Pajenn:Ar Floc'h - Deuz ar garantez d'ar maro - Ar Bobl, 1909.djvu/7

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Romant gazeten AR BOBL 6

Deuz ar Garantez

d’ar Maro
GANT
Loeiz AR FLOC’H
————


Karet em bije e vijec’h bet brema triwec’h vla, mes pe gwir ho peuz klevet ar wirionez war ho lignez arok an oad-ze, e sonjan e felle an dra-ze da Zoue, marteze vit brasa mad ho tad.

Rak-se ta, va merc’hik, It en hent kenta ma c’hallfoc’h, ra vezo Doue ganeoc’h.

Eur vech digoueet e Poullaouën, ma ne gavit ket ho tad, ma ne glevit hano abed anezan, dizroit ama adarre da Vellak, el leac’h oc’h ganet, dizroit da veva e kichen ho mam, e kichen an dud o deuz kemeret soursi deuz ho pugaleac’h.

Ama koulz hag el leac’hiou all, e kavfoc’h ar peoc’h hag an euruzded d’o kalon ha d’o spered. »

— « Trugare, aotrou Person, evit ar c’homzou kaër a lavarit d’in. Mar kavan va zad, evel em beuz esperanz, me lavaro d’ezhan dont ama da chom, sevel aze er bourk, etal ar vered, eun ti evidomp hon daou.

Oh ia ! laouen e vijen o tont da chom etal an iliz-ze, e pehini oun badezet, em beuz groet va faskou. »


VIII. - Gwennola a ia da vaner Tymeur


Eiz devez goude, d’ar lun vintin, Gwennola, goude beza poket d’he lez-tud e Mellak, goude beza glebiet be he mam gant he daëlou, a gemeraz penn an hent evit mont varzu Poullaouën.

Tri devez e oa bet oc’h ober an hent, ha bep noz e kouske er c’hreier, war eun tam plouz, e mesk al loëned.

D’ar merc’her, var dro teir heur deuz an abardaë, e tigoueaz e Keraez.

Kemer a reaz hent Poullaouën. An noz a oa o koueza war an douar, pa en em gavaz er bourk, ar glao a goueze puill.

Gwennola a c’houlennaz digant eur plac’h koz euz ar bourk e peleac’h e c’helle beza ti an aotrou Kerzuliek.

— « An aotrou-ze a zo maro pell zo, hag e wreg a zo ive : eur mab o devoa hag a zo den na oar peleac’h.

Brema e maner an aotrou Korzuliek koz, ema an aotrou Clamort hag e wreg, n’ouzon ket deuz a beleac’h int deut aze, mes n’ouzont ket ar brezonek a leveront ; kredi ran ez int ive diavezidi, rak na vezont gwec’h abed on offeren. »

Gwennola a gemeraz an hent a oa diskouezet d’ezhi, gant maner Tymeur.

En em gavet tost d’ar maner, e krogaz aoun ennhi, na grede ken antreal ; klevet e devoa e oa er maner estranjourien, hag ar ger-ze evithi a ioa awalc’h.

En eun ti dister e kichen ar maner, Gwennola a c’houlennaz eun tam bara, en hano Doue, hag eun tam plouz er c’hraou evit tremen an noz.

Eur plac’h oajet damdost a hanter kant vla, a roaz d’ezhi eun tam bara mes a lavaraz d’ezhi n’oa ket plas evit e loja.

— « It d’ar maner aze, plac’hik, aze vefoc’h lojet, an duchentil a ro lojeiz da gement paour a ia da c’houlen. »

— « Aoun em beuz, rak klevet em beuz ec’h int dizoue. »

— « N’euz forz, neuz forz, tud vad int, loja reont ar beorien en eun ti bihan greet espres evit an dra-ze.

Mar kirit me lavaro da Laouik mont asamez ganoc’h, hen a zo jardiner bihan er maner, ha gantan e c’hallit beza dinec’h…

Abenn pemp minut goude Laouik a skoe war dor ar maner.

Eur plac’h koz a deuaz da zigori.

— « Sellit Kato, setu eur plac’hik hag e deuz c’hoant tremen an noz er maner. »

— « Antreit, plac’hik, deuit da gichen an tan da zec’hi ho tillad. »

Eur regeden gaër a ioa en oaled hag a lakee an aezen da zevel deuz dillad glebiet ar plac’hik.

Da zeiz heur, an aotrou hag an itron Clamort a ziskennaz evit mont da zal da zibri o c’hoan.

Ar plac’hik Gwennola a grene evel eur bern delliou, pa welaz anezo. Sonjal a ree er memez amzer en he zad, mes ne zonje ket avad e oa e ti e zad, pe gwir e oa lavaret d’ezhi e oa an aotrou Clamort e chom er maner.

Pe devoa debred he c’hoan, ar plac’h koz a lavaraz da Wennola peillat avalou-douar. »

— « Gant kalz a blijadur, a lavaraz Gwennola. »

Pa oa debret e goan, an aotrou Clamort a deuaz evel kustum er gegin, evit lakat an tan war o gorn-butun.

Pa vije peorien koz o loja, e vijent laket da gonta a bep seurt kontadennou, mes en devez-ze na oa nemed Gwennola.

An aotrou a ioa o vont da c’houlen outhi kont ha kont tra all, pa zigoueaz ar mevel braz en ti, da lavaret oa krog ar boan bouzellou er marc’h Bijou. Neuze oa fin d’an abaden, echu ar gontaden.

Ar plac’hik a ioa laket da gouskat en ti-bian.

Antronoz mintin, ar plac’hik n’oa ket savet c’hoaz, pa oa eat an aotrou da chaseal,

Ar plac’h koz a lavaraz d’ezi e devoa c’hoant an itron da gaozeal ganthi. E gwirione, vardro eiz heur, an itron a c’houlennaz diouthi a kontant e oa da chom da vatez vihan er maner.

— « Ama, a lavaraz an itron, e vefoc’h bevet mat, gwisket mat, netra na vanko d’oc’h, no pezo ken labour da ober nemed diouall an daou vugel bihan, pourmen anezo er weturik-dourn. »

Gwennola ne argilaz kot, rak sonjal a ree e klevfe buanoc’h kelou deuz he zad er maner eget e leac’h al abed.


(Da heuil)