Pajenn:Ar Floc'h - Avanturiou an aotrou Skrabelaou - Ar Bobl, 1910.djvu/22

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
21
Romant gazeten “AR BOBL”


Aventuriou
an Aotrou Skrabelaou
GANT
Loeiz AR FLOC’H
————


Prestik, ar respont d’al lizer-ma a en em gavaz e Raozon.

Aotrou hag itron Robel,

Va mab James en deuz anavezet e Pariz ho taou vab o studia ar vedisinerez, hag en deuz pedet anezo da zont d’hor gwelet. Deut int ha trugarekaat a ran anezo evit ar merk-ze a fizians hag a garantez a ziskouezont d’am famill. Diou verc’h em euz, hag a greiz va c’halon e karjen gwelet anezo eun deiz unanet gant ho taou vab. Ne lavaran ket d’eoc’h ho peuz kement a zanvez evel em euz, mes an danvez n’eo netra, ar garantez eo a ra al levenez, an eurusded war an douar.

Rakse ta nompaz eo d’eoc’h kemer difizianz ne deufe va diou verc’h da zilezel ho taou vab, abalamour d’ar c’hem a zo etre hon danvez. Va zad a ioa eur Breizad euz a Zant-Briek, eun den kalonek mar doa unan, hag en envor euz va zad muia karet, e karfen roi kalonou va bugale da garet da zaou Vreizad evel Efflam ha Briek.

Me ne c’hellan ket mont deuz va c’hambr, rak allaz ! ar c’hlenved a zo o taga ac’hanon noz ha deiz, sonjet em euz e vije easoc’h d’eoc’h c’houi dont d’am gwelet eget d’in-me mont beteg du ze. Rakse ta, aotrou hag itron Robel, e pedan ac’hanoc’h da zont d’hor gwelet evit ma c’hellimp komz easoc’h a ze deuz an amzer da zont.

Va gwella mennoziou d’eoc’h ho taou ha d’ho taou vab.

Itron Jakson, e Southampton.



XVI. — Trubuliou eur marc’hadour legumach e Southampton.


Ar famill Robel a ieaz prestik goude da ober eun dro da Southampton, eun digemer euz ar re galoneka a ioa great d’ar Vretoned, hag ar bromesa a ioa bet renevezet etre an diou famill. An daou vreur Robel, kerkent ma vije achuet o amzer soudard, a dlie kemer da briejou an diou brinsez Jakson.

Epad o amzer er c’hazern, e tiskouezent an eil d’egile o c’harantez dre lizerou. Raktal ma oa achuet gant an daou iaouank o amzer soudard, ar famill Robel a ieaz adarre da Southampton da welet ar famill Jakson. Er wech-ma e tremenchont pemzek de e Bro-Zaoz, hag ar pevar iaouank a en en garie muioc’h mui dre ma c’hen em anivezent gwelloc’h.

An diou zimezell Jakson hag o breur James, a deuaz ive da dremen pemzek de da Raozon.

A dra-zur ne gavchont ket e ti Efflam ha Briek an traou kaër e oan kustum da welet en o maner, mes gwelloc’h eget an dra ze a gavchont, tud kalonek a zigemeraz anezho. Ha goude ar pemzek de dremenet, e teuchont laouen d’ar gear da gonta d’ho mam ho euruzded epad ho beach e Breiz.

Goulskoude, eur miz bennag goude, eur Breizad gantan eur zam legumach war e skoaz a deuaz da vaner an itron Jakson war bord an aot, da ginnig ougnoun. An aotrou James hag e ziou c’hoar a ioa er jardinn dirag ar maner, o sellet ouz ar fleuriou. Pa welchont ar marc’hadour, ec’h en om lakechont da gaozeal gantan.

Ar Roskoad a responte anezo en o langach rak abaoue e iaouankiz e taremprede bep bloaz Bro-Zaoz evit e gonverz.

— Kontant o vijes da zont da leina ganeomp, Breizad, a lavaraz James ? Ni zo bet ive n’euz ket pell c’hoaz o pourmen e Breiz, e Roazon hag e Zant-Briek, ha kalz e karomp ar vro-ze. Karet a rajemp klevet ac’hanoc’h o komz d’eomp diouthi, ha bremaik ouz taol, ni hon devezo amzer da gomz deuz meur a dra.

— Trugarekaat a ran ac’hanoc’h, va zud vad, nes n’em euz ket kalz a amzer da chom ganeoc’h, rak red eo d’in gwerza va ougnoun abenn an noz.

— Pegement a c’houlennit deuz ho samm ougnoun, Breizad ?

— Ugent lur, aotrou.

— Digasit anezhan d’ar geginn, setu ugent lur.

— Breman avad em euz amzer da chom ganeoc’h, a goude ma ve beteg kuz heol. Kur c’hart heur goude, Fanch ar Roskoad, a ioa azezet ouz taol e maner an itron Jakson, laouen, gwerzet gantan e varc’hadourez.

— Na vezit gwech ebed o werza ougnoun wardro Roazon ha Sant Briek, a c’houlennaz James ?

— Bet oun gwechall, mes breman va daou vab eo a ra an dro wardro eno.

— Roazon a zo eur gear vrao ne ket ta, eur gear hag a zo ennhi kalz tud vad.

— Bet oun meur a wech er gear-ze, anaout a ran zoken meur a hini eno, hag eur garten em euz zoken digant ar belek protestant a ioa eno d’ar c’houlz-ze. Hag an aotrou-ze a ioa deuz ar gear-ma, m’am euz sonj mat, hanvet eo an aotrou Erward. » Ar Breizad a ziskouezaz neuze e garten d’an aotrou James. An den mad-ze a lavaraz d’in diskouez ar garten-ma en tiez pinvidik wardro aman, hag e werzchen gwelloc’h va legumach.

— Anaout mat a reomp an aotrou Erward, mes na ouiemp ket e peleac’h e oa, ha dek vloaz bennag zo n’hon euz ket bet euz e gelou. M’am bije gouezet e oa e Raozon, a dza zur ne vijen ket bet manket da vont d’er gwelet, rak va zud hag hen a ioa mignoned braz.

— Sonj em euz c’hoaz deuz an darvoud a ioa digouezet ganen e Raozon, brema z’euz eiz vla po wardro, eun darvoud hag a goustaz d’in hanter-kant lur. Mar o peuz c’hoant c’hoarzin, ha p’e gwir emaomp o konta deuz Raozon, mar kirit e kontin d’eoc’h an dro vrao a ioa c’hoariet d’in er gear-ze gant eun aotrou pinvidik.

(Da heuil)