Pajenn:Ar Floc'h - Ar C'habiten Bimbao - Ar Bobl, 1909.djvu/28

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
28
Romant gazeten “AR BOBL”


Histor fentus hag estlammus

AR C’HABITEN BIMBAO
mestr al Laëron-Vor
GANT
Loeiz AR FLOC’H
————


Hen-ma neuze gant eur vouez gronz a lavaraz :

— Bremaïk peb hini ac’hanoc’h a gemero perz en e vaner, a lakaio e arc’hant ebarz, hag a raio hiviziken evel a garo. Pinvidik oc’h oll, ha den er vro-man n’en deuz kement a zanvez ha c’houi.

Enoret e vefoc’h gant kement den oc’h anavezo, hag an dud a renk uhela eo a deuio da c’houlen ac’hanoc’h da zimezi. Roi a ran d’eoc’h va asant da zimezi an eil gant egile, ha d’en em garet epad ar vuez hirr o peuz c’hoaz da veva.

D’ar c’homzou-ze, Fistoulik a zanse war ar plas, hag a grogas da vouchat d’ar plac’h iaouank a oa en e gichen.

— Bez fur, Fistoul, pe me denno diganez da eüruzded, ma ne zelaouez ket va c’homzou. Mez evelkent a lavaran d’eoc’h e teuin adarre er bloaz a zeu d’ar mare-ma, ha bep bloaz goude, da fin miz gwengolo, vit lakat ac’hanoc’h da renevezi ho promesa gant ho kwad…

Achu eo breman va c’hefridi, kenavo ar bla a zeu.

Evel m’en devoa lavaret ar c’homzou-ze, Paolik a reaz tri baz araok, en em daolaz war an douar a stok e gorf. Kerkent an teven a zigoraz, an douar a fraillaz, ha deuz an toull great gant Paolik o tisken e doun an douar, eur vogeden teo ha du, eur c’houez pounner ganthi, a zavaz, hag a ieaz d’en em goll er mor. Prestik an toull-ze a stouvaz e-unan. Raktal ma oe eat Paolik e-kreiz an douar, an dud en em dennaz peb hini en e vaner, hag eur miz goude, ar c’habiten hag e dri martolod a zimezaz gant peder blac’h yaouank a oa bet gwechall o tiouall an Enezen. Abenn fin ar bla, an oll merc’hed all oa dimezet ive gant tud euz ar renk uhela a oa er vro, ha pa zimeze unan anezho, ar re all a iee d’ar friko, pe e vijent dimezet pe ne vijent ket.

Goulskoude an amzer a dremene ato, ha bloaz goude, devez evit devez, Paolik en em gavaz adarre e baper ruz gantan dindan e c’hazell. Mont a reaz en unan euz an tiez, hag an aotrou, eur medisin brudet euz a Bariz, a deuaz da zigerri d’ezan.

— Piou a glaskit ?

— An itron.

— Lavarit d’in ho kefridi, ha me er graio ma zo moien.

— Nan, an itron a rankan da gaout.

Laket e oe Paolik da azeza er zal, ha trum an itron a erruaz da sina ar bromesa. Mez pa oe tec’het an aotrou treid marc’h, an itron a gontaz d’e fried ar pez a oa digouezet.

— Ah ! evelse ema an traou ganeoc’h ! Ma n’euz nemed an dra-ze, n’eo ket kalz a dra, hag er bloaz a zeu me raio da Baolik eun digemer all ha na vezo ket henvel euz hen-ma, ha ma z’eo eur potr mat hag ijinuz, aman eman e vestr !

Er blavez warlerc’h, dre ma tostee ar mare da Baolik da zont adarre da gestal sinatur ar merc’hed, an aotrou Lezvor, ar medisin brudet, en em zalc’he ato war c’hed. Pa oe gweled o tond, ar medisin a ieaz raktal beteg ennan, da lavaret d’ezan e vije euruz da reseo anezan, en e di, en eur banvez prientet en e enor.

Paolik a asantaz raktal mond d’ar banvez, hag araok mond ouz taol, en doa tapet an oll sinaturiou, rak e oll dleourien a doue da gemer perz er friko.

— Ah ! kontant braz oun, ha laouen eo va spered o welet oc’h oll dimezet ! Breman ec’h anavezit ac’hanon tout, hag easoc’h e vezo d’in beb bloaz kaout ho sinatur.

— A dra-zur, mestr braz ! eme an aotrou Lezvor. Neuze an holl a azezaz ouz taol, ha Paolik evel oa dleet d’ezan, a oa laket er penn uhela, e kichen greg an aotrou Lezvor.

Paolik a zebraz mad, a evaz gwelloc’h c’hoaz gwin Bourdell euz ar gwella. Abenn ma oa deut ar Champagn war an daol, Paolik a oa dija ruz e gribell, hag horjella ree war e gador. Abenn ar fin ec’h en em lakeaz da gousket ouz an daol, ha neuze ar medisin a daolaz eun tam louzou poëzon en e weren, hag a beurgargaz anezhi gant Champagn. Neuz e tihunaz Paolik, hag e lavaraz d’ezan chom diabaf da beur achui ar pred. Paolik a zigorraz e zaoulagad ; ha neuze ar c’habiten Bimbao en em lakeaz da gana, evit peur dihuna anezan. Pa oe achuet e zonik gant ar c’habiten, an aotrou Lezvor a lavaraz :

— Me zo o vont ive da gana va zonik, mez araok, savomp hor gwer er vann, hag en enor da Baolik, evomp bep a vanne Champagn, en eur reketi d’ezan iec’hed ha buez hirr.

— Enor da Baolik, hor mestr braz, hor madoberour, a lavaraz ar merc’hed a bouez o fenn !

D’ar c’homzou-ze, Paolik a lonkaz e werennad Champagn heb distaga e vuzellou.

Kerkent ma oe diskennet ar veraden diveza en e gof, an tan a deuaz er meaz dre e c’henou, dre e fronellou, dre e ziouskouarn ha kerkent e kouezaz maro-mik.

Neuze ar medisin a ieaz d’ar gegin daved eur c’helorniad dour benniget da walc’hi e gorf da Baolik, ha kerkent e savaz dioutan eun tan flerius hag a lakeaz an oll da dec’het kuit nemed Bimbao ha Lezvor.

Neuze oe treinet korf Paolik war an teven ha stlejet ekreiz eun tantad tan glaou koad evit beza peur rostet.

Div heur goude ne jome deuz Paolik nemed eur bernik ludu hag a oe taolet er mor da vond gant an dour el leac’h ma karje mont.

Pelloc’h goude tud ar maneriou na glevchont mui komz euz Paolik, ha na oent ket droug kontant. Fistoulik a zo breman eun aotrou kaër ha iaouank, Bidoch gant e gof teo hag e ziwesker verr, en deuz kavet eur plac’h iaouank pemp bla warnugent. Ar Peul, gant e fri kaouen hag e ziwesker voan evel bizier kled, a zo eürus breman en e vaner, gant e blac’h iaouank daou vla war nugent. Ar c’habiten Bimbao na ia mui da glask pense er moriou rak gant e zaouzek milioun, e c’hell beva eaz ar rest euz e vuez.

He dad, Gwillou goz, beo c’hoaz, a zo lorc’h ennan o weled pegement a zanvez en deuz serret e vab e berr amzer.

Ar Goulmik, eur miz goude m’e dovoa achuet he beach hirr, a oa bet gwerzet da eun den a vor euz a Bempoul, ha Bimbao a roaz da beorien Tregastel an arc’hant en devoa bet evithi.

Aman finis ar gontaden
Da c’hortoz kregi gant eben.