Pajenn:Ar Floc'h - Kontadenn wir - Ar Vro, 1910.djvu/4

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 2 —
KENSKRIVADEK MARVAILLOU K. B. В.
Kontadenn wir (Pevare priz)
————
(Kendalc’h)


Ar vam a redaz da gerc’hat eur voutaillad chistr euz ar gwella d’an aotrou, evit delc’her anezan pelloc’h en ti. Mes an aotrou a lavaraz d’ezhi ne gave ket mat ar chistr goude leaz, hag e lavaraz d’ezhi kenavo disul.

Prestik goude ma oa eat an aotrou er meaz deuz an ti, Lizik a erruaz da glask Mari da vont da bardoun ar Vouster, eul lev deuz Keraëz.

En hent, Mari a oa doaniet he spered, enkrezet he c’haloun. Evit bleina bagig he buez, daou hent a ioa brema digor dirag-hi.

An hini kenta a wele gant daoulagad he spered, frank, ledan, kompez ha karget a fleuriou kaër. An eil er c’hontrol, striz ha displean, karget a vouillen hag a fank. Goulskoude eme-z-hi, buez ar meaziou a anavezan mat, ha buez ar c’heariou na ran ket. N’ouzon ket petra d’ober, nan, nan war ar poënt-ze brema ez oun dallez. Lizik evelato a welaz buan oa eun dra bennag o tieza spered he c’hamaladez, hag a c’houlennaz outhi : « Perag out enkrezet er giz ze hirio ? da zervicher na vezo ket er pardoun ta ? — « Ah Lizik ! va zervicher n’ema ket brema war va spered, mes traou kals grevusoc’h a ra d’in poan-benn ».

— « Petra ! petra ! Mari ! da dud a vefe klanv ! »

— « Nan, Lizik, mes setu ama petra zo oc’h ober poan spered d’in : a veac’h e oaz en em gavet en ti du-ma bremaik, ma oa eun aotrou o vont er meaz, hag hennez en deuz goulennet ac’hanoun da vont ganthan da vatez da Bariz. Tregont liur ar miz a ro d’in, ha n’em bezo netra da ober bemdez, nemed sikour ober ar gegin, ha dioual he zaou vugel. » — « Da Bariz, Mari ! ha e iafez ! Foei !Foei ia ! Te da vates ne peuz ket a vez. Red eo lavaret eo kollet da benn ganez ! » — « N’eo ket, Lizik, va fenn ha va skiant-vat n’int ket kollet, mes va mam avad a zo touellet da vat gant an affer-ze, dreist-oll abalamour d’in da c’hounit arc’hant da zigas d’ezhi d’ar gear.» — « Da vam a zo sotoc’h eget-oud, ne ra forz deuz netra nemed e devezo arc’hant ! — « Ia, Lizik, ankeniet eo va c’haloun o sonjal en oll draou-ze. »

— « Bah ! bah ! lez an traou-ze a gostes, evit hirio, ha bremaik gra eun dans gant da servicher, evit chaseal deuz da spered ar sonjou du-ze. » An diou blac’h iaouank a zigouezaz er Vouster, pa oa ar gousperou oc’h achui. An dans a gommansaz prestik goude, ar biniou a zonaz, an dud iaouank a gemeraz ho ebatou er bourk, lod a zanse, lod all a gane soniou Breiz e solierou an hostaleriou, asamez gant ho mestrezed.

Goulskoude, wardro c’huech heur, pa oa ar pardoun en he wella, du-hont azezet war al letoun en eur c’hornik deuz ar vered, daou zen iaouank a ouel ho gwalc’h, Mari ha Jopik.

Jopik en deuz klevet gant Lizik e oa he vestrez o vont da vatez da Bariz. « Oh nan Mari, n’eo ket gwir, ne c’hell ket beza gwir e tilezi da dud da di, da zervicher, da vro, evit mont da vatez da Bariz ! En hano Doue ! tenn ar zonj-ze deuz da spered, ha laka da galoun da garet muioc’h da dud, da vro gaër Breiz-Izel, eget da garet ar c’heariou gant ho arc’hant milliget hag ho falz plijaduriou…

Ah ia Mari ! da garet em euz abaoue mac’h anavezan ac’hanoud,