Pajenn:Ar Floc'h - Fanchig Pitiboutik, 1914.djvu/1

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


Eur gontaden nevez gant Loeiz ar Floc’h


FANCHIG PITIBOUTIK
————


En eur barrez vihan, taer leo diouz Sant-Brieg, war ribl an traez, e oa, breman ’zo daou c’hant vloaz, eur paotr koz hag en devoa tri mab, Pipi, Yann ha Fanchig.

An tri mab n’oa ket c’hoaz du ar mar-bleo dindan o fri pa ouient ervat bleina eur vag war ar mor. Abred e oant desket da veza pesketourien ; nemet mevelien gant ar re-all e oant ha netra ken.

Koulskoude, eun devez e teuas c’hoant d’ezo da gaout eur vag d’ezo o-unan. Terri a raent e benn d’an tad evit se, met heman a oa stag e groc’hen oc’h e gein ha ne c’houle ket tenna peziou melen eus e yalc’h ; … gwelloc’h e kave lakaat enni ! Evelkent, eun devez an tri breur en em lakeas a-zevri gant o zad ha, dre boania kalz, e teujont a-benn eus o zaol. Setu m’o devoa an tri breur eur vag evito, hag eur gaer a hini, kement ha kaout.

Mont a rejont da besketa ha, loc’h enno e taolent o rouejou er mor. Met, allas ! pesk ebet en devez kenta, kouls laret. An eil devez ’oa bet falloc’h c’hoaz. Hogen d’an trede devez, Pipi a laras mont a-bell er mor, da welet pe e oa pesked pe ne oa ket.

E gwirione, ez ejont ker pell, poulzet gant an avel diroll, ma oant erruet e-tal eun enezen vihan ha n’oa enni nemet eur maner lugernus. Sanket doun er roc’h, pevar beul houarn teo a zalc’he a-zibouez chadennou dir ar maner e bransel. An tri breur, poulzet gant an avel betek ar roc’h, a zellas gant enkrez ouz ar maner-ze, a vransigelle evel eur c’havel dre nerz an avel diroll. Piou a c’helle beza o chom eno nemet un den pinvidik bennak, skuiz o veva e-touez an dud ? Chom a rejont o-zri e-pad eur pennad mat da c’hervel, met den ne deue da welet petra a glaskent.

Eur chadenn a deue eus an nor betek ar mor, ha Pipi a grogas enni, a bignas ganti betek ar zec’h. An daou vreur all a heuilhas o breur henan. Ober a rejont tro ar maner, met n’oa nemet eun nor da vont e-barz. Pipi gant e votez a skoas war an nor, hogen den ne respontas.

Koulskoude, an naon a denn ar bleiz eus e doull, hag ar baotred ivez, du gant an naon, o devoa mall da gaout eun tamm bara da chaokat. Fanchig, ar yaouanka, a doras eur weren war ar prenestr hag a yeas en ti en eur grena.

En eur gambr e welas eur bern mouneiz rouz, peziou a zaou wenneg ; en eur gambr all eur bern peziou a ugent real, hag, en drede, eur bern peziou a ugent lur. Strafuilhet-oll, e teuas da laret d’e vreudeur petra en devoa gwelet. Kerkent ar re-man a lammas en ti, ha buhan da grabanata aour.

Pa gave d’ezo e oa er vag a-walc’h a aour evit beva evurus, Pipi ha Yann a laras da Fanchig e oa poent mont war-zu ar gêr. Fanchig, en eur c’hoarzin, a laras d’ezo mont d’ar gêr m’o devoa c’hoant, rak hen a oa brao el lec’h ma oa war e vern aour. Teurel a reas d’an douar diou dorz vara evit ar veach hag, heb ehana tamm, e tiboulle sac’hadou aour betek ribl ar mor.

— « Hastit buhan dont en-dro, emezan, rak a-benn ma teuoc'h, e vezo evidoc’h eur garg all aman. »

— « Gwelloc’h eo d’it dont d’hon heul, rak, ma n’eus den breman er maner, marteze a-benn an noz e vezo. »

— « Nan, nan, it d’ar gêr, ha livirit d’hon tad beza dinec’h gant e Fanchig. »

An daou vreur a lezas an tournez bihan er maner ha, goude beza bet pevar devez war ar mor, ec’h en em gavjont er gêr. An tad a oa laouen meurbet o welet e vugale, met tenvalaat a reas e zremm pa welas n’oa ket Fanchig ganto.

— « E pelec’h eo chomet va mab bihan ? »

— « Chomet eo er maner, tad ; eman o krabanata aour da zigas d’eoc’h, ha setu aman ar pez hon eus dastumet evidoc’h. »

— « Pe sort maner a livirit ? »

— « N’ouzomp ket hon-unan hano ar maner-ze a zo a-istribilh a-us d’ar mor. »

— « Ar maner-ze eo ti ar ramz Brazegof, hag a laer tud evit o dibri ha, sur, va mab a zo breman er gaoter vras ! O paour kaez Fanchig, dallet out abred gant madou ar bed-man !… It buhan war ho pagig ; digasit d’in va mab ez veo pe ez varo ! Ne gouskin ket ken n’am bezo poket d’am mab bihan. »

An daou vreur, goude beza kemeret bara ha kig eus ar gêr, a gimiadas diouz o zad.
(Da heuilh).

Loeiz ar Floc’h.