Pajenn:Ar Floc'h - Deuz ar garantez d'ar maro - Ar Bobl, 1909.djvu/10

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Romant gazeten AR BOBL 10

Deuz ar Garantez

d’ar Maro
GANT
Loeiz AR FLOC’H
————


« Selaouit itron, Parizianez dinatur, a lavaraz ar mevel braz, ni ama oll metezien ganeoc’h, sentet hon deuz ato ouzoc’h, ha rentet hon deuz d’eoc’h ar zervichou a c’houlennec’h ouzomp, mes hor bleo a zav en despet d’eomp war hor penn, pa glevomp komz deuz eun torfed ken heuzuz da ober.

Ni zo Breiziz, gwad Breiz a ruill en hor gwazied, eur gwad nerzuz na oar ket petra eo beza lach.

Nan, nan, hon daouarn ni na lakaint ket da ruiza daouarn Breiz gant gwad gwerc’h eur plac’hik pevarzek vloa. »

« N’eo ket brao d’eoc’h, a lavaraz ar plac’h, sevel o taouarn a uz d’ar verc’hezik-ze, rak araok m’he devezo skuillet ar veraden genta deuz he gwad, ni oll hon devezo skuillet ar banne diveza.

Rak-ze ta pellait ho spered deuz ar zonj heuzuz-ze ha lakit en ho kalon santimanchou a feiz hag a religion.

— « Ma ne fell ket d’eoc’h he laza, me bremaik gant va c’hleze, a lakaio he gwad da ruilla war an dillad gwele. »

D’ar c’homzou-ze, an itron, an tan en he daoulagad, ar gounnar en he c’halon, a dec’haz evel eul luc’heden deuz ar zâl vraz, ha ganthi en he dourn eur c’hleze, e kemeraz an hent evit mont da gambr Gwennola.

An daou vevel a zaillaz warnhi evel ar bleiz war an danvad, hag ar plac’h vihan a ieaz d’ar c’hraou da gerc’hat diou fûn evit e liammou.

Tennet e oa diganthi ar c’hleze ha lezet e oa bet da iudal epad an deiz evel eun aneval gouez.

Pa oa staget an itron, Mac’harit, ar plac’h koz a deuaz da gonta da Wennola ar pez e felle d’he lezvam ober d’ezhi.

Ar plac’hik neuze, an daëlou en he daoulagad a bedaz adarre an aotrou Doue.

— « Va Doue, va Doue, kemerit va ene, va gwad, ma z’eo red kement-ze evit savetei va zad.

Ma c’houlennit diganen va buez, ez oun prest d’he rei d’eoc’h, marteze n’euz nemed maro e verc’h hag a c’hellfe dizroi va zad war hent ar zilvidigez.

Goude beza chomet eur pennadik da bedi ha da zonjal, Gwennola a lakeaz he dournik gwen e dourn Marc’harit, hag e lavaraz d’ezhi :

« Grit hervez ma c’hourc’hemen d’eoc’h ho mestrez, Doue a zo ganen.

Hen a ouezo va difen mes ma fell d’ezhan e varvfen evid savetei va zad, a galon vad e roin va buez evithan. »

— « Doue, va merc’hik a lavaraz Mac’harit, n’eo ket oblijet da ober eur mirakl en oc’h andret ken aliez gwec’h a mo pezo c’hoant e rafe, ha dre-ze e lavaran d’eoc’h e vije gwelloc’h d’eoc’h tec’het deuz ar maner, ekeit ha ma vezo ho tad er meaz anezhan, rak eun deiz pe zeiz ho lezvam a deui a benn diouzoc’h. »

— « N’euz forz, Mac’harit, sentit outhi, marteze Doue a fell d’ezhan kaout va gwad pur evit gwalc’hi ene va zad, evit hen tenerraat. Marteze ive dre va maro e tennin ene va mam deuz poaniou ar purkator. »

War ar c’homzou-ze ar mevel braz a en em gavaz e kambr Gwennola.

« Biskoaz em buez n’em oa gwelet kement a gounnar e maouez abed evel en hounnez ar judazez-ze, a roe d’eoc’h en nozvez all eur pok karget a gasoni eleac’h a garantez.

A veac’h eo tec’het ho tad deuz ar maner, ma z’eo dija prest he c’hleze evit roi d’eoc’h taol ar maro. »

— « Ia Per, gwir a livirit ha trugarekaat a ran ac’hanoc’h da veza ken koulz va diouallet, mes evelato, varc’hoaz vintin c’houi a zistago anezhi, hag a raio ar pez a lavaro d’eoc’h.

Mar fell da Zoue e varvefen, ez eo gwelloc’h ganen reseo taol ar maro digant tud kalonek va bro Breiz, eget digant tud digalon deuz Pariz.

Ma varvan dre o taouarn, da viana o kalonou deoc’h c’houi, Bretoned, a vezo enkrezet, hag o taoulagad a skuillo daëlou var va c’horfik dismantret.

Er c’hontrol, mar marvan dre zourn ar Barizianez dinatur-ze, va mam goulskoude, paz eur veraden daëlou na vezo skuillet warnoun, hag he c’halon a vezo laouen, pa welo ar c’hezek spontet o treina el leur va izili karget a wad. »

— « Ah ! Gwennola ! Gwennola ! petra a zonjit ?… Sonjal a rit hu e vezimp-ni gouest, ni Bretoned, da staga ho tivrec’h hag o tiweskerigou deuz funiou, evit beza treinet gant ar c’hezek ?

Nan, nan, biken ! eur rebech e vije evidomp, ar rest euz hor buez, mar teufemp da asanti da ioulou fall ho lezvam.

Nan, nan, ar maro dre hon daouarn-ni n’o pezo ket, hag ho mam digalon na ruzio ket kennebeud e daouarn hudur gant gwad gwerc’h, kentoc’h o kasimp anezhi da rouantelez Satan da welet [he] breur Judaz.»

— « Gwelet a ran, Per, oc’h euz kalon vad, gwelet a ran ez oc’h eur Breizad dispont, prest da rei ho puez evit eur mignon.

Ma ! me ive em euz eur mignon dreist an oll mignoned, hag hennez eo va zad. E galon, evel a ouzoc’h, a zo pell deuz Doue, hag e ene a zo pell zo ekreiz bouillen ar pec’hed.

Me a zo digaset ama gant Doue evit esa hen lakaat war hent ar relijion a heuillaz e dad koz. Ober a rin va c’hefridi, goude ma rankfen gouzanv ar maro. »

— « Ah Gwennola ! ho komzou a zo kaër meurbed, mes diaez da glevet evidomp-ni o metejen, rak c’hoant oc’h euz da c’houzanv ar maro mar plij gant Doue. »


(Da heuil)