Pajenn:Ar Floc'h - Eur gaou talvoudus, 1922.djvu/1

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


Eur Gaou Talvoudus
————

Azezet war ar c’hlasvezen, a-us d’ar mor divent e Brignogan, peder blac’h yaouank a oa o komz etrezo eus a bep seurt traou. Unan anezo a lavaras eur gaou re anat, ha dioustu eun all a lavaras d’he c’henseurtez n’oa ket mad lavaret gevier.

— Mad ! eme Paulinig, evidoun-me em eus sonj em oa eun dervez lavaret eur gaou, met eur gaou da ober vad oa ; selaouit mat va istor, ha goude e lavaroc’h d’in pe fall pe vat em eus great.

Er blavez 1918 oamp neuze, an tennou a strake a bep tu evel p’o dije great marc’had, ha soudarded a goueze a-steiou. Er c’hlanvdi bras en Naoned oan neuze o prederia ouz ar zoudarded keiz gwall vac’hagnet. Unan eus ar zoudarded-ze, eur Breizad eus Sizun, bruzunet e c’har zehou hag e vreac’h zehou ive, a oa d’in da entent outan. Eiz dez goude ma oa digouezet er c’hlanvdi, e c’har a oa trouc’het dioutan, ar c’heaz paotr yaouank. Buhan e teujomp da veza daou vignon, rak me lavaras d’ezan oan eus Kemper. Buhan ive e lavaras d’in en devoa e Sant-Kadou eur vestrezig, hag hi koant evel eur stereden.

— Evurus oc’h neuze, mignon, ma talc’h mat d’he ger.

— Oh ya, dimezel, dalc’her a raio d’he ger, rak eiz dervez araok kimiadi diouti oa bet ar weladeg, ha pell zo e vijemp bet dimezet panefe ar brezel-man. Kalz a verc’hed all o deus a-vreman great evel ma raio va mestrez : roet o deus o c’halon da dud mac’hagnet, pegwir o c’harient pa oant dibistik. Oh ya, dimezel, dimezi sur a rin gant va Marianig, hag hep dale pell, rak breman, pa ’z eo trouc’het va gar diouzin, e vezin kaset d’ar gear, da welout va zud ha va dousig koant.

Koulskoude, breac’h zehou va zoudard, e-leac’h gwellaat gant nerz al louzeier, a zeblante ober goap ous oll skiant al louzaouerien, breina rea a dachadou, hag he zrouc’ha oa bet red.

Staget a-nevez evit eur pennad mat war e wele a boan, paotr Sizun na golle ket kalon, ato ar zonj eus e Varianig a