Pajenn:Ar Floc'h - Avanturiou an aotrou Skrabelaou - Ar Bobl, 1910.djvu/8

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
8
Romant gazeten “AR BOBL”


Aventuriou
an Aotrou Skrabelaou
GANT
Loeiz AR FLOC’H
————


Pa oe lennet al lizer-ze, an aotrou mear a en en dennaz d’ar gear, en eur lezer dindan Laou gam ha Kato an aotrou Skrabelaou.

Iudal a ree hon aotrou noz ha deiz en e wele, dreist-oll abaoue m’en doa klevet lavaret e teufe e niz da weilla warnan. Hennez, an niz-ze a ioa e ziaoul, rak seblantout a ree d’ezan en dije diframmet digantan e oll vadou evit o c’has da di e vam.

Goulskoude d’ar meurz vintin, eun aotrouik naontek vla, gwisket brao, a en em gavaz en ti soul. Mont a reaz war eün beteg gwele e eontr, e zourn astennet gantan, e zrem laouenik. Pa welaz an dra-ze, ar eontr a leskaz eur iouc’haden spontuz, hag a en em lakeaz da bigosat war e wele gwasoc’h eget biskoaz. Pa welaz doare e eontr, an tan en e zaoulagad, e varo hir roestlet, Efflam spouromet a gemeraz an teac’h hag a deuaz da di ar bouteger.

Laou ha Kato a dostaaz neuze ouz guele ar c’hlanvour, a c’houlennaz outan perak ne felle ket d’ezhan reseo e niz.

— Ne fell ket d’in a briz ebed gwelet al liou diantan, rak hen eo va brasa enebour, hen eo va laëro, mar teu d’in serri eul lagad.

— Nan, nan, va eontr, gortoz a rin ma vezint serret o daou. Va mam e deuz va digaset.

— Kerz, kerz da di da vam, den milliget, a lavaraz Skrabelaou savel en e gouaze.

— Da ober vad d’eoc’h oun dent, va eontr !

— D’am laza ! d’am laërez !…

D’ar c’homzou-ze, ar contr a gouezaz war e benn wele plouz, an dizesper en e spered, ha diaoul an avarisded en o galon, dounoc’h eget biskoaz.

Efflam neuze a lavaraz da Laou :

— Karout a rafen gwelet ar medisin o tont aman, evit gouzout just penaoz ema ar bed gant va eontr, ha va mam en deuz lavaret d’in skriva d’ezhi kenta ma c’hellfen, evit dinec’hi he spered.

Kato neuze a ieaz raktal da lavaret d’e mab mont war eün da Gastellin daved ar medisin.

Wardro peder heur deuz an abardaëz, ec’h en em gavaz en ti. Skrabelaou pa welaz an aotrou-ze, a gemeraz drem eun den penfollet : iouc’hal a ree gwasoc’h eget ma vijet o vont d’her laza, on om zifretta ree, lampa ree war e wele, gwasoc’h eget eun den o vont ouz ar groug.

Goulskoude Laou gam hag ar medisin a deuaz a-benn da liamma anezan start en e wele, ha neuze pa ne c’helle mui finval na breac’h na gar, ar medisin a c’hellaz gwelet penaoz e oa kont gantan.

— Ne gredan ket, a lavaraz ar medisin, e iafe gwall bell ken, rak re sempl eo, n’euz nemed e gounnar o rei nerz d’ezan ken. Ahent all, he ziwesker hag e gof a zo koenvet mantruz, ha pa zavo ar c’hoenv-ze beteg harz deuz e galon da vont en dro, e vezo mouget raktal. Deuz eur c’hostez all, e spered a zo diez, hag a vezo ato enkrezet abalamour d’e denzor. An dra-ze mar teufe da veza re vraz, a c’helfe elumi en e benn eun derzien vraz, terzien boueden ar penn. Mar krogfe ar c’hlenved-ze ennan, e c’hell beza sammet a vianoc’h eget eun heur. N’oun ket eta evit rei fizians ebed d’eoc’h, na lavaret d’eoc’h d’ar just pe da vare e varvo, mez gouzout a ran ne ielo ket a-bell ken.

Kasit unan bennag daved odevi camphret ha frottit d’ezan bemdez e zivesker gant al louzou-ze, ha roit d’ezan da eva gwin Kola-Koka. Mez arabad eo d’eoc’h gortoz deuz al louzeier-ze ober burzudou, rak o eontr a zo kollet.

Per, mab Laou gam a ieaz adarre daved eur voulaillad gwin Kola-koka, hag eul litrad odevi camphret hag e oa dek heur noz pa oe en em gavet er gear.

Antronoz, mintin mat, Laou a deuaz da lavaret da Skrabelaou e oa deut gant e niz eur voutaillad gwin mad, gwin dous da eva, hag a rafe kalz vad d’ezan.

— Ne evin banne ebed, rak aoun em euz na vije laket ampoëzon ebarz.

— Mar kerez me a evo da genta, ha goude e c’helli beza dinec’h oc’h ober ive.

— Nan, nan ! ne fell ket d’in a briz ebed eva, rak e c’hellfen beza ampoezonet. Ev ar gwin-ze mar kerez, rak evidon-me n’em euz ezom ebed anezan. Da beleac’h eo eat al lakez, va niz ?

— Du-ma ema, ha bremaik pa lavarin d’ezan ne pezo ket evet a win, e vezo droug ennan.

— Lavar d’ezan mont d’ar gear, rak me n’em euz ezom ebed anezan aman da veilla warnoun.

— Da niz na ielo ket d’ar gear, ken a vezi pare, rakse ta hast buan lonka traou mad, p’e gwir da niz eo a baë, hag abalamour d’id da barea buanoc’h.

— N’em euz na naoun na sec’hed, mez va spered zo enkrezet, ha va fenn a zo tom, ken tom, ken a zeblant d’in eo prest da faouta gant an tanedigez a zo ennan.

Laou gam neuze a lezaz Skrabelaou e-unan, hag a deuaz d’e di da lavaret da Efflam ne felle ket d’e eontr na debri nag eva gant noun da veza ampoëzonet.

— Lezomp anezhan da ober evel a garo, hag ar c’henta eo ar gwella ma vezo kaset diwar ar bern teill-ze da zouar ar vered. Ouspenn, gouzout a rit koulz ha me, n’euz dizro ebed evitan, hervez lavar ar medisin ! Da betra neuze kemer poan en aner gant eun den hag a vezo eul laouenedigez pa vezo maro.

(Da heuil)