Pajenn:Ar Floc'h - Avanturiou an aotrou Skrabelaou - Ar Bobl, 1910.djvu/17

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
16
Romant gazeten “AR BOBL”


Aventuriou
an Aotrou Skrabelaou
GANT
Loeiz AR FLOC’H
————


— Ia, va bugaligou, lezit ac’hanon, rak pa deu d’in ar zonj euz Breiz, va c’halon a vez karget a joa hag a geuz, hag em spered e teu sonjou doanius ha glorius.

Ar pemp iaouank neuze a lezaz he-unan ar glanvourez, hag a deuaz da ober enn dro er jardinn da c’hortoz koan.

Karget a vokedou euz ar re gaëra, a vleuniou c’houez-vad, ar jardinn-ze a zeblante beza eur baradoz. Diwar eun huelen a ioa e traou ar jardinn, an dud iaouank a wele dirako ar mor braz o lintra evel eul lenn arc’hantet dindan bannou an heol o vont da guzat.

Goude koan, e teuchont adarre war an huelen-ze, mez brema an heol a zo eat da repoz e dounder ar mor braz, du-ze e kostez an Amerik. Na glevet mui nemed mouez eur martolod bennag o kana war eul lestr, nemed mouez eul labous-mor bennag o iouc’hal, dre an ear siouleet, e ganaouen diveza araok mont da gluda. An natur e deuz kuzet he gened, mantell an noz a zo kouezet warnhi. Goude beza great eur zellik ouz ar stered o lintra e bolz an Envou, an dud iaouank a deuaz da gousket.

Luskellet gant eun digemer ken kalonek, an daou vreur a ankouaaz buan o zad hag o mam, hag a gouskaz c’houek e doug an noz.

Antronoz, goude beza debret mat o dijuni, ar pemp iaouank a ioa adarre e kichen ar vam, ha James a lavar d’ezhi :

— C’hoant em euz, va mam, da ober eur veach asamez gant va diou c’hoar hag an daou vreur-ma, mar oc’h kontant. Er giz-ze e kavimp diduamant d’hor spered, ha dre ar veach-ze ive ec’h anavezimp gwelloc’h hor bro.

— Da beleac’h o peuz sonj da vont, va bugale ?

Sonj hon euz da welet dreist-oll bro Kerne, deuz eno e zaimp da welet enez Man, an Irland hag ar Skoss. Pa vezo echu ar veach-ze abenn eur miz, a gredan, e teuimp d’ar gear, hor c’halonou refresket e karantez c’hoar Breiz vihan.

— Ia, va bugale, it, ha ra dalvezo ar veach-ze d’eoc’h da zeski karet ar bobl tud-ze a zo o chom a traon Bro-Zaoz, en Irland hag er Skoss. Karomp anezo, va bugale, rak gwad Breiz a ruill en o gwazied ha war o muzellou ema iez ar C’helted. En em ziskouezit hed ar veach evel Bretoned din euz o hano kear.

Daou zevez goude, d’al lun vintin, ar pemp iaouank a azeze en eul lestr euz ar re gaëra. An amzer a ioa a-unan ganto, an oabl digoumoul, an avel tom, hag an heol a skuille e vannou skeduz war al lenn plean evel gweren eur melezour.

A hed ar veach, al laouenedigez a bare war tal ar pemp beachour, hag ar pez a zo ken ker, ar garantez an eil evit egile, diwanet enn nebeudik deiziou diaraog, a greske bemdez evel eur boked lili laket en douar iac’h. Kalonou an daou Vreizad a ioa entanet evit an diou blac’h iaouank, hag ar re-ma a responte d’o c’harantez.



XII. — An dizro da Southampton


Goude beza bet peder zizun o veachi e Breiz-Veur, goude beza gwelet ar c’heariou brasa zo war ribl ar mor er vro gaer-ze, ar veachourien a deuaz skuiz d’ar maner o devoa dilezet eur pennadik araok. Laouen e zachont da vouchat d’ar vam o devoa lezet he-unanik en he zi kaër, ha da gonta d’ezhi o buez e doug ar veach.

— Mez, va mam ! a lavaraz James, ar pez em euz gwelet o tiwan hag o kreski e kalonou va diou c’hoar evit an daou vreur Breizad. Ra jomo ato beo an tan benniget-ze, ra gresko gant an amzer evit euruzded an eil hag egile anezo !

— Al laouenedigez a zo em c’halon, ha va c’hozni a vezo euruz, ma welan, va bugale, ho karantez an eil evit egile o keski bemdez. Va zud, evel em euz dija lavaret d’eoc’h, a ioa euz Breiz Vihan, hag evithi, lod anezo o deuz skuillet o gwad, hag anzao ran ouzoc’h e rafen a galon vad va diou verc’h da zaou Vreizad a enor. Ia, rei a rafen an diou galonik dinam ze da garet da zaou Vreizad direbech.

— Va mam ! a lavaraz an dimezell Fanny, ar gosa :

— Doue a zigas beteg ennomp daou eal mad, daou Vreizad a galon, daou vreur direbech euz eul lignez huel. Va c’hoar ha me, pa welchomp anezo evit ar wech kenta, a zantaz hor c’halonou o krena gant ar joa, hag hor gwad o vervi gant an euruzded.

Eun taol a skoaz en hor c’halon, n’ouzomp ket pe seurt taol, mes eun taol dous, taol ar garantez o c’henel evit ar wech kenta en hor c’hreiz. Abaoue, e seblant d’eomp klevet bemdez mouez ar garantez ze o lavaret d’eomp karet ha karet bemdez muioc’h hon daou vreur euz a Vreiz-vihan.

— Va merc’hik ! ar pez a leverez d’in a zo kaër, hag an daëlou a joa em daoulagad e lavaran d’id ez eo euruz va c’hozni o sonjal er garantez a ren etre-z-oc’h !…

Evit diskouez d’eoc’h ez oun karget a vennoziou leal en o kenver, va bugale, e pedan ac’hanoc’h da rei an dourn an eil d’egile, ha neuze, an dourn en dourn, ar galon oc’h ar galon, lavaromp oll en eur vouez :

— Bevet hor c’harantez en hano an diou Vreiz, en hano an diou c’hoar !

Goude al lid kaër-ze, lid eur garantez gwirion, ar pemp iaouank, al levenez war o zal, a ieaz da goania ha da gousket, leun a esperanz evit an amzer da zont.

(Da heuil)