Pajenn:Ar Floc'h - Gwenola Kerosvenn.djvu/3

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 222 —


— Va Doue ! na rit ket an dra-ze, mestrez !… Petra lavaro va mamm pa glevo !… Va Doue ! Ya, re wir eo ar pez a livirit, met mar am dalc’hit c’hoaz, biken ken ar paotr yaouank-ze na deuio d’am diambroug, toui a ran d’eoc’h, mestrez ! En hano Doue, va lezit da zont c’hoaz davedoc’h !… Keuz am eus ha keuz bras !

— Truez a gemeran ouzoc’h evit ar wech genta, met diwallit ha diwallit mat, rak mar teufe d’in klevout eun dra bennak a fall diwar ho penn c’hoaz, e c’hellit lavarout eo great ganeoc’h ho tro ziveza em zi !

Evit monet d’ar gear, Gwenola en abardaevez-ze a gemeras eun hent all, evit ma n’en em gavfe ket gant he muia karet, ha pa oa kouezet an noz, ez eas beteg e di da lavaret d’ezan petra oa c’hoarvezet etre he mestrez hag hi en dervez-ze.

Ar garantez, siouaz ! a zo dall, he dalla ra ivez an dud keiz !

Pardon bras Sant-Yann-ar-Biz a zigouez da c’houel-Yann, pardon brudet meurbed dre Dreger ha Leon.

Gwenola, daoust ma ne ziskoueze ket a-wel d’an holl he c’harantez evit he c’halvez yaouank, ne rea ket a c’henou bihan evit lavarout da gement a garie he c’hlevout, oa Lomig Gwevrok he brasa mignon, hag aliesa ma c’halle, met ato a-guz, e klaske an tu da gaout kaoze outan, ha deiz pardon Sant-Yann oant o-daou eat da avela o fenn, da bardona evel kalz a re all diwar-dro.

Edont o-daou, Lomig ha Gwenola, o sellout oc’h mein kizellet kaer an iliz, pa welchont o tonet a-benn d’ezo eus diabarz an iliz, eur vaouezig goz, eul lunedou aour war he fri. Gwenola a lezas eur garmaden, he mestrez a oa o sellout outi, uhel he fenn ganti. Gant he Lomig e tec’has a-gleiz d’an iliz, hag an hini goz a gemeras an tu deou, evit monet war an hent-bras.

— Alo ! eme Gwenola, echu eo va fardon, nijet va flijadur, rak mar d’oun gwelet gant va mestrez, eo great an traou d’in en taol-man da vad !

— Bah ! eme Lomig, lez hounnez ’ta, ar wrac’h goz-ze, me zo gouest da c’hounit bara d’it, emichans !

— Ha warc’hoaz ema va deiz da vonet d’ar maner !

— Marteze n’he deus ket da anavezet, Gwenola.

— Neuze ’ta, daoulagad krak he deus, ha gant he lunedou eo barrek da lakat neud en nadoz c’hoaz.