Pajenn:Ar Floc'h - Kontadenn wir - Ar Vro, 1910.djvu/2

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 235 —


Bep gwech ma zan di, va spered a zav da zonjal e kaerder ar meaziou, hag an heug a deu d’in deuz trubuillou ar c’haeriou-braz.

El leac’hik sioul-ze e vev hirio c’hoaz eun tiad tud euz an dibab, koueriaded kalonek hag a c’houlen digant eul labour tenn meurbed, ho bara pemdeziek.

…An tad, ar vam, diou verc’h ha daou baotr, setu ar famill a-bez.

Dek vloaz a zo, e oa e Keraez kalz labouriou, ar vro a ioa ennhi kalz chiminoed oc’h ober hentchou houarn.

Unan deuz ar mistri braz a ioa о vleina al labouriou, a blije d’ezhan, mont d’ar zul da bourmen var ar meaz, mad e kave al leaz hag ive ar c’hrampoez gwiniz great e Breiz.

Eur zulvez goude meren, ec’h en em gavaz da dremen dre an ti hag a zeaz ebarz da c’houlen eur banne leaz. Eun digemer mat a ioa great d’ezhan evel d’an oll.

An tad a ioa eat da gousket e penn ar bern kolo, ar vam a ioa о walc’hi ar skudellou, ha Mari a ioa о viska he dillad kaer evit mont da bardoun ar Vouster, asamez gant Lizik he brasa mignonez. Ar vam, na oa bet morse er skol, na ouie nemed eur gerik gallek bennag tapet ganthi ama hag ahont. Setu ma oa bet red d’ezhi gervel he merc’h Mari, vit en em entent gant an aoutrou-braz a ioa deut en ti, ha na ouie nemed gallegat.

Mari a ziskennaz trum, hag a lavaraz bonjour d’an aotrou en eur ruzia.

Goulskoude, Mari, evithi da veza eur goueriadez, a ouie diframma bommou gallek d’an aotrou, hag hen-ma a gemere plijadur о komz ganthi, ha dont a reaz trum da anaout e oa houma eur plac’hik a spered hag a ententamant vraz evit he oad.

Evelato, goude kant kont ha kant kont all, an aotrou a lavaraz da Vari, en eur eva bep an amzer eur c’henaouad leaz : « C’houi plac’hik, о peuz dija skiant braz, deskadurez о peuz ive, na dlefec’h ket chom war ar meaz da duriat douar. Nan, nan, n’oc’h ket great evit-se, c’houi a rafe eur vatez vat e kear, gounit a rafec’h arc’hant braz, dillad brao o pefe, friko da zebri bembez, ha dreist oll, nebeud a labour da ober. »

« Eur vatez em euz ezom, evit sikour ober ar gegin ha dioual va daoul vugel. C’hoant em euz da gaou unan euz Breiz, rak klevet em euz e kaver wardro ama metejen sentuz, honest, fur ha mad da labourat. Kredi ran e vijec’h ar vatez a blichfe d’in ha d’am greg. Rakse ’ta mar oc’h euz c’hoant da dec’het deuz ar boan о peuz ama bemdez о labourat douar, mar oc’h euz c’hoant da dreki ar bara du о peuz brema, ouz bara gwenn Pariz, mar oc’h euz c’hoant da lakat eun tok kaër eleac’h ho koëff, mar fell d’eoc’h e ve ato leun ho ialc’h, mar plich d’eoc’h an oll ebatou a zo e Pariz, deuit ganen, hag e c’hellan asuri d’eoc’h, e kemerfoc’h hent an eurusded, en deiz-ma kemerfoc’h an trein evit dont ganen d’am zi e Pariz. Grit mad ho sonj, ha disul me deui amа adarre, hag e lavarforc’h d’in ia pe nan. »

Ar vam, ha na gomprene ket mad ar pez a lavare an aotrou d’he merc’h, a c’houlennaz : « Petra lavar an aotrou d’eoc’h, Mari? » — « Ah fei zur, mam, an aotrou en deuz c’hoant da gaout eur vatez evit mont ganthan da Bariz, d’he vro, hag ema о klask touelli ac’hanoun me da vont ganthan da ziwall e vugale, ha da zikour ober ar gegin. »

— Ah fei vad, va merc’h, daoust eo d’eoc’h ! vit ar pez zo sur eo e c’hounezfoc’h muioc’h a arc’hant e Pariz eget na refec’h ащап о turiat an douar. » — « Tregont liur ar miz а ginnig d’in. » — « Dek skoed ar miz, pevar real bemdez, ho poued hag ho lojeiz, merc’h ! Feidazampo ! vit aman na c’hounezfec’h ket tregont liur ar bla ! Ma ! Ma, va merc’h, vidon-me mije lavaret ia d’ean raktal ! Ho c’hoar all a