Pajenn:Ar Floc'h - Eur gaou talvoudus, 1922.djvu/2

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 263 —

zave da uhella en e spered, ar zonj-ze a zeblante hen delc’her beo, rei nerz d’ezan ha lakat da dec’het dioutan an derzien.

Eun abardaevez oan eat en e gamprig, ar paotr a zeblante morgousket, met gwelout a ris war e chod dehou eur veradennig daerou, bihanik evel eur berlezen.

— Ac’hanta, kenvroad, eur c’houskig ho peus great ?

— Siouaz ! dimezel, kousket ne ran ket, rak bet am eus digant va mestrez eul lizer ha n’eus ket ennan nemeur a dra vat evidoun. Dalit, lennit hag o welfoc’h.

Lenn a ris al lizer penn-da-benn : ar plac’h yaouank a lavare oa red d’ezi dimezi dioustu, rak he zad a oa nevez marvet, ha red oa kaout raktal eur gwaz evit kas an tiegez en-dro, ha kant ha kant digarez all.

« Ma vijes bet aman breman, Loeiz, va mignon muia-karet, sur e pije va c’hemeret, ha laouen e vijen bet o lakat va dourn en da hini, met siouaz !… »

Ha va Breizad a oa eur beac’h pounner war e spered, e galon a lamme evel eur podad lichou, an derzien a rede dre e wazied. E nebeud deveziou ar zoudard a deuas da veza teuzet evel eur spez.

— Va Doue ! emeve, marteze ar plac’h fall-ze a gendalc’h da zigas lizerou dipitus d’am zoudard, hag an dra-ze hepken a c’hall lakat diez e spered, ha lakat an derzien da wasaat.

Koulskoude, eur vintinvez al louzaouer-meur a lavaras d’in gouestadik :

— Achu eo, n’eus mui netra da ober, nemet gortoz falc’h an Ankou !

War-dro div eur goude kreisteiz, va c’henvroad a reas ouzin eur zellig truezus, ha gant eur vouez hag a ziskoueze doan e spered, e lavaras d’in ar c’homzou-man :

— Skrivit d’ezi, lavarit d’ezi emaoun o vont da vervel, pell diouti, pell diouz an hini a garan c’hoaz !

Raktal e kemeris paper ha pluen, ha buhan liou war baper. Lavaret a ris d’ezi e vije ar c’hlanvour laouen oc’h he gwelout, ha marteze hi zoken a c’halle c’hoaz her parea. Klevet em oa gantan e oa hi pinvidik, e c’halle dispign eaz arc’hant eur veach d’an Naoned. War eun dro e kasis d’ezi kelou dre orjal, hep rei da anaout d’am c’hlanvour.