Pajenn:Ar Floc'h - Ar C'habiten Bimbao - Ar Bobl, 1909.djvu/7

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
7
Romant gazeten “AR BOBL”


Histor fentus hag estlammus

AR C’HABITEN BIMBAO
mestr al laëron-Vor
GANT
Loeiz AR FLOC’H
————


Ar botred neuze evit gwelet mad pe seurt kavaden o doa great, a en em lakeaz a-zivri da douza ar bezinn diwardro o aneval.

— Eun den eo, evel a welan, eme Bimbao, setu aman e benn.

— Ha setu aman e ziwesker du, eme Fistoulik.

— Mez petra raimp ganthan, pe gwir ne gaoze, a lavaraz Bidoch.

— Kaoze ta ma n’oud ket mud !

Eun nebeudik goude, an den du, hanter varo e zaoulagad en e benn, a c’hrozmolaz eur gerik bennag dre e zent, mez hini deuz ar baotred na gomprene ar pez a lavare.

Dre e gomzou, a forz da gaozeal, e lavaraz :

Danemarck ! Danemarck !

Neuze ar s’habiten a gomprenaz e ranke an den beza deuz ar vro-ze, pe gwir e gomze diouthi.

Sikraouik, aliez en e iaouankiz, a oa bet er vro-ze asamez gant Gwillou koz e vestr, ha desket en doa meur a c’her euz ar iez a gomzet eno.

Setu eta Sikraouik ha paotr ar bezinn a c’hell en em entent braoik.

— Lavar d’ezhan ez oun kontant d’her reseo em lestr, ma kar, hag e kasin anezhan heb dale d’ar gear.

Kerkent paotr ar bezin a roaz da anaout d’ar c’habiten ec’h asante mond ganthan el lestr.

Ar botred neuze a dennaz al liammou diwar e dro, hag e oe lezet da vale. Prestik goude e pigne er vag asamez gant ar pemp laër-mor.

Pa oe digouezet er Goulmik, e oe laket paotr ar bezinn da domma etal an tan. Neuze Sikraouik a c’houlennaz outhan e hano.

— Me, emezhan, a zo hanvet Frederic Killson, va zad a oa euz Bro-Saoz, ha va mam euz an Danemarck.

Tregont vla em oa pa oan penseet e mor ar Franz, ha setu aman penaoz, hervez em euz sonj.

— Marlolod e oan war eul lestr braz, unan euz ar re vrasa vije great d’ar mare-ze, ha va lest a oa karget ken a venne mont d’ar goueled bep taol avel.

— Petra e oa ganeoc’h !

— Eur garg koat e oamp o vond da gas da Vourdell, pa zigouezaz warn’omp eur barr arne skrijuz… A vihanoc’h eget eun hanter-heur e oa eat al lestr e goueled ar mor doun.

Ah ia ! va spered a zo enkrezet hirio c’hoaz, pa zonjan en nozvez skrijuz-ze a lakeaz an disparti etre va mignoned ha me, ha seblantout a ra d’in c’hoaz breman klevet ar iouc’haden spontuz-ze a lavaraz ar c’habiten en eur goueza er mor :

Sauve qui peut !…

Me neuze a ziframaz eur planken, n’ouzoun mui deuz peleac’h, ha ganthan ec’h en em daoliz er mor sklaset.

Neui a riz epad eun nozvez hag eun devez, heb gouzout da beleac’h e ieen gant an dour.

Skrijuz oa beza beza beo en nozvez-ze : ar c’hazarc’h a goueze puill warnoun, ar mor dirollet a zeblante va lonka bep minut dindan e gwagennou kounaret, ouspenn, aoun em oa da veza bet lonket gant eur pesk braz benag, evel eul logoden gant eur c’haz.

Mez ar pez a ree muia poan d’in ekreiz an danjer, e oa ar zonj deuz va fried muia karet, deuz va bugaligou em oa lezet du-ze en Danemarck.

Goulskoude, goude beza stourmet ouz ar mor epad eun nozvez hag eun devez, ec’h en em gaviz war ribl eun aot, en eur vro n’anavezen ket.

Abaoue emaoun oc’h en em vaga gant brennik, rigadell, eur peskik benag, hag aliez gant boued loened.

Pell zo n’em euz tam dillad, ha va c’hroc’henn, evel a welit, a zo goloet gant ar bezin.

Evit ti n’em oa netra nemed eun toull bennag kleuzet gant an dour dindan ar reier. Setu aze va buez abaoue pense va lest.

M’o pije ar vadelez da lavaret d’in e pe vro emaoun aman, e vijen euruz.

— Al lestr ma a zo war mor Breiz.

— Ah ! Breiz ! Breiz ! ar vro gaëra zo er bed !

Bet oun e Sant Malo, e Sant Briek, e Brest, en Naoned, gwechall pa oan o kommans lavigat.

Ato ar Vretoned a zo bet martoloded dispont ekreiz an danjer, hag ato o deuz kalonou aour evit o breudeur dianket.

Ma z’oc’h c’houi martoloded ganet e Breiz, e c’hellan kaout ennoc’h ar fizians em bije em breudeur.

— Bretoned omp ! hag evit eun den en enkrez, hor c’halonou ato a zo digor-frank, rak-se ta deuz a hirio, em lestr, emaoc’h etre daouarn ho preudeur.

Koz oun dija evit gwir, mez evelato em bo sonj da zic’haoui ac’hanoc’h deuz ar vadelez o peuz evidon.

Va divesker a zo skanv c’hoaz evit sevel e beg ar gwerniou, ha kredi ran n’euz ket kalz a vartoloded treac’h d’in da vleina eul lestr, ha d’he c’has da benn eur veach.

— Geier a leverez, eme Fistoulik, rak ma vijez bet ar pez a leverez, ne vije ket bet c’hoarvezet ganez ar pez zo.

— Ro peoc’h ta, marmouz fall, hag arabad eo d’id ober goap deuz da dad koz !… Hennez, an den-ze en deuz gwelet muioc’h a vor fall eget na veli te biken !

(Da heuil)