Pajenn:Ar Floc'h - Gwenola Kerosvenn.djvu/2

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 221 —

ha da goara kampr an dimezel ; daou zervez ar zizun, Gwenola Kerosvenn a deu da wriat ha da ferri an tammou dilhad d’ar maner.

Gwenola a zo eur plac’h yaouank triwec’h vloaz, eur baotrez dournet mad, eur baotrez a boell ; e-doug an deiz e kan soniou brezonek, ar pez a blij kalz d’an dimezel goz, rak he mamm he devoa desket mad d’ezi en he bugaleach brezoneg c’houek en yez Treger.

Koulskoude, ar walc’herez, Loeiza goz, eun dervez a lavaras d’he mestrez :

— Ya, dimezel, ma ouesfec’h petra eo Gwenola, gant he holl gantikou, ne zalc’hfec’h ket anezi en ho ti.

— Petra eo ’ta, Loeiza ? Lavarit d’in dillo !

— Komprennit, dilun diveza edon o vonet d’ar gear war va strakik, pa welis ho kanerez, kazel oc’h kazel gant eun tamm lakez, eur c’hoz kalvez eus ar bourk, eun didalvez ma ’z eus unan.

— Ha gwir eo ze, Loeiza ?

— Gwir bater, va mestrez, hag anat d’eoc’h n’ema ket war he zro genta, ar ganfartez.

D’ar zadorn war-lerc’h, Gwenola a oa adarre er maner, o ferri hag o kana evel eun eostig ; an houarn a rede war al lien gwenn-kann. Souezet oa ar plac’hig pa ne wele ket evel kustum he mestrez en he c’hichen, he lunedou aour war he fri, a-zevri o kempenn eviti loereier bet d’he mamm.

Evelato, pa oa eat an heol da guzet, deuet ar mare d’ar plac’hig da vonet d’ar gear, an dimezel goz a deuas er gampr, tenval he fenn, hag, azezet war eur gador, e lavaras :

— Ar gaoz a zo dre aze e teu bep abardaez eur paotr yaouank, eur pabor evit doare, d’ho tiambroug bemdez, pa vezit o vonet d’ar gear !

— Oh !… mestrez !

— Ne dalv ket d’eoc’h nac’h, klevet mat em eus, ha gwelet oc’h bet kazel oc’h kazel gantan, hag ar pez a zo gwasoc’h, ho peus hen lezet da bokat d’eoc’h !

Ar plac’h yaouank a stouas he fenn ha war he diouchod ruz evel daou aval, an daerou a ruilhas puilh.

— Ha dre-ze e welan ez eo red d’in klask eur gemenerez all en ho leac’h, daoust ma kavan diez kenan.