Pajenn:Ar Floc'h - Histor farsus Pipi Loustik - Ar Vro, 1910.djvu/17

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 45 —


— Ia ! asanti a ran, ha feal e vezin d’am ger, evel ma z’oun bet da hini Madoberourez Breiz ho merc’h !

Neuze e krogaz em breac’h deou, ha gant eur goutellik lenm, e tennaz goad deuz eur wazien. Lakat a reaz ar goad en eur veskennik aour, hag e roaz d’in eur bluen alaouret evid sina va hano war eun tam paper. Kerkent m’em boa sinet, ar merc’hed a gommansaz da gana ha da zansal, hag ar Rouanez a lavaraz d’in neuze e c’hallen mond da zansal ive asamez gant an dimezelled. Mond a riz en dans, hag han­ter-noz a oa о son, pa achuaz an abadennad.

Neuze ar Rouanez a lavaraz d’in.

— Unan euz ar merc’hed-ze a zo merc’h da eur Raoue diskaret diwar an trôn, gant eun Impalaër, kontant e vije e kemerfec’h anezhi da bried. Eur plac’h eo euz ar re gaera hag euz ar re wella. Goulskoude c’houi a vezo libr da zibab an hini dioutho a blij ar muia d’eoc’h, ha war ar poent-ze, me n’em beuz netra da lavaret. It breman da gousket ha varc’hoaz vintin d’an taol a beder heur e vefoc’h dihunet gant son ar biniou hag an delen.

Neuze e vezo deut evidoc’h ar mare da zibab ar plac’h iaouank a gasoc’h ganeoc’h da Vreiz.

Itron, rouanez an enezen-ma, lavarit d’in perak lod euz ar merc’hed a zo gwisket en aour, lod all en arc’hant, ha lod e kanv, e du, gant perlez. Pell zo emaoun о klask gouzout an dra-ze, ha n’oun ket evid dond abenn.

— Eul loden euz ar merc’hed, ar re o peuz gwelet en Enezen ar Spont, a zo gwisket en arc’hant. Eur merk int euz doare Breiz gwechall goz, pa oa digabestr, pa oa pinvidik en he iez, en he giziou, pa ne oa ket c’hoaz unanet gant Bro-C’hall.

Ar re o peuz gwelet en Enezen ar C’hlemmou, gwisket e du, a zo eur merk ema Breiz о huanadi, о koll a nebeudou he iez, he giziou, he gwiskamanchou kaër. Dougen a reont kanv, evid diskouez o deuz dalc’het sonj euz an dud gwiziek a zifennaz Breiz, a skuillaz о gwad evithi war an tachennou a vrezel.

Ar re welit aman, a zo gwisket en aour, an delen a zalc’han em dourn a zo alaouret, evid diskouez ma z’eo kousket Breiz, n’eo ket maro. Dihun a raio prestik, hag oc’h kanaouennou nerzuz ar Varzed о kana, Breiz a zigoro he daoulagad, he c’halon a vezo entanet. War gribennou ar meneziou, e donder an traoniennou, ne vezo klevet nemed eur zon, war muzellou ar paour koulz evel war re ar pinvidik, ne vezo klevet nemed eur ganaouen : « Breiz da virviken. »

O klevet henveleb komzou, e oan mantred, ha neuze ne gompreniz ket mad awalc’h pouez ar c’homzou-ze lavaret gant ar Rouanez goz. Mond a riz da gousket, hag adarre eur plac’h iaouank a deuaz da ziskouez d’in va c’hambr. Estlamet e oan bet о welet eur gwele alaouret о lugerni oc’h sked ar c’houlaouen, mes kaëroc’h e kaven c’hoaz ar plac’h iaouank, ar Vretonnez a zigase d’in ar goulou d’am c’hambr. Goulen a riz outhi euz a beleac’h e oa he zud.

— Me, Breizad mad, a zo euz a Gemper, va hano a zo Gwennola, ha va zud, goude beza bet pinvidik mor, a zo hirio paour evel Job. Va zad a zo bet marc’hadour braz [?], mez kollet en deuz e holl vadou er c’hoariou e Pariz. Me zo eman tri bloaz a zo, hag emaoun о c’hortoz unan bennag d’am zenna ac’hann. Kalz a boan em beuz, mes ar pez a ra d’in ar muia rann-galon, eo beza dispartiet euz va zud, hag euz va Bro gaër. Seblantout a ra d’in ez euz kant vloaz abaoue ma z’oun divroet, ha pa zonjan em zad, em mam, em c’hoarik Helena duze er gear, an daëlou a red puill war va diouchod. O na pigen euruz e vijen, ma c’hellfen mond ganeoc’h da Vreiz d’am bro, da welet va zud a zo glac’haret.