Pajenn:Ar Floc'h - Gwenola Kerosvenn.djvu/1

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 220 —


GWENOLA KEROSVENN
————

Mari Landur a zo eur plac’h yaouank goz, gwenn he bleo, hag a zo o chom en eur manerig koant, e parrez Lokirek. Kement a zo en ti a zo bet d’he zud en he raok ; tra peb tra a zo kempenn, dalc’het dilastez. He zad, bet gwechall mestr maltouter, a zo maro pemp bloaz a zo, hag he mamm, bet pell amzer war he gwele, a zo ivez en e gichen e bered Lokirek.

Ar Vari Landur a vev en he feadra, sioulik outi he-unan : a-walc’h he deus eviti, met eaz da zalc’her matez n’he deus ket. Eun dervez ar zizun, Loeiza goz a deu da walc’hi an dilhad