Histor fentus hag estlammus
- mestr al Laëron-Vor
- 1 ##
— Va zad, ar pez a livirit a zo kaer, ha trugarekaat a ran ac’hanoc’h deuz o mennoziou em c’hever.
Ia, sonj em euz da ziskouez d’ar bed oll ez oun mab d’eul laër-mor hag en deuz desket mat va micher d’in, ha kas a rin hoc’h hano dre an oll broiou a zo ennho eun taol kaër benag da ober.
Mez ar Goulmik a zo dija fall, ober a ra dour, ha red e vezo d’in lakat ober eul lestr nevez, araok sonjal kemer ar mor. »…
- 2 ##
Abenn eur miz goude. Gwillou Trimard iaouank a oa e porz Lannuon war he vag nevez.
Mab Trimard koz, d’ar mare ma komansimp da vad e histor, en doa tregont vla, braz eo, teo evel eur varriken, e vleo zo savet war e benn evel ar reun war gein eur penmoc’h gouez, e fri a zo ruz ha pikotet evel eur sivien, e vuzellou teo ha distronset.
En eur ger, dougen a ra dremm eul laër-mor euz ar renk huela.
Mes ar c’habiten n'eman ket e-unan el lestr hag en e gichen zo c'hoaz ar pevar martolod a heulio anezhan.
Ar c’henta anezho zo hanvet Moris, ha lezhanvet ar Peul.
Kredi a c’heller en devoa tapet an hano-ze, abalamour ma oa braz ha moan evel eur peul. N’oa ket eun den brao, rak e fri a ioa kam evel beg our gaouen, e c’houzouk hirr evel eun inkinn.
Tremen daou vetr huelder en devoa, ha kalz a dud o welet eur seurt korf moan hag huel, a jome a bâff da zellet outhan, hag aliez e c’hoarzent d’ezhan, ar paourkez Peul.
Ouzpenn-ze, ne anaveze ket an A deuz an O. Morse ne oa falvezet d’ezhan mont d’ar skol, hag abaoue e unnek vloaz, eman o c’haloupat ar mor o c’honid e dam bara.
An eil euz ar martoloded a zo e hano Kola, mez evel ar re all ez eo pell zo lezhanvet hag anavezet eo dre hano a Bidoch.
Bidoch a zo tremenet gantan e zaou ugent vla, hag a zo war ar Goulmik tregont vla zo. Bet eo asamez gant Gwillou koz, tad ar c’habiten Bimbao en e oll veachou.
Anaout a ree mat an doareou e kement bro a zo en Hanter-Noz, hag aliez hen eo a zalc’he barren ar stur, eleac'h ar c'habiten.
Ar gwella oa eta deuz al lestr, hag ar finna deuz ar Vartoloded.
Mez ma oa eun den gwiziek en e labour, ne oa ket eun den a c’hened, rak eur penn braz mantruz en doa, e zent a ioa hirr evel eur rastell, o gorf teo, e ziwesker berr a roe d’ezhan drem eun den divalo-mez.
An trede deuz ar botred a ioa e hano Laou, mez lezhanvet e oa bet abred, hag anavezet eo dre an hano a Sikraouik.
Ato e vije gantan war e benn eur c’hapen great evel eur zac’h, hag a ziskenne beteg hanter e gein.
Er zac’h ze, Laou goz a lakee e chikennou butun, bet sunet ganthan dija meur a wech.
Ar paourkez Laou en amzer m’edo c’hoaz en e wella brud a gouezaz diwar eur wern huel, hag a dorraz e c’harr deou. Abaoue, Sikraouik a oa kam.
Goude beza bet dindan Gwillou koz eur martolod gwiziek dreist, Sikraouik a zo breman eur c’heginer dispar.
Ar pevare, hag ive an diveza deuz ar Vartoloded, a zo hanvet Jopik.
Mab e oa da Yann Perik ar Bistrakik, ha mab bihan da Chikolodik, bet o daou gant Gwillou koz o riskla o buez war ar mor.
Jopik, d’ar mare ma savaz war ar Goulmik nevez, n’en doa nemed daouzek vla.
Ar martoloded all abenn eiz de goude ma oe erruet el lestr, a roaz d’ezan an hano a Fistoulik.
Ar paotr bihan ne oa bet er skol nemed eur bla, gouzout a ree evelkent lakat e hano, ha lenn eun tammik.
Fistoulik a blije kalz d’ar c'habiten Bimbao, abalamour a ouie neuial evel eur pesk, ha dre n’abeg ma oa soubl e gorf evel hini eur zilien.
Moan e oa evel eur vaz kled, ha mont a ree en toullou na c’helle ket ar re all mont ennho.
Eur paotrik koant ha laouen eo, ato e c’hoarz, e c’houitell el lestr, netra na ra
aoun d’ezhan, kalonek e krog d’al labour, ha sentuz eo e-kever e vistri.
- 3 ##
Setu aze an dud a zo war ar Goulmik, setu al laëron-mor emaoun o vont da gonta d’eoc’h o buez.
Bretoned int oll, ganet int wardro Lanndreger ha Lannuon.
Gwelet a raimp anezo en tavarniou, pa vezo fall an amzer, pe pa vezo great eur veach vat, ha gwelet a raimp, en darvoudou a zigouezaz gantho, ez int Bretoned a galon, tud hag a gar o Bro Breiz dreist peb tra.
Goude beza beachet a bell hag a dost, goude beza gwelet meur a dam amzer fall war ar moriou rust, e welomp anezho eun deiz euz miz genver o stourm adarre ouz an avel dirollet duze wardro Sant Malo.
E oant o tizrei deuz eur veach, bet e oant wardro Dunkerk, mez pa zigouechont e baë Sant Mikaël, eun avel diroll a c’houezaz enn eun taol kount deuz ar c’huz-heol.
Pa welaz e oa an amzer fall o vont da ober d’ezhan eun dro louz, ar c’habiten a roaz urz d’ar sturier da levia al lestr war borz Konk-Gall.
Eno ar Goulmik, er gwasket, a chomaz adarre plom en e zao.
Ar vartoloded, glebiet o dillad gant an tarziou mor, a ziskennaz e goueled al lestr evit lakat dillad seac’h, ha Bimbao a roaz d’ezho bep a vanne mat a win-ardant evit tomma d’o c’hof.
(Da heuil)