Pajenn:Ar Floc'h - Histor fentuz Lanik an Tougn - Ar Vro, 1907.djvu/9

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 88 —

lerc’h hag a welaz voetur an Impalaër o tostaat, treinet gant daou loen an tan enn o daoulagad hag an eonen en o fronellou.

— Hu ! Kola, eme Lanik.

Kerkent ar marc’h Kola a grenaz an douar gantan, ar rodou a venne dibrada diwar an douar, eur c’helc’h poultrenn a reaz buan tro tachenn ar c’haloupadek, na veze guelet o troi nemed marc’h ar Brei­zad, tremenn a rea voetur an Impalaër evel eul luc’hedenn, ha pell en he raog ec’h achuaz Lanik e droiou gant e varc’h Kola.

— Ar priz kenta d’ar Breizad a iouc’haz neuze Lanik d’e dro !

An holl dud a joumaz sebezet, o welet pegen buan oa kezek Breiz, o welet an tok ledan o c’hounit war gement all a otrounez kaer deut di da esa kaout merc’h an Impalaër.

Pa oa achu ar c’haloupadek, merc’h hena an Impalaër a falvezaz d’ezhi gwelet an hini a dlee beza he fried :

— Merc’h, eme an Impalaër, setu aman da zervicher, krog e penn e loen, kaër int o daou evel a welez. Neuze ar plac’h iaouank en em lakeaz da c’hoarzin d’ezan ha da lavaret :

— Birviken hennez, ar c’houer-ze, na vezo va fried, gwelloc’h e ve ganen mervel ama war an dachen eget dimezi d’eun tortik evel hennez. Lenva ran, va zad, war ho tievezded, rag evid kaout eur pried d’in, ne ve ket bet red d’eoc’h lakat eur seurt galoupadek. Gwelet a rit brema ho sotoniach, gwelet a rit gwad kouer o vont d’en em veska gant gwad pur an Impalaëred. Roit d’ezan va holl danvez, mez lezit ac’hanon da zibab eur pried hervez va renk.

Neuze an Impalaër koz, an daëlou en e zaoulagad, a ieaz da gaout Lanik an Tougn, hag a lavaraz d’ezan :

— Te zo eur Breizad, eun den a zoare vad, gonezet e peuz an treac’h war an dachen, d’id eo dleet va merc’h hena, mez gouzout a ran e ranno he c’halon pe e raio eun taol fall bennak ma ve red d’ezhi dimezi gant unan dizanaoudek d’ezhi. Rak-se ’ta e kinnigan d’id kant mil lur ma asantez chom heb beza mab-kaër d’in.

— Roit d’in ho kant mil lur, Impalaër a Franz, koulz hebto evel ganto. Me gavo en Breiz eur plac’h skedus evel an heol pa lintr da greiz-deiz.

Lanik a gemer an arc’hant, ha diez e spered, e tizro d’an hotel gant e varc’hik melen. Sonjal a rea en dismegans he devoa great merc’h an Impalaër warnan. Sonjal a rea er blijadur en divije bet e vreur belek o tont d’hen eureuji da verc’h Penn-Rener ar Franz. An holl draou-ze a droe hag a zistroe en e benn. An devez warlerc’h, deuz ar mintin, Lanik en em lakeaz da ober eur gaillen en kear Pariz ha benn fin ar zizun, euz e gant mil lur, na jomme gantan netra, koulz lavaret. Bet a oa en tiegez-ze re vrudet siouaz, ha re darempredet gant tud kollet ganto o skiant vad. Bet a oa o c’hoari en tiez-ze, ha lakaat a rea bep taol mil lur en klaoustre. Ar paour keaz Breizad, pehini n’oa ket reiz euz ar c’hoariou-ze, a oa skarzet d’ezan e ialc’h heb dale.

Eun devez, pardaëz-noz, Lanik, debret gantan e holl arc’hant, mac’hagnet gant ar Barizianed, a ieaz en eur ouela er-meaz euz ar gear-benn. Sonjal a rea neuze en e vro gaër Breiz-Izel, sonjal a rea en e verc’hik koant Helena, en e barkeier, dilezet gantan evid dont da ren eur vuez fall e mesk an estren.

Skuiz o vale, dare gant ar c’hoant kousket, Lanik a c’hourvezaz war ribl ar ster vraz hanvet ar Seine. Na zaleaz ket da roc’hat, ha deuz ar mintin, pa zihunaz, oa an heol o sevel skedus. Doue hag e eal-mad a viraz ar Breizad diouz peb drouk.

Evelato, eur zonj a zeuaz en e spered. « Gwelloc’h e ve d’in, eme­zan, mont d’ar gear, mez penaoz, pegwir a meuz kollet va ialc’h bur­zudus ? Gouzout a ran, evid gwir, en pe-leac’h e ma, mez penaoz he