Pajenn:Ar Floc'h - Deuz ar garantez d'ar maro - Ar Bobl, 1909.djvu/4

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Romant gazeten AR BOBL 4

Deuz ar Garantez

d’ar Maro
GANT
Loeiz AR FLOC’H
————


— Setu aze, Mac’harit, a lavaraz an aotrou Person, al lizer. Prestik e teuffont er vro, ha dre-ze, ne gredan ket e vo red d’oc’h skriva a neve, evit kemenn d’ezo an darvoud neve a zo digoueet.

— Goulskoude, aotrou Person, ma z’eo bet ar c’helou-ze eun taol-kontell en o c’halon, hen-ma marteze a veze evel eur banne heol da lakat war ar gouli. Hag an dra-ze marteze, a c’hellfe lakat anezo da zont kentoc’h a ze.

— Gwir a livirit, Mac’harit, eur c’helou mad na ve ket morse klevet re abred. Skrivit eta d’ezo, pe mar kirit me a raio.

— Ia aotrou Person.


E Mellak d’an 31 a Vaë 1778.


Aotrou hag Itron Kerzuliek,


« O merc’h a zo marvet etre hon daouarn evel eur Santez, hag e ene a zo hirio er Baradoz, bezit dinec’h e kever ar poent-ze. Eun dra all em euz da lavaret d’eoc’h, eun dra hag en deuz estlamet ar vro abez !…

Eur bugelik a zo ganet deuz o merc’h, goude ma oa intérêt. Doue, evel a ouzoc’h, a zo braz e c’halloud, ha braz ive e vadelez. Brema, an ælik-ze a zo etre daouarn Mac’harit an Naour, hag he merc’h a zervicho da vagerez d’ezan, varc’hoaz e resevo sakramant ar Vadiziant.

Mac’harit an Naour a zo etre e daouarn pemp mil lur, e zonj a zo rei anezo d’an aotrou Herry, o mab-kaër, pa deui da welet e verc’h. An arc’hant-ze a zo chomet en dilerc’h o merc’h, ha kavet en e godellou pa oa marvet.

Daou leorik alaouret he deuz lezet ganeomp ive ha lavaret e deuz d’eomp roi anezo d’he mam, ma teufe ar maro d’ezi ama. Lavarit d’eomp, ar c’henta r’ gwella, petra da ober deuz an oll draou-ze, evit dinec’hi hor spered.

Deuit ive, kenta ma c’hallfoc’h, da welet o merc’hik vihan da behini varc’hoaz e vezo roet hano he mam war mean-font iliz Mellak. Koantik oll eo, seder ha iac’h-pesk.

D’eoc’h a galon :
Mac’harit An Naour.


Aben eiz de goude e tigouezaz ar respont, ha setu hen ama. »


Mac’harit ker,


« Eun taol kleze a skoaz en hor c’halon, pa glevchomp maro hor merc’h muia karet Gwennola. Al lizer am euz lennet bremaik, en deuz laket war hor c’halonou gouliet, evel eul louzou dudius.

Ia, roit d’ezi hano kaër he mam, hano eur Vreizadez. Arabad e vezo d’eoc’h gwech abed diskleria d’an aotrou Herry ez euz ganet outan eur verc’h, rak he c’holl a rafe buan, sevel a rafe anezi er meaz euz ar Religion gristen.

Arabad e vezo d’eoc’h diskleria d’am merc’hik vihan, e teu deuz eur lignez uhel, ken a vezo deut a driwec’h vla.

An daou leorik bihan a zalc’hfoc’h kuzet e kornik hoc’h armel, bete neuze ive. Arabad e vezo d’oc’h roi an arc’hant a zo chomet e dilerc’h hor merc’h, d’an aotrou Herry ; dalc’hit anezo evidoc’h, evit sevel hor merc’hik vihan Gwennola.

Roit d’an aotrou Person, d’ar medisin, ar pez a zo dleet d’ezo, ha ni, en deiziou all-ma, pa z’aimp da welet ac’hanoc’h, a roio d’eoc’h ar pez a rankit kaout, evit sevel ervad hor merc’hik vihan. Savit anezi e doujans Doue, lakit d’ezi dillad ar vro, lakit anezi er skol pa vo deut en oad, hag en eur ger, grit diouti eur plac’hlk fur, sentuz ha zavet mad.

Na zalean ket ac’hanoc’h pelloc’h, rak va unan oun skuiz, hag a remm a sko kaled em diwesker. »

’’D’eoc’h a galon’’.
Loeiz Kerzuliek, en Tymeur, Poullaouën.



V. — Dizesper Herry


Lezomp brema da gousket e peoc’h, ar vam er vered, lezomp da greski an ælik koant Gwennola e ti Varc’harit an Naour, ha gwelomp du-ze en eur gambr en hotel Santez-Anna, an aotrou Herry.

Eur miz a zo ema en hotel, bemde ar medisin a deu da louzaoui e c’houliou.

Etre peder moger e gambr, ar c’hlanvour a ra meur a zonj evit e amzer da zont.

— « Birviken, emezan, nan birviken, na zizroin d’ar gaer dre an hent-ze em euz groet dont. Nan, nan, ne z’in ket da Vellak, rak ar veraden diveza deuz va gwad a ruillfe war an douar-ze dindan pehini ema korf va fried…

Ah ! brema e c’houzon petra eo ar garante, brema c’houzon petra eo beza dipartiet deuz eur pried karantezuz. Va c’halon a zo fraillet, pa zonjan ez oun bet kri e kenver an hini a zo hirio du-ze kuzet en douar ien…

Brema n’ouzoun mui petra d’ober. Dizrei du-ze da Boullaouën ?…

Nan, nan !

Kement tra a zo eno, a rebechfe d’in krizder va c’halon ! Pa welfen va mam-gaër, e sonjfe d’in klevet anezi ato o rebech d’in maro he merc’h muia karet…

Nan, nan, ne fell ket d’in chom ken en Breiz-lzel, ha red eo d’in ankouat leac’hiou kaër va yaouankiz, pere a zo brema evidon, leac’hiou a rebech a hed va bue…

Mont a rin da dremen ar rest deuz ma amzer da Bariz. Er Gear-Veur-ze o teuin buan da ankouaat an traou doaniuz a zo tremenet, eno e kavin ebatou, hag a zistroio ma spered diwar ma ankeniou… »

Setu ar sonj a rede e penn Herry Kerzuliek. Mont a rank da glask diduamant, ankouaat a rank e bried, e dud, e vro gaër Breiz-lzel. Na chomo ket da reseo huanad diveza e dud e Poullaouën nag en Huelgoat. Mont a raio d’en em guzat ha d’en em goll da Bariz.

VI.— Herry Kerzuliek a haddimez


An intanv, epad reujad e glenved, na roaz da zen deuz e gelou, mes kerkent ma oa pareet, e skivaz eul lizer d’e dad ha d’e vam, evit lavaret d’ezo n’o devoa ket ezom da zonjal ken ennan, en devoa graet e sonj da vont da chom d’ar Gear-Benn.


(Da heuil)