled ken kaër evel ez oc’h hirio. Grit o sonj, ha grit buan.

Ar 36 dimezell a asantaz, ha kerkent paotr ar bezin a renkaz an dimezelled, a douchaz e zourn deou ouz tal peb hini anezho, ha kerkent ar plac’h iaouank a gemere stum bigorn-mor, pe eur rigadell hervez e c’hoant.

Da c’huec’h heur, Paotr ar bezin, echuet gantan e gefridi, a deuaz d’al lestr, e arc’hik ganthan dindan e gazell. Kerkent erruet e ieaz da guzat e denzor en eur c’horn-tro e strad ar Goulmik.

Kerkent ive Bimbao a roaz urz d’ezhan da zont da gemer rod ar stur, ha da zeiz heur, al lestr a faoute ar mor en eul leac’h e oa bet penseet kement a listri. Da zek heur e oa tremenet ar reier marellet, ha pa deuaz an noz, e oent tost da reier an ankou. En o c’hichen evit an eil gwech, e oe adarre goudoret ar Goulmik evit tremen an noz.

Antronoz vintin ar c’habiten a lavaraz :

— Emberr, potred, e vezimp digouezet etal ar roc’h huel on doa kement a hast da welet, hag a gargaz hor spered a esperans hag a levenez. En e c’hichen ive eo em euz sonj da ranna etre-z-omp an danvez laeret, rak easoc’h e vezo penn peb hini pa ouezo pegement a deui d’ezhan.

— Gwir eo kementse, mestr, hor levenez a zo braz, hor speredou laouen, hag hor c’halonou ne ouezint morse trugarekaat awalc’h ac’hanoc’h deuz ar vadelez oc’h euz evidomp. Breman ez omp oll pinvidik, ha ma c’hellomp gwelet eur wech all c’hoaz douarou Breiz, e welimp asamez gantho, an eurvad hed hor buez.

Antronoz Fistoulik a ioa da genta war ar pont o tibikouza e zaoulagat evit sikour konta an arc’hant. Epad an deiz e oant bet o krabanata aour, arc’hant ha billejou. Ar c’habiten a zalc’he kont deuz ar pez a ioa e peb sac’h, ha deuz an noz, pa oe achuet ar gont, e oe tri ugent milioun anezo oll.

— Breman, potred, e c’hellomp trugarekaat an hini a zo bet kiriek d’eomp da veza ken pinvidik-man, an hini oc’h euz disprizet n’euz ket pell c’hoaz.

— Ia, ia, mestr, mil bennoz da Baotr ar bezin, ha d’eoc’h c’houi ! Trugarekaat a reomp ac’hanoc’h o taou, ha morse, en toui a remp, na vezimp trubard en o kenver, e vezimp ato servicherien leal.

— Ma ! pegwir omp oll pinvidik, debromp hor c’hoan, evomp gwin euz ar gwella, ha goude peb hini d’e wele. Varc’hoaz e tostaimp adarre eun tammik ouz Breiz, el leac’h e vezimp euruz hed hor buez.

D’ar zul vintin, ar Goulmik evel pa vije lorc’h ennhi o tougen eur seurt samm aour, hag evel p’e dije hast da zigouezont e Breiz, a faoute buan-buan ar mor.

    1. 8 ##


VIII. — Paolik Lusifer


Ar c’habiten Bimbao, goude ma oe debret dijuni, a c’halvaz paotr ar bezin da zont d’e gaout :

Sell ! laka tan war da gorn, hag aze em c’hichen, rak ezom hon euz hon daou en em glevet evit ranna etre-z-omp ar madou laëret.

Va zonj eo roi d’id ar bevaren genta, ha delc’her evidon an eil. An hanteren a jom a vezo d’ar pevar martolod. Kredi ran e vezo brao an dra-ze evitho, ha ni ive a vezo kontant. Te a zo dleet al loden genta d’id, p’e gwir e peuz diskuillet an taol-kaër da ober hag ive p’e gwir dre da izinn oud deut a-benn da laërez eur seurt bagad danvez. An eil a zo dleet d’in-me, p’e gwir em euz risklet va buez ha va lestr evit kaout ar madou. Ar rann all ne ket re etre pevar martolod o deuz poaniet epad ar veach hirr. Setu aze va zonj, kredi ran e vezo ive da hini.

— Kabiten !… beteg hirio omp bet mignoned, mez mar oc’h euz c’hoant e vijemp c’hoaz, eo red d’eoc’h rei d’in ar pez a c’houlennin ouzoc’h : Gouzout a rit eo me em euz kavet an taol-kaër-man da ober, bleinet em euz al lestr beteg an Enezen, sounnet em euz o izili d’ar gwardou, hag evelse miret ouz an dud hag ouz al lestr da vont e strad ar mor. Mar d’oc’h eta pinvidik hirio, oc’h dleour d’in-me deuz a gement se.

— Gwir awalc’h a leverez, mez ive, gra breman eur zellik war da amzer dremenet : gwel e pe seurt stad truezuz e oaz du-ze dilezet war aochou Breiz, gwel da gof goullo hag ar bezin o vrouda da gorf gouliet. Piou en deuz da zigemeret evel eur breur, piou en deuz tennet ac’hanoud er meaz euz ar fank, piou en deuz roet d’id da zebri ouz e daol, ha piou en deuz da wisket ken deread ?

Sonj eta en amzer ma oaz du-ze dindan ar gwall amzeriou o c’houzanv pell ioa an naoun, ha ma z’oud euruz hirio, lavar d’in ive da biou oud dleour ouz a gement-se ?

— Me, kabiten, ne glaskan ket arc’hant, an aour melen ne ra vad ebed d’in, mez… ene unan benag euz al lestr-man a rankin da gaout heb dale, pe emaoc’h oll gant o madou e strad er mor doun !…

(Da heuil)