Pajenn:Ar Floc'h - Deuz ar garantez d'ar maro - Ar Bobl, 1909.djvu/20

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Romant gazeten AR BOBL 20

Deuz ar Garantez

d’ar Maro
GANT
Loeiz AR FLOC’H
————


War ho c’hourc’hemen, e oa roët eur banne deuz al likeur da eva da unan deuz chas ar maner, hag eur c’hart heur goude ar c’hi a ioa marvet.

Ar medisin trum ha trum a roaz viou kri da eva d’an daou bried, roi reaz d’ezho e dour poultren glaou koat, evit esa troc’hi ar c’hlenved.

Mes allaz ! netra na ree vad d’ezho, ha da bemp heur deuz an abardaëz, an daou iaouank a dremenaz koulz lavaret asamez.

Sebellet e oant bet an eil ekichen egile, ha d’ar iaou da zek heur e oant douaret er memez toull e bered Poullaouën.

Oll dud an eured e kreiz ho eurvad, ho levenez, a ioa bet estlamet o klevet eur c’helou ken doaniuz, hag oll e zachont d’ar gear deuz an abardaëz, ken glac’haret evel e oant laouen deuz ar mintin.

An dud a lezen a deuaz d’ar maner, a gelc’hiaz en dro d’ezho an aotrou hag an itron Kerzuliek, an oll metejen, hag ive ar medisin a ioa bet wardro an daou glanvour.

Ar barner braz a c’houlennaz ouz ar medisin :

— « Sur oc’h, aotrou, ez eo bet ampoëzonet an daou bried iaouank gant ar gwin a evchont en ho c’hambr ? »

— « Ia, aotrou barner, rak eur c’hi goude beza evet eur banne dioutan, a varvaz eur c’hart heur goude. »

— « Piou en devoa laket ar gwin-ze er gambr aotrou Kerzuliek ? »

— « N’onzoun ket, aotrou. »

— « Na c’houi kennebeud, itron ? »

— « Nan, aotrou. »

— « Goulskoude c’houi a ioa epad an deiz wardro ar maner, en ti zoken. »

— « Ia aotrou, mez n’ouzoun netra, »

— « Ha c’houi, metejen, n’ho peus gwelet den ebed o tigerri dor ar gambr-ze war an deiz ? »

— « Me, eme ar plac’h koz, a ioa er mintin-ma о kempen ar c’hampeier, pa gleviz аn itron о tigerri dor ar gambr.

Gwelet a riz zoken an itron о vont er gambr asamez gant eun aotrou gwisket kaer, ha klevet em euz trouz gwer о steki an eil ouz egile.

Selaou a riz pe seurt kont a ioa gantho, mes na ententiz netra. Prestik goude e weliz va mestrez о tisken asamez gant an aotrou. »

— « Pe seurt doare den e oa an aotrou. »

— « Eun den braz ha moan, eun duard a zen, eun alvennou du, baro dindan he fri hebken. »

— « Pe oad a roit d’ezhan ? »

— « Nen doa ket tregont vloaz, a gredan. »

— « Petra ho poa da ober er gambr-ze d’ar mare-ze, itron ? »

— « Et e oan da ziskouez ar gambr d’an aotrou. »

— « Piou eo an aotrou-ze, ha реrak e felle d’ezhan gwelet kambr an dud iaouank ? »

— « Ah ! otrou barner, n’oun ket evit lavaret d’eoc’h he hano, n’hen anavezan ket mat, sonjal a reenn e oa eur mignon d’am goaz, hag e riz d’ezhan ar blijadur a c’houlenne diganen. »

— « Diouallit, itron, rak warnoc’h eo ema ar muia douetanz da veza great an torfet heuzuz-ze, ha lavaret a rankit d’eomp hano an aotrou-ze, rak gaouiadez oc’h pa levirit n’anavezit ket anezhan.

Nan, n’omp ket evit kredi e vijec’h eat da ziskouez ar gambr-ze da eun den n’аnаvezit ket. Rak-se ta livirit d’eomp he hano. »

— Me, a lavaraz ar mevel braz, a gav d’in em euz gwelet an aotrou-ze ama gwechall, hag en em fazia ran, ma n’em euz ket gwelet aze er mintin-ma an aotrou Koëtmeur, an hini a vije gwechall o leina, hag oc’h ober al lez da Wennola, Doue d’he fardono. »

— « Ah ! ar mister a zo diskuillet, a la­varaz an aotrou Kerzuliek !

Ia hen eo, lien eo, koulz lavaret sur ?

Kaset e oa raktal kelou dre sinaliou da archerien Kemper, evit digas an aotrou Koëtmeur da vaner an Tymeur.

Pa erruaz e оa goulennet outhan e peleac’h e oa da zeiz eured an daou ampoëzonet, da lavaret eo d’an 23 a viz maë.

— « Er gaer ta e Kemper. »

— « N’eo ket gwir, a lavaraz Kerzuliek, rak n’euz ket c’hoaz pemzek dervez e oac’h ama о labourat va jardinn, annout a ran ac’hanoc’h daoust ma zo ganoc’h hirio bravoc’h dillad eget na oa neuze.

N’euz douetans abed, c’houi eo an hini oc’h euz lazet va merc’h dre warisi, koulz eo d’eoc’h en anzao.

Darempredet oc’h euz Gwennola en ho iaouankiz, mez houma o klevet e renec’h e Pariz eur vuez direol, a lavaraz d’eoc’h eun deiz n’e devoa ezom abed ac’hanoc’h.

Mont a reaz droug ennoc’h, ar warisi a gemeraz ho kalon, ne zonjec’h ken nemed en eun dra : en em venji. »

— « Ia aotrou, hag en em venjet em euz, ha kontant oun deuz a gement-se !

Nan, ne felle ket d’in gwelet saotri eur plac’hik ken kaër ha Gwennola gant eur chouêr, gant eur mevel. »

— « Piou a ziskouezaz d’eoc’h hent ar gambr »

— « An itron ha me a ioa en em glevet evit ober an taol, mes ma zo unan bennag da damall, unan bennag da gondaoni, taolit ar beac’h oll warnoun-me, ha warnoun-me hebken. »

— « Ni brema, aotrou Koëtmeur, a oar petra hon deuz da ober, a lavaraz ar barner braz, hag ar guden-ma a vezo dibunet e Kemper dirag ar Breujou.


(Da heuil)