Histor fentus hag estlammus
- mestr al Laëron-Vor
— Ia sur ! a lavaraz Bidoch. Evidon-me bep tro ma sonjan ennhan, a deu an daëlou em daoulagad !
— Ha me ive ! eme Fistoulik. Meur a wech, ar paourkez en deuz roet d’in da zebri ha da eva e-kuz !…
— Na pe seurt maro kriz en deuz bet ! ar paourkez Sikraouik !…
— Ia ! eme ar c’habiten, gwelet a rit pegen brao eo pourmen ar ruiou er c’heariou braz pa vez divezad en noz, ha dreist-oll pa vezer mezo ! Al lakejen ne vezont ket pell evit laërez eun den, hen laza, hen taoler en eun toull doun bennag evel eur c’hi. Setu unan deuz hor c’henseurted, eur mignon diwar al lestr a zervich da skouer d’eomp. Dalc’homp eta sonj mat deuz maro Sikraouik hag arabad eo d’eomp ober evel en deuz great.
— Ha breman, kabiten, piou oc’h euz sonj da lakat da geginer en e leac’h ?
— Te, mar kerez, Bidoch, p’e gwir e c’houlennez.
— Ha me, kabiten ?
— Te Fistoul daonet ! te ne vijez morse kavet diwar dour ar zaout, ha netra ne vije prientet d’e boënt !… Mez evit hirio, gwella tra on euz da ober, eo mont da gousket, rak skuiz omp oll m’oarvad, ha varc’hoaz ni welo petra da ober.
— Oh ia vad ! kabiten, eme Fistoulik, evidon-me zo skuiz, rak en noz tremenet eo bet red d’in kousket duze war eur planken kalet er bidouf ! N’em oa ket great eun heur gousket, hag e santen evel pa vije torret va c’horf ouzin, ha goude na gouskiz tam ebed ken, na zerriz ket eul lagad zoken.
— Mad zo great d’eoc’h, strouillennou, rederien noz !
Prestik goude, ar c’habiten hag e dri martolod a roc’he start en o gwele, hag antronoz vintin kerkent ha gouloudeiz, Fistoulik a ioa var ar pont, dibikouz e zaoulagad o sellet ouz drem an amzer. Disken a reaz heb dale da lavaret d’e vignoned e oa troet an avel, hag arwez vad d’an amzer.
— Kredabl awalc’h, eme Bidoch en e vele c’hoaz, eo ridet koz kroc’hen Paolik breman p’e gwir eo deut brao an amzer ; rak me zo sur hen gant ar gonnnar a ioa ennhan d’eac’h, eo a lakeaz ar mor da zansal e doare ma ree.
— Lez an diaoul-ze a goste, a lavaran d’id, arabad eo d’id komz ken diouthan, ha sao da ober d’eomp bep a vanne kafe, a lavaraz Bimbao.
Azaleg ar mare-ze, Bidoch a ioa laket da vestr keginer war ar Goulmik, an tri all eo a vleino al lestr beteg aot Lannion.
Ar c’habiten pa oa debret e zijuni a lavaraz :
— Breman, potred, me zo o vont da di va eontr da lavaret kenavo : marteze e tremenin ganthan eul loden vraz eus an deiz, mez ar pez a zo sur, abenn an teval e vezin dizro ha varc’hoaz vintin kerkent hag an deiz, ma ve brao an amzer, e tostaimp ouz ar gear. Te Bidoch, a jomo da ziwal al lestr, te Peul a c’hello mont da brena eun tok brao evit erruout deread er gear, ha te Fistoul a c’hello prena eur bragou nevez, ha mont da di an apotiker da c’houlen louzou da lakat war da fri kignet.
— Me, mestr, a zo koenvet va lagad, hag em bije ezom da vont daved eun tam louzou ive, eme Bidoch.
— Me zigaso d’id, eme Fistoulik.
— Te rank chom da zioual al lestr, gant aoun na iaje hor bagad madou gant al laër. Mez c’houi, potred, diouallit da veza mezo, pe n’o pezo netra deuz ar madou laëret.
— Oh kabiten ! eme Fistoulik, mezo na vezimp ket, rak en hor ialc’h eo tano ar mouniz, ha gouzout a ran ouspenn, eo trec’h ar boëson d’in, rak be wech mac’h evan eur banne re, e ro lamm d’in. Rakse 'ta kabiten, bezit dinec’h e kever ar poënt ze.
Prestik goude, ar c’habiten, gwisket ganhan e zillad kaëra, a gemeraz penn an hent evit mont da leina da di e eontr, ar Peul ha Fistoulik a ieaz pres war e lerc’h evit kemer ebat e kear a hed an deiz. En hent, e kavchont lakepoted o c’hoari boulou.
Ma ! eme Fistoulik, biskoaz n’oun bet oc’h ober ar c’hoari ze, deomp da zellet, koulz e vezimp azezet aze evel o vale e kear.
— Ia zur, hag aze da viana n’or bezo ket o leac’h da vont da eva, ha d’en em vezvi.
Mez a veac’h oant azezet, perc’hen ar boulou a c’houlennaz :
— Piou deui da ober ar pevare ?
— Me, eme Fistoul, en doa bet kalz ebat o welet ar re all o c’hoari, hag a ioa savet c’hoant c’hoari ganthan ive.
Fistoulik, kaer en doa bet ruilla e voulou gwella ma c’helle, n’oa ket bet daleet evit koll, hag e ieaz en hostaleri da baëa eur banne d’e enebour c’hoarier.
— D’an eil c’hoariaden, potred ! a lavaraz ar perc’hen.
— Awalc’h er giz-ze, eme Fistoulik, va c’hamalad a c’hoario em leac’h, mar kar.
Ar Peul a c’hoariaz d’e dro, hag a gollaz ive e bevar gwennek.
— Ar c’hoariou, eme ar Peul, ne blijont ket kalz d’in, Fistoulik, rak traou tentuz int pa befe kollet eur barti, e sav c’hoant ganez d’ober eun all evit esa gonid, hag aliez na ve great nemed koll. Deuz eun tu all, er c’hoariou Lagoutt-ma n’euz nemed an hostiz o c’honit gantho. Me lavar d’id gant gwirionez, pa ve eur gwennek bennag em godell, eo gwelloc’h ganen o dispign en eun hostaleri, o konta gant eur mignon, eget o dispign er c'hoariou.
Goulskoude, Bidoch, chomet da zioual al lestr, a ieaz prestik goude ma oe eat ar re all kuit, da ober al lez d’eur voutaillad odevi nevez boulc’het.
(Da heuil)