Leshanvet « Karrig-an-Ankou » gant tud e vro, Laou goz a zo eur paour-keaz klasker bara. Bet gwechall mevel e brasa tiegeziou a zo e Plougin, Laou, goude m’en devoa torret e vreac’h zeou o koueza diwar eur c’harrad kolo, a en em roas da vad da glask e damm, dioc’h an eil dor d’eben. War-dro Gwipronvel, Koat-Meal, Treouergat, Plougin, e chôme ato, eno ec’h anaveze e dud, anavezet oa ivez ganto, ha bep tro ma teue Laou da lavaret e bater da doull an nor, bugale an ti a lakee en e zac’h eur vozadig bleud pe eur guchennig avalou-douar, hervez a vije gantan en e zac’h.
Breiz a zo bet ato brudet evit he madelez e-kenver ar paour, hag e gwirionez, n’he deus ket laeret he brud, ha daoust ma zo aman koulz hag el leac’hiou all merc’hed hag a zo kriz a galon e-kenver an dud reuzeudik, hor bro a jom ato ar wella e-touez an holl broiou pa ve meneg da rei aluzen d’ar paour.