Pajenn:Ar Floc'h - Karrig an Ankou, 1922.djvu/4

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 73 —

vefoc’h mui Karrig-an-Ankou, met tad-koz va bugale… Kerz, Soazig, da bokat d’ar paour, d’ar paour am oa desket d’it dispriza ; kar anezan hiviziken, rak, panefe hen, da gorfig mistr a vije bet breman skournet gant ar maro, ha da vamm a vije bet rannet he c’halon…

Roet en deus d’eomp ar vad evit an droug.

Ra vezo trugarekeat da viken !

Loeiz Ar Floc’h.