- Aventuriou
an Aotrou Skrabelaou
— Gwelet a ran, Efflam, eo teval ar goabren a zo a-uz d’hor penn, ma chomomp e Breiz. Gwelet a ran an disenor merket war hon tal, gwelet a ran an holl o sellet ouzomp, hag o lavaret gant dispriz : « Nizien Skrabelaou ».
— Sellomp breman eun tammik war an hent all a c’hellomp da heulia, hag hanvomp anezan hent an Aberz. Mar kemeromp an an hent-ze, emaomp o tilezer hon tud er gear, emaomp o lezer da redek feunteuniou a zaëlou. Gwelet a ran va mam baour o lezer bemdez ha bep noz he daëlou da ruilla, hag e c’halon da ranna, keit ma ne welo ket ac’hanomp hon daou en e c’hichen.
— Doaniet eo va spered, va c’halon na c’hell ket beza muioc’h glac’haret, o klevet hevelep gwirioneziou, ô va breur !
— Kriz eo hor c’halonou, pa jomomp eur pennad hebken da zonjal ober eur seurt torfet.
— Ia !… Ha goulskoude Efflam !… Deomp 'ta neuze d’ar gear da ziskouez d’hon holl c’henvroiz hon tal duet gant merk an disenor.
— Biken ! Briek.
— Petra ri ta neuze, breur ?
— Beuzet eo va c’halon gant an anken, n’ouzoun petra da c’hober nag e peleac’h en em daoler evit esaat va spered.
— Red eo d’id goulskoude koulz ha d’in-me, kemer unan euz an daou hent, hent an teac’h pe hent ar gear.
— Hent an teac’h a gemer eul liou du heuzuz, rak ouspenn ma kasimp d’ar bez araok o c’hozni hon tad hag hor mam, e taolimp c’hoaz war o buez eun disenor nevez. Ni, o tec’het douz ti hon tud gant eur bern arc’hant, a roio leac’h da dud hor bro da zonjal o vezimp partiet da ober dispign fall gant ho arc’hant ; ha neuze, war gorre an disenor kenta, e lakimp eun all ken grevuz hag hen.
— Gwelet a ran, Efflam, ez eo gwelloc’h ganez mont d’ar gear da dreina hed da vuez chaden an disenor, eget kwitaat dre an teac’h, hon tad hag hor mam. Goulskoude eur vech tec’het, eur vech erruet du-ze e Londrez, ne vije ket diez d’eomp skriva d’ar gear, ha lavaret d’hon tud e vezimp tec’het deuz Breiz evit harz ouz an dismegans, ouz an disenor da vrouda d’eomp hor c’halonou hed hor buez. Hon tud a gompreno mad kementse, ha gant ma ouezint e vezimp eüruz, ar garantez a zougont evidomp a iennaio a nebeudou. Deuz eur c’hostez all, e Bro-Zaoz koulz hag er Frans, e c’hellimp poursu hor studi, dont da veza medisined eno evel aman.
— Ar pez a leverez a zo eur seblant euz ar wirionez, ha netra ken. Petra c’hello rebech d’eomp hon tad hag hor man, mar tec’homp heb o asant ? Lavaret a c’hellint ne ket ta ez omp daou laer, tec’het da zebri arc’hant o zud en eur vro pell.
Ouspenn-ze, Briek, e Bro-Saoz ni a vezo daou zen estren, hag eno, piou a lavar d’eomp na vezimp ket eun devez bennag laëret marteze gant ar re hon devezo ar muia fizians enno. Te lavar e teskimp eno koulz hag er Frans ar vedisinerez : mez ne ouzomp ket mat iez ar vro, hag e kollimp kalz amzer o teski ar iez da genta, ha goude ar vedisinerez.
— Poueza mad a rez peb tra. Efflam, ha gwelet a ran e peuz c’hoant da dec’het deuz al lestr a lakafe ac’hanomp da dreuzi ar mor. Goulskoude e kav d’in em bije kalz plijadur o treuzi ar mor braz, ha goude, kalz ebat o pourmen dre ar ruiou e Kear-Benn Bro-Zaoz. Deomp da viana, p’e gwir hon euz arc’hant, da ober eun droïk da welet ar Zaoz, ha goudeze e tizroimp d’ar gear, ma n’en em blijomp ket.
— Asanti a ran ganez, Briek, mont da Vro-Zaoz da ober eun droïk, daoust ma ouezan e vezo evidomp eur veach diskiant ha didalvez.
— Allo ta, Efflam ! n’ouzoud ket ez eo Bro-Zaoz bro al listri kaëra zo er bed ! N’ouzoud ket e kavimp eno peb tra evel e Frans, ha gwelloc’h zoken heb douetans.
— Ia ! gwir a leverez, mez hor ialc’had a vezo boulc’het mat, ma chomomp eur miz hebken eno.
— Petra ra-ze d’eomp-ni ! hon tud n’emaint ket o c’hortoz an arc’hant-ze ! Koulz all, ne gredan ket o divije kalz a blijadur o tispign an aour a dalv d’ezo hirio koulz ha d’eomp-ni, an dismegans hag an disenor a hed o buez.
— En taol-ma e leverez ar wirionez, Briek, ha kaozeal a rez evel eun alvokad. Varc’hoaz vintin e kemerimp eur wetur evit hor c’has da Vrest, ha deuz eno emichans e kavimp eul lestr evit hor c’has en eur penn pe benn euz Bro Zaoz. Red eo d’eomp ankouaat eun tammik hon tud er gear, evit kemer eun tam ebat, ha tremen hor iaouankiz evel eo dleet d’hor renk.
— Gant plijadur Efflam, e welan e c’houzout ne c’hell ket beza an den ato e tristidigez ar galon hag ar spered, hag ez eo red d’ezan ive eur vech an amzer, en em rei d’an ebatou d’ar joa, d’al laouenedigez.
Mez setu ni e Kastellinn, d’eomp breman da goania, ha goude e zaimp da gemer eur repoz on euz ezom.
An daou botr iaonank a ieaz da goania en eun hostaleri gaër war rib] kae ar ster vraz, hag araok mont da repoz, e c’houlenchont eur wetur evit o c’has antronoz da Vrest.
Heol miz meurz a daole war an douar e vannou skeduz ha tom dija, hag an daou vreur, seder ha dizoursi, a gemere ebat a hed ar veach o sellet ouz ar c’hoajou o kemer eur gwiskad nevez, eur vantell delliou glaz.
(Da heuil)