Pajenn:Ar Floc'h - Avanturiou an aotrou Skrabelaou - Ar Bobl, 1910.djvu/10

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
10
Romant gazeten “AR BOBL”


Aventuriou
an Aotrou Skrabelaou
GANT
Loeiz AR FLOC’H
————


An noz a dremenaz braoik, Skrabelaou a gouskaz pennadou, ha deuz ar mintin war-dro dek heur, eur wellaën a deuaz dezan. Mez allaz ! n’oa ket bet padet pell, rak da greizdeiz e kommansaz ar gwad sevel gwasoc’h gwas d’e benn, ha da beder heur e varvaz war e vern teill etal kant mil lur kuzet etouez plouz e wele.



EIL PENNAD


V. — Warlerc’h rastell e teu forc’h


Evelato Kato ha Laou a en em lakeaz raktal a-zevri da liana ha da zebelia o merour. Tennet e oa Skrabelaou deuz e wele, ha laket war greiz e gein war eur bern raden, da c’hortoz ma vije prientet eun daol da zebelia anezan. Efflam a dapaz ar zac’h a ioa an tenzor enna, hag a ieaz en eur park e kichen da grona e aour hag e villejou, kant mil lur a ioa etre tout.

Goulskoude wardro pemp heur, Efflam a glevaz eur wetur o tisken d’an daou lamm en draonien, mont a reaz warzu ennhi, hag e vreur Briek a ziskennaz raktal evit her briata. Neuze Briek a lavaraz d’an toucher mont en dro, e oa echu e gefridi.

— Ahanta, breur ! penaoz ema ar eontr ?

— Pardie ! ridet eo e groc’hen !

— Torret en deuz e gorn-butun. Efflam ?

— N’oa ket araok ar poënt ! n’oud ket evit kompren pegement a boan em euz-me bet gant al louz koz-ze, abaoue m’oun aman ! Red eo bet d’in klask ar medisin, paëa eun den da vond daved louzeier, da gas lizerou d’ar post, ha kalz a draou all c’hoaz. Ha goude kemer ar boan-ze evit ober vad d’ezan, n’en doa nemed ar ger laër en e c’henou, an troc’h diot ma oa.

— Furchet e peuz e wele ?

— Ia, ha kant mil lur em euz kavet en eur zac’h.

— Kant mil lur. Efflam ! brao eo ! mez e peleac’h ema e di !

— Aze er grec’hen, emaomp stok.

Briek hag Efflam a ieaz neuze en ti el leac’h e oa Laou gam o liena ar c’horf-maro mez trum teuchont er meaz, pa zantchont ar c’houez fall a ioa ennan.

Aze war an teill-ze, eme Briek, eo marvet hor eontr ! Etouez ar plouz fleriuz-ze eo en deuz kuzet arc’hant maner hon tad koz, hag an aour en deuz bet evit e zouarou ! Skrijuz eo ! Ra vezo milliget da viken ! hag ankoueet evit ato, an tousek koz !

— Ro peoc’h, Briek pe e laki droug da vont en dud-ma

Efflam neuze a ieaz da doull an or, hag a lavaraz da Laou :

— Deuit d’an ti eur pennadik, ezom e meuz da lavaret d’eoc’h eur gerik bennag.

Laou neuze a lezaz ar c’horf-maro war ar raden, hag a deuaz d’e di.

— Selaouit, Laou, ha c’houi Kato : Ar eontr ne rank gwennek ebed d’eoc’h ?

— Nan gwennek ebed.

— Pe gwir oc’h bet o taou mad en e andret, me za o vont da rei d’eoc’h mil lur. Gant an arc’hant-ze c’houi a baëo ar medisin hag al louzeier, e sebellfec’h anezhan, hag e rofoc’h d’an aotrou Person ar pez ema ar c’hiz d’ar re baour da rei. Ne vezo ket eun avans d’eoc’h ober mizou ebed ken, na gant peden-sul na gant servichou.

— C’houi ne jomfoc’h ket en interramant.

— Ne garfec’h ket, Kato, e valefemp war-lerc’h eur bern teill egiz da hounez ! Ni bremaik a ielo war hon troad da Gastellinn, ha deuz eno d’ar gear, buana ma c’hellimp, da lavaret d’hon tud ar c’helou mad.



VI. — Eat da Vro-Zaoz


An heol a ioa o kuzat du-ze en dremwell Sant-Nic, ar Mene-Hom lorc’huz, a ziskoueze sklear e griben d’an oabl glaz. Du-ze er c’hostez all d’ar ster vraz, daou botr iaouank, daou vreur, a dosta founnuz ouz Kastellinn, aoun o deuz da veza tapet gant an devalijen, rak ganto ez euz eur ialc’had hag a zo pounner. Na reont seblant ebed deuz kan dudiuz ar mesaerien o tont gant o loened er gear, o spered a zo breman o sonjal e traou grevuz. Unan anezo, Efflam, ar c’hosa a lavar d’o vreur Briek :

Breurik, lez ac’hanon da lavaret d’id ar pez a zo war va c’houstians ; kosoc’h oun eged-oud, ha marteze ive em euz muioc’h a anaoudegez deuz ar vuez eged na peuz…

Daou hent a zo breman digor dirak daoulagad va spered. Diez int o daou da heulia, ha m’oarvad ne ouezi ket da unan ken nebeud ha me pehini da gemer evit kaout an nebeuta danjerou.

An torfet heuzuz en deuz great hor eontr o kuitaat e vaner hag o tont aman da vervel etouez ar lornach, a daol eur goumoulen-zu war hon amzer da zont.

— Gwir a leverez, Efflam.

— Prestik e Lamball, mar teufe d’eomp kaoul gras-fall unan bennag, e vezo taolet d’eomp ouz hor fas an hano a Skrabelaou.

— Re wir eo an dra-ze siouaz, hag ar ruzder a zav d’am penn, pa zonjan e kementse !

— Lodenni a rankimp gant hon tad hag hor mam, an dismegans, an disenor en deuz taolet warnomp hor eontr, hag ar pez a zo gwasoc’h, al loden vrasa eo a jomo ganeomp-ni.

— Ia Efflam, al loden vrasa, al loden hirra a vezo evidomp, rak divezatoc’h, pa vezo deut evidomp ar mare da ober hon tiegez hon unan ah ! neuze e welimp splann dirag an daoulagad, grevusded an torfet-ze. »

— Ia pa welimp eun enebour o tiframma deuz tre hon dinec’h eur plac’hik hon devezo karet, pa welimp an enebour-ze o skeupa en hor fas, hag o taoler d’eomp an hano a Skrabelaou, neuze n’hon devezo nemed lezer hor c’halon da frailla, ha soubla hor penn dindan taol an dismegans.

(Da heuil)