Pajenn:Ar Floc'h - Deuz ar garantez d'ar maro - Ar Bobl, 1909.djvu/13

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Romant gazeten AR BOBL 13

Deuz ar Garantez

d’ar Maro
GANT
Loeiz AR FLOC’H
————


— « Goulen an dra-ze ouz da vevelien, rak me na ven morse wardro ar c’hezek. »

— « Perag eo devet ar eorn keuneut a oa du-hont e traon ar Jardin ? »

— « Ar bern keuneut a zo devet eiz devez a vezo varc’hoaz, an tan a zo bet laket ennhan, den na oar gant piou. »

— Den na oar gant piou, ha da betra neuze e talv an dek ki a vez distag en noz er maner ? »

— « Ro peoc’h, Herry, rak ne ouzon netra deuz ar pez a c’houlennez ouzin, va spered en deveziou-ma n’ema ket mad, ha va c’halon a zo glac’haret, evel ma tlее beza da hini. »

— « A dra-zur ez eo glac’haret va c’halon, hag ar rest deuz va buez a vezo evidon eur chaden a c’hlac’har, mes evelkent ez eo red d’in gouzout petra dremen ebarz em maner.

Deuz eta ganen d’ar marchosi, hag e c’houlenni ouz ar mevel-braz petra en deuz graet gant ar pevar loen, »

— Ah Herry ! lez ac’hanon, rak va spered er moment-ma n’ema ket о sonjal em c’hezek… D’an deiz ma oa interret Gwennola, Doue d’he fardono !

Ar mevel bihan a deuaz da lavaret d’in d’am c’hambr e ranke beza bet eun den bennag en noz oc’h ampoëzoni ar c’hezek, rak о fevar e oant maro.

En deiz-ze nag abaoue, na zebriz tam-boued, nа gouskiz ket eur veraden, ken glac’haret oun da veza kollet eur verc’hik ken karantezuz evel Gwennola. »

D’ar c’homzou-ze an aotrou a gouezaz d’an douar a stok e gorf, e galon rannet.

Goude eun hanter heur e savaz, hag e kerzaz, hag о teuaz d’ar marchosi da rebech d’ar mevel-braz en devoa lezet ampoëzoni ar c’hezek.

— « Aotrou, ho kezek n’int ket marvet dre ar poëzon. »

— It, Per, da c’hervel Laouik, hen a zo bet о lavaret-ze d’an itron.

Laouik a deuaz :

— « Ne ket ta Laouik, ar c’hezek a zo bet ampoëzonnet, rak te a zo bet o kas ar c’helou-ze d’an itron. »

— « Me, aotrou, va mestr, n’em oa ket ezom da gas eur c’helou er giz-ze d’an itron, rak hi koulz a ni hon daou, a oar penaoz eo marvet ar c’hezek, hi a oar koulz a ni pe­naoz eo devet ar bern keuneut, mes difennet e deuz ouzomp lavaret d’eoc’h, ha goulskoude e livirimp, aotrou, ar Vretoned na lezomp ket pell war ho c’houstianz traou re bounner. »

— « Deuit ganen ho taou da gambr an itron, galvit an diou vatez, hag eno ec’h anzavfoc’h ar wirionez, rak red eo d’in gou­zout petra eo deut va c’hezek da veza.

An daou vevel a bignaz asamez gant an diou vatez hag an aotrou da gambr an itron, hag eno ec’h en em entenchont.


XIII. — Ar Vinjans


— « Selaou, Heloïse : va fevar loan a oa er marchosi pa oan eat ac’hann, e peleac’h emaint brema ? »

— « Marvet int ampoëzonet, ha laket eo ho c’horfou en douar. »

— « Daou vevel gaouiad em euz neuze, ne ket ta Per, ne ket ta Laouik ?

— Aotrou ! ar Breton ne oar ket lavaret geier war traou ken spontuz ! a lavaraz Laouik, ha va gwad a verv em gwazied, pa zonjan er vaouez-ze a zo aze dirazomp, eur vaouez ken kriz ha ken faoz ! »

— « Kaoze, Laouik ! a lavaraz an aotrou.

— « Ia aotrou, ho maouez a zo kriz, ho maouez a zo faoz ! Ne fell ket d’in beza tamallet e gaou, ne fell ket d’in e ve tamallet eun all asamez ganen da veza ampoëzonet ar c’hezek.

En eur ger krenn mar oc’h ouz c’hoant, va mestr da glevet an traou skrijuz a zo tremenet en hor maner abaoue ma oc’h eat diouthan, me zo o vont d’hen lavaret d’eoc’h !

Mes araok, dalc’hit tost d’an trubardez-ze rak aoun em euz na vije eur gountel kuzet ganthi, aoun em euz na rafe d’in ganthan ar pez e deuz c’hoanteet ober da Wennola ho merc’hik muia-karet. »

— « Ah ! itron ! gwelet a ran dija sklaer dirak va daoulagad ar pez a zo c’hoarvezet ! mes kaozeet Laouik. »

— « Ia, va mestr ! antronoz ma oac’h partiet ac’hann evit mont da Vellak, hoc’h itron a ordrenaz d’eomp laza ho merc’hik dre nerz ar c’hezek. Mes ar re-ma a gouezaz maro-mik dre eur burzud a berz Doue.

Ordren a reaz d’eomp neuze, pa welaz n’oa ket ar c’hezek evit dont abenn anezhi, taoler ho merc’hik er bern keuneut evit beza rostet.

Ar c’heuneut a zevaz, ha Gwennola n’e devoa droug ebed.

Pa welaz oc’h itron an dra-ze, e lavaraz d’eomp taoler ar plac’hik etouez ar fank er c’houldri, el leac’h e varvtfe gant an naoun hag an anoued…

Kaset hon deuz d’ezhi bemdez bara da zebri, ha plouz evit reposi, hag ho mer­c’hik a zo eno hirio beobuezek.

Ma karfemp, aotrou, ho merc’hik na vije ket bet eno, mes c’hoant hon devoa da ziskouez d’eoc’h pegen kriz eo kalon oc’h itron. »

— « Ah Laouik ! ro d’in eur pok evit ar wirioneziou o peuz lavaret d’in, ha brema kerz da vid eur fun, ma vezo staget ar vaouez-ma, ar vuntrerez-ma a welan ama dirag va daoulagad !…

Stagit anezhi, ha stlejit anezhi a zibouez he bleo beteg ar c’houldri el leac’h e deuz lakeet va merc’hik, va gwad, va lignez. va enor !… »


(Da heuil)