Pajenn:Ar Floc'h - Eur gaou talvoudus, 1922.djvu/3

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 264 —


Paotr Sizun ne flache mui, seblantout a rea gortoz ar c’helou gant fizians, e derzien a ziskennas eus a zaou-ugent anter da nao ha tregont, hag en doare-ze oa bet e-doug daou zervez. D’an trede dervez, da nav eur eus ar mintin, edoun adarre en e gamprig : e zaoulagad anter-varo en e benn a zelle ouzin gant truez, ha diouto e welis beradennou daerou, ar re ziveza a welis. Kompren a rean petra c’houlenne ar c’hlanvour, petra glaske e zaoulagad beuzet en o daerou. Koulskoude, lenn d’ezan al lizer skrivet gant e Varianig, a vije bet rei d’ezan taol ar maro. Ar plac’h yaouank a Zant-Kadou a oa karget a zigareziou, he mamm-goz a oa klanv, poent ar medi a oa, an eost a oa o vont da goll, ha goude !… Pegwir he doa roet he ger d’eun all !… n’helle ket dont !

War-dro dek eur, ar zoudard toc’hor a zeblante beza kousket, a-veac’h ma kleven e huanadennou, e galon a lamme gouestadik, e zivesker, e dreid a oa yen, e zaouarn a oa c’hoaz klouarik.

Direnket marteze ganen, va c’hlanvour, evel spontet, a zihunas, a zigoras frank e zaoulagad.

— Ac’hanta, dimezel, netra c’hoaz ?…

Hag e klozas e zaoulagad, ar paour keaz toc’hor. Mont a ris neuze gouestadik da lakat va muzellou war e skouarn, hag evit esa astenn d’ezan c’hoaz eun tammig e vuhez, e lavaris ar gaou-man :

— Warc’hoaz vintin Marianig a erruo, en hent ema-hi, kelou mat a zo evidoc’h !

War dremm drouglivet ar c’hlanvour e welis raktal an nervennou o labourat, digeri reas e zaoulagad, sellet a reas etrezeg an Nenv, ha seblantout a rea lavaret d’in edo e ene o vont da nijal war-zu eur bed gwelloc’h. Gervel a riz neuze al louzaouer, komprenn a rean oa pred ar maro gant va c’henvroad hag e gwirionez ne fazien ket, eun anter-eur goude e tenne e huanad diveza, pell diouz e Varianig, diouz e Varianig digalon ha digar.

Ha breman, p’ho peus klevet va istor, lavarit d’in pe vad pe zroug am oa great o lavaret va gaou, a c’houlennas Paulinig, en eur zec’ha eul lomm daerou.

Loeiz ar Floc’h.