skoelf, a erruas kerkent war leac’h an darvoud, a grogas en he bugel bihan, ha Laou a gasas d’an ti etre e zivreac’h ar baotrezen, leun a lec’hid penn-kil-ha-troad.
Pa oa deuet ar vamm eun tamm enni he-unan, pa oa kempennet a-zoare an diou verc’hig, ar plac’h digalon a lavaras :
— Lanig, va mabig, lavar d’in penaos eo tremenet an traou e-tal al lenn ? Daoust ha n’eo ket Karrig-an-Ankou eo en deus taolet da ziou c’hoar el lenn, evit o zenna goude er-meaz, evit en em venji da genta, ha d’an eil evit beza deuet mad ganeomp ?
— Oh ! nan, mamm !… Ar paour n’oa ket eno, pa ’z oa kouezet Lizig el lenn, ha pa ’z oa lammet warni Soazig evit klask he savetei. Lizig a zo kouezet en dour da genta, o klask tapout he merc’hodenn, stlapet en dour gant ar c’hi bihan Bidoch !
— Ha perak oc’h eat ken tost-ze d’al lenn da c’hoari ? Ped gwech ha ped gwech all n’em eus ket difennet ouzoc’h an dra-ze !… Hag ato e rit ho penn hoc’h-unan, e tizentit oc’h kenteliou fur ho mamm !… Evurus oun c’hoaz o veza ma ’z eo digouezet warnoc’h Karrig-an-Ankou, rak, anez, oac’h breman diou veuzet ! Ha c’houi, Laou geaz !… eus a betra oun dleourez d’eoc’h, c’houi hag em eus betek-hen disprizet !…
— Me, n’em eus great nemet ar pez a dleen ober, ha mar em eus bet bremaik an eurvad da denna eus an dour ho tiou verc’hig o vont da veuzi, ne c’houlennan ouzoc’h netra nemet ar blijadur da jom aman e-tal an tan da zec’ha va dilhad. En amzer ho mamm, em eus meur a wech o zec’het aman e-tal an oaled-man, ha, meur a wech, hi, gras d’ezi da veza er Baradoz, he deus, gant he skudelladou souben domm, diskournet d’in va ezili. Siouaz ! an amzer-ze ’zo tremenet, hag abaoe, ar c’hi zo bet lezet da harzal ouzin, ho pugale a deue da doull an nor da ober goap diouzin, ha, c’houi, dioc’h prenestr ho solier, a rea sellou du ouzin !…
— Ar pez a livirit, va den mat, a zo re wir, siouaz ! Ya, meur a wech em eus gourc’hemennet d’am merc’h Soazig, an hini ho peus douget bremaïk, hanter-veuzet, etre ho tivreac’h, ya, gourc’hemennet em oa d’ezi monet da doull an nor, bep tro ma teufec’h, da lavaret d’eoc’h n’oa netra evidoc’h. Met, hiviziken, ne vezo mui an traou evel-se. Va diou verc’h, panefe c’houi, a vije bet breman maro, hag eun dlead evel hennez, den ne c’hall her paea gant madou ar bed-man. Eul lochennig soul a vezo savet aze e-tal al lenn, oc’h kostez ar garreg, hag enni, mar kirit, e vevfoc’h an nemorant eus ho puhez. Aman en ti, oc’h an daol-man e teufoc’h da zebri bemdez ganeomp ; ne