Pajenn:Ar Floc'h - Ar C'habiten Bimbao - Ar Bobl, 1909.djvu/3

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
3
Romant gazeten “AR BOBL”


Histor fentus hag estlammus

AR C’HABITEN BIMBAO
mestr al Laëron-Vor
GANT
Loeiz AR FLOC’H
————


Fistoulik, abenn eur pennadik goude, a zavaz war ar pont evit gwelet pe seurt ardou a ree an amzer.

— « Kredi ran, emezhan d’ar c'habiten, savet ive war ar pont, ne vezo moien ebed d’eomp da dec’het kuit ac’hann hirio, rak an avel a zo troet fall, ha krenvaat ato a ra, evel a welit.

Evidoun me a gred eo gwelloc’h d’eomp chom aman da eva bep a vanne mioc’h a Lagoutt, eget mont da eva dour zall euz ar mor, ha marteze zoken da lezer hor buez er zaill braz. »

— « Te, Fistoul daonet, a zo adarre o kaozeal evit da zac’h, ne ket ta ! ha breman pa zo eur banne en da gof, e karfez gwelet an eil dindan da fri ! »

— « Oh kabiten ! gwelloc’h eo ganen lakat an eil em c’hof ive, eget lezer anezhan dindan va fri ! »

Ar vartoloded all savet war ar pont, a c’hoarze o klevet Fistoulik o respont e giz-ze d’ar c’habiten…

— « Allo, ma ! gwelet a ran e wasa an avel, hag ez eo kollet an devez evidomp ; koulz all, eur veach vat ha tenn o peuz great, ha pedi Doue a c’hellomp p’e gwir ez omp er meaz a zanjer adarre eur vech all. »

— « Ia sur ! evidon-me, a lavaraz Fistoulik, a zonje d’in e oa great an traou d’eomp en taol-man. »

— « Ma ! Ma ! awalc’h war ar poent-ze ! Lakit ho tillad brao, potred, hag e zaimp da danva ar jistr da di Soazik al Luch.

Te avad Sikraouik a jomo da ziouall al lestr ha da ober koan d’eomp abenn ma vezimp dizro em-berr etre seiz hag eiz heur. »

— « Ma ! eme Fistoulik, me zo prest da vont, kabiten. »

— « Te, koz marmouz a vez prest ato !… Evelkent ne pezo ket hardiegez da zont d’am heul me gant eur bragou toull war bennou e zaoulinn hag el leac’h all, ha gant eur roched fank brein.

Allo paotr ! klask dillad all, pe kerz da gouskat, ha desk ez eo red beza gwisket ken deread da vont etouez an dud, dindan boan da veza kemeret evit eul laër pe da viana eur c’hlasker bara.

Hastit buan, ha pa vefoc’h kempennet e zaimp en hent. »

… Aben eur pennadik goude, ar c’habiten Bimbao hag e vartoloded, a gemere an hent evit mont da vourk Konk-Gall. Kana reent a bouez o fenn o pignat deuz ar porz e kear.

Goulskoude, Sikraouik chomet el lestr n’en deuz ket a c’hoant da gana, teval eo e benn, abalamour ma z’eo gourc’hemennet d’ezan chom eno.

Diez braz e kav chom war lerc’h e genseurted, rag allaz ! mad e kav e vanne Lagoutt, hag e voued eo mont da aveli e benn.

Goulskoude, senti a ra, rak gouzout mad a ra n’eo ket gwal denn e labour el lestr, hag aliez e vez gourvezet eun tammik en e wele, ekeit a ma klev e genseurted o strakal o daouarn kropet gant an anoued, o plega hag o tisplega al lien evit stourm ouz an avel diroll.

En em rei a ra eta oll da volontez e vestr, hag ec’h en em laka da beillat eun nebeud avalou-douar abenn koan.

Goulskoude, wardro c’huec’h heur deuz an abardaëz, pa oe achuet ganthan e labour vrasa, ha laket an traou da boaza war an tan glaou, Sikraouik a deuaz eur zonj en e benn :

— « Ma ! a lavaraz outhan e-unan, ar re all a zo eat e kear da ober fest ar vastrouil, me gav d’in avad ne ve ket kalz falloc’h d’in ober ive eun tammik libebao eget na d’eo da Fistoulik.

En deiz all em oa gwelet ar Peul o kuzat eul litrad hini melen e strad al lestr, mont a ran da welet hag ato eman eno.

Kerkent Sikraouik a elum eur pennad goulou rousinn hag a zisken e strad al lestr. Kuzet mad mad en eur c’horn tro, e kav eur voutaillad gwin-ardant. Sevel a ra d’an nec’h, azezet war eur zac’had glaou-douar, ec’h en em lak da ober ar stal d’an hini melen.

Eva ra eun hanter litrad heb distaga e vuzellou, hag an hanteren all a ev goustadik o tebri eul lur kig sall gant eur pikol tam bara.

A vianoc’h eget eun hanter heur, ar voutaill a ioa goullonteret hag ar c’hig moc’h lounket.

Ar c’heginer neuze en em lak da gana ha da gounta outhan e-unan. Reut e gof evel eur zac’h biniou, ruz e zaoulagad evel daou gef tan, Sikraouik en em ro da gousket, eun aval pato hag eun tam kig sall a dreuz e veg.

Ar baotred all, pa oant digouezet e kear, a c’houlenne an eil ouz egile da di biou e vijent eat da breda.

— « Oh ! eme Fistoulik, d’an hostaleri vrasa emichans. Aotronez vraz evel-d-omp-ni na vezont morse gwelet o furchal an toullou bihan, ouspenn, eun disenor e ve d’eomp mont ennho, rak peurvuia na vezont darempredet nemet gant lakizien hag a ve nebeud a voneiz en o godellou. »

— « Allo ! eme Bidoch, Fistoulik a zo adarre e deod fregann, ha war zigarez ma zo eur pezik eiz real en e c’hodel, war zigarez m’en deuz lezet e vragou toull hag e roched fank er gear, e kav d’ezan ez eo eun diaoull a aotrou. Na pebez pabor ! »

— « Ma ! p’e gwir Fistoulik en deuz c’hoant e zafemp d’an hotell, deomp ! a lavaraz Bimbao. »

An aotrou Brandu, dimezet da Soazik al Luch, a ioa d’ar mare-ze o terc’hel e Konk Gall hotell ar Marc’h Gwen, int hi eo a zigemeraz eta ar c’habiten Bimbao hag e vartoloded.

(Da heuil)