Pajenn:Ar Floc'h - Avanturiou an aotrou Skrabelaou - Ar Bobl, 1910.djvu/4

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
4
Romant gazeten “AR BOBL”


Aventuriou
an Aotrou Skrabelaou
GANT
Loeiz AR FLOC’H
————


— Ia ! en ti aze, eme ar bouteger, e toull e zor. Kerkent ma klevaz Lommik mouez an aotronez, e lakeaz e voutou en e zaouarn hag e klaskaz buanna ma c’hellaz hent ti e dad.

An archerien a redaz war e lerc’h, hag a dapaz anezan dindan ar gwele er gear. Neuze e tigaschont anezan da di Skrabelaou hag eno, dirak e vestr :

— E peleac’h e oaz deac’h d’ar mare-ma ?

— O keneuta e koat Gabi Freillou, ha c’hoaz e oa bet tost d’in beza bet lazet gantan gant an taoliou boutou a roe d’in.

— Piou en doa lavaret d’id mont di da geneuta ?

— Dioual brema potr ! eme Skrabelaou.

— Deac’h vintin em boa torret eur pod da lakat leaz, ha va mestr a lavaraz d’in mont ekuit pa garjen, ne roje ket ken a voued d’in. Neuze, eleac’h mont d’ar gear da dapa eur roustad bac’hadou digant va zad, e kaviz gwelloc’h mont da glask eur beac’h keneut em bije gwerzet da Fantik ar c’hantelor, pe em bije bet va lein ha va c’hoan diganthi evitan.

— Ne oaz ket ken gant da vestr aman ?

— Nan, em euz lavaret d’eoc’h.

Ma ! neuze c’houi a zo o fri er meaz euz ar wask, aotrou, mes te avad, Lommik n’ouzomp ket c’hoaz petra n’em gavo ganez, hervez ar c’helou a roio d’eomp an aotrou mear bremnaïk diouz-id, e vezi tapet en toull pe lezet libr da vale.

D’ar c’homzou-ze, an daou archer a ieaz er meaz euz an ti, hag a ieaz da di an aotrou mear da c’houlen kelou deuz an aotrou koz hag e vevel bihan.

Antronoz a oa lavaret da Lommik e oa e affer er zac’h, abalamour d’ar c’heleier mad a ioa diwar e benn, ha diwar benn e dud.

An aotrou Skrabelaou neuze a ieaz eun affer grevus diwar e goustians, rak aoun en devoa na vije deut an archerien da c’houlen re a draou digantan, ha garekaat a ree Laou-gam da veza hent hentchet ken mad.

Goulskoude, an aotrou Skrabelaou na wellee tam, chom a ree bepred war e vern plouz, ha semplaat bemdez a ree. Eun devez, Kato a deuaz da welet anezan, hag a lavaraz d’ezan oa pell a oa poent klask ar medisin.

— Ar medisin, Kato ! Ha petra rai d’in-me nemed laërez va arc’hant, ha va laza araok ar poënt. Nan, nan, Kato, ar boan zo deut, ha pa garo e zai kuit, mez ne ket eur medisin a gaso anezan.

Abenn eur miz goude, Skrabelaou a wasaaz, ha neuze ec’h asantaz e teufe davetan Job ar Pikouz, eun den brudet dre ar vro dre wiziegez e kever an dud klanv. Pa oa deut, Job a zellaz ouz daoulagad ar c’hlanvour, ouz e deod, a lakeaz e viz meut war gwazied o vreac’h.

— Ne ket aze em beuz poan, tam lio ma z’oud ! p’e gwir em divesker eo ez oun dalc’het.

— Ia ! o tivesker a zo koenvet, ha teo int evel ribotou.

— Ma ne vijent ket bet, ne pije ket bet ezom da zont aman !

— Sempl oc’h, ne zebrit tam koulz lavaret.

— Hein ! eun dra bannag a ouzout evit doare !

— Setu aman petra o pezo da ober bemdez : bremaïk e vezo kerc’het deuz ti an apotiker eur voutaillad gwin da rei nerz, deuz an hini a zek lur al litr. Eur voutaillad ezans tourmantin evit frotta o tivesker teir gwech bemdez, a deui ive. Pa vezo eat ar re-ze, e kerc’hfoc’h re all. Bemdez e roan ali d’eoc’h da eva pevar vi kriz, eun tam brao a bivtek ha leaz a evfoc’h kement a ma kerfoc’h. Abenn eiz dez, me deui adarre da welet ac’hanoc’h.

Pa oa eat Job kuit, Skrabelaou a lavaraz :

— Setu aze eun abaden d’in-me avad, Laou, hervez ar Pikouzet daonet-ze ! Da beleac’h e zin-me da glask viou ha leaz, p’e gwir n’em beuz na bioc’h na iar ?

— Gant da arc’hant e kavi viou ha leaz kement ha ma kari.

— Gwin a zek lur al litr, Laou ! klevet e peuz komz deuz ar gwin-ze eur wech bennag ? Ha biftek, mar plich, a zo lavaret d’in da zebri ive !

— Ia, ha neuze ez euz lavaret d’id frotta da zivesker teir gwech bemdez gant ezans tourmantin.

— Tourmant awalc’h em beuz er giz-ma, a gav d’in n’eo ket red d’in er c’hreski. Bah ! bah sell ! ro peoc’h d’in gant eur pikouz egiz hennez ! An dra-ze zo mad d’an dud o deuz re a arc’hant, a c’hell eva gwin a zek lur ar voutaillad, ha biftek, po defe c’hoant, mez nompaz d’in-me ha d’am seurt. Nan, nan, ne fell ket d’id ober eun dra deuz ar pez en deuz lavaret, rak gouzout a ran ne oufe ket e peleac’h em boa poan, p’e gwir e selle em daoulagad, oc’h va zeod, oc’h va breac’h, hag em divesker eo em boa poan ! Ar vedisined, Laou, a zo diotoc’h an eil eged egile anezo, ober a reont a bep seurt ardou, evit tapa arc’hant an dud sot.

— Mad ! Armel gez, na ran ket a forz petra ri, mez evit ar pez a zo sur eo, Job ar Pikouz en deuz pareet meur a hini dre ar vro, brud vad en deuz.

— Ro peoc’h d’in, Laou, ma kouskin.

— Sell ! a brepoz ! mar kerez, Armel, e vezo great kaeroc’h : mar kerez me ielo da lavaret d’an aotrou mear dont da welet ac’hanoud, hag hen a roio eun tam billet d’id evit kaout louzeier evid netra, ha medisin zoken ar marc’had.

— Ali m’em befe gwin koz da eva, biftek, viou ha leaz da lonka evid netra, e kemerfen awalc’h.

(Da heuil)