- Aventuriou
an Aotrou Skrabelaou
D’ar zul vintin, ar botred a jomaz en o gwele beteg dek heur, n’o devoa netra da ober, gwennek ebed ken da zispign en aner ha poent e oa d’ezho sonjal en eul lestr evit o c’has d’ar gear.
— Ah ! Efflam va breurik kez, va c’halon a zo doaniet, hag em spered e welan spesou skrijuz o nijal, ar morc’hed a zo o krignat va c’houstians. Gwelet a ran o tostaat an deiz, an heur ma rankimp mont d’ar gear, mont dirag hon tud, evit renta d’ezo kont deuz hor c’hundu, abaoue m’hon euz bet ar gwaleur d’o c’huitaat. En em welet a ran du-ze war ruiou Roazon, o treina an disenor hag an dismegans ouz va heul.
— Ia, Briek, gwir a leverez, hor c’hundu a zo bet fall tre. Dispignet on euz e follenteziou, arc’hant hon zud, hag an dizenor a zo ato en he zao, plomoc’h eget biskoaz, rak dre hor c’hundu fall, hon euz laket anezhan da greski. Na welan mui o para evidomp nemed eur stereden a esperans, ha ma na c’hellomp ket delc’her hounnez da bara warnomp, eo koulz d’eomp beza maro.
— Komz mat a rez, Efflam, ha rezon e peuz da lavaret eo kollet peb tra evidomp, ma ne c’hellomp ket beza eun deiz unanet gant hon diou brinsez. Mez ar pez a zo ar muia o tieza va spered, eo pa zonjan e teui bremaik marteze gant al lestr a deu euz a Zant-Malo, hon diou vestrez muia karet. Pe seurt digemer a raimp-ni d’ezho, an diou blac’hik kez ? Pa welimp anezho laouenik o tostaat ouzomp, o tiskouez d’eomp ho c’harantez hag ho c’halon birvidik !
— Ah Briek ! neuze n’hon devezo da ober nemed lezer hor c’halon da frailla, ha koueza ebarz ho zreid, evit goulen pardon digantho.
An daou iaouank a ioa oc’h ober ar c’hontchou-ze pa deuaz ar mevel da zigas eul lizer d’ezho d’o c’hambr.
— Eul lizer digant Herveline, eme Efflam, anaout a ran e skritur !
N’en devoa ket peur achuet da lenn al lizer, ha pa welaz o trete e vestrezik muia-karet anezan a Skrabelaou ; e kouezaz a stok e gorf war ar gambr.
— Breurik, breurik ! n’eo ket maro peb esperanz evidomp, rakse kemeromp c’hoaz nerz-kalon, e kreiz ar baourentez, pellaomp deuz hor spered ar zonjou skrijuza zo o var bouelli ac’hanomp, ha deomp da gemer an ear.
— Ah ! Briek. Gwell e ve ganen kemer eur goutell, evit echui eur vuez ken karget a c’hlac’har.
— Pella, pella, Efflam ! ar zonj ze deuz da spered ankeniet, ha sonj en deiz kaër ze ma oamp ken mat digemeret gant hon mignon James. Sonj en e ziou c’hoarik, ken koantik, ken laouenik o c’hoarzin ouzomp ken kalonek. O nan, Efflam, birviken na ielo deuz va spered an daolen gaër-ze e pehini e weliz an diou rozen gaëra zo er bed, an diou blac’h skedusa zo war an douar, o c’hoarzin ouzomp, hag o lakat en hor c’halon eleac’h an dismegans, eur bannik esperans…
Red eo d’eomp beza treac’h da gement darvoud skrijuz a c’hell erruout ganeomp en hor buez. Evel ar vagik treinet gant ar mor kounnaret, a stourm ouz an avel dirollet, ni ive, arabad eo d’eomp en em lezer da vont da goll, mez red eo d’eomp stourm ha stourm ato ouz ar gwaleuriou a ren en hor buez.
Al lestr a gwittaaz da zeiz heur deuz ar mintin kaë Zant-Malo, ha poulzet gant eun avel adreny e oa da beder heur e Londrez. Kalz beachourien deuz ar Franz ha darn deuz Bro-Zaoz a gwittaaz al lestr kerkent ma oe staget.
An aotrou hag an itron Kerscabel a gemeraz eur wetur, hag a lavaraz o c’has d’an n°3 Church Street. Pa oent erruet, e c’houlenchont komz raktal gant mestr an hotell. Eur mevel a bedaz an daou goz da vont asamez gantan, hag eur munut goude, e oant o daou azezet en eur zal a gostez. Mestr an hotel a deuaz, a zaludaz e zaou hostiz nevez. Neuze an ijiner koz a gomzaz :
— Daoust n’o peuz ket en ho ti, daou botr iaouank, daou C’hall ?
— Eo, eo, aotrou ! Ama emaint eiz pe dek devez a zo, hag unan anezo a vez great an aotrou Efflam anezan, hag egile an aotrou Briek.
— Setu just awalc’h ar re a glaskemp, rak bugale int d’eomp, ha kontant e vijemp da gaozeal ganto.
Ar mestr neuze a c’halvaz eur mevel, hag a lavaraz d’ezan mont da c’helver an daou aotrou iaouank. Pa oe erruet an daou vreur er gambr eleac’h oa o zad hag o mam, oa bet tostik d’ezo beza semplet, nompaz gant ar joa, mez kentoc'h gant an enkrez.
— Petra rit aman ho taou ? a lavaraz an tad, ha perag e rit d’eomp kement a boan ?
— Va zad ! va mam ! Ho taou vugel a zo war bennou o daoulinn o c’houlen pardon diganeoc’h !… En hano Doue, pardonit anezo, n’euz forz pegen braz eo o fazi. Digorit d’eomp ho kalon ledan ha frank, ha dre hor buez da zont, ni a ouezo dichaoui ac’hanoc’h deuz ar gouli hon euz great er c’halonou ar gwella an tenerra zo er bed… Oh ! en hano Doue, mam, na ouelet ket, rak ar gwel euz ho taëlou, a freuz hor c’halonou, a zo goest da rei d’eomp taol ar maro.
— Ne fell ket d’in chom ama pelloc’h er stad-ma, ha ma pardonomp aman d’eoc’h ho fazi, birviken na vefoc’h goest da barea ar gouli oc’h euz great e kalonou ho tad hag ho mam, daou vab dinatur. Dija dre dorfet ho eontr, an disenor hag an dismegans a bare uz d’hor penn, ha breman dre an torfet nevez ma, or bezo mez o vale etouez an dud honest.
(Da heuil.)