Pajenn:Ar Floc'h - Histor farsus Pipi Loustik - Ar Vro, 1910.djvu/7

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 23 —

paz da gousket, mes da ouela dourek. Da beleac’h e oan o vont !… Piou a welchen em-berr da guz-heol !…

Ha goude !… Sonjal a reen ive er c’hemverz braz em boa lezet du-ze e Montroulez etre daouarn Angelina. Gwir eo e c’hellan kaout fizianz e merc’h va magerez, mes petra zo deut a vreman en he spered pa ne wel ket ac’hanon e penn va stal. Sonjal a raio marteze em bezo en em daolet war va fenn er ster, pe e vezin en em zistrujet en eun doare all bennag. Marteze e sonjo e vezin tec’het euz ar vro. Ne ouien petra da zonjal. E oan o sonjal en oll draou-ze, tremen a reent dre va spered evel eun hunvre kasauz, pa deuaz ar c’housket da gloza d’in va daoulagad, ruziet gant daërou bero ar glac’har. Ne gleven mui an dour o soroc’hat dindan diou askell nerzuz ar vor-blac’h, ne welen mui ar mor o wenna a bep tu d’in oc’h skjerijen al loar.

(Da heuil)