— Klevet a rez, Finig, diwall mad da vreur ha da c’hoar, chomit en ti, me zo o vont da brenna warnoc’h, poent eo d’in mont da vedi da bark an tachennou pella.
« Ne finvin ket, mamm, bezit dinec’h, ne deuio den en ti, ha mar teufe unan bennag da c’houlenn digor, e c’hallo gortoz pell, ni ne livirimp grik.
Ar vugale, lezet outo o-unan, a oa keal ar waremm ganto. Finig, eur bugel dek vloaz, oa ar vestrez. Herveig, eiz vloaz, oa an hailhoun. Mariig, c’houec’h vloaz, oa ar verc’hodenn. N’oa ket peadra da veza nouet en tiegez. Eur c’hoarzadeg a ioa en ti, ma oa mantrus ! Evelato, Herveig, eat da gichenn ar prenestr, a welas er vaoz eur paotr koz daoubleget o tostaat oc’h toull an nor. Ken trumm ha tra an tri bugel a yeas d’ar zolier, a zigoras gouestadik unan eus an tri brenestr, ha da sellet oc’h ar paour o lavaret e bater. Grik ebet n’oa ganto e-doug eur pennad ! Koulskoude, Herveig a zirollas da c’hoarzin leiz e gof, hag ar paour a savas e zaoulagad war-zu al leac’h ma kleve ar c’hoarz, a astennas e dog en eur lavarout :
— Ho charitell en hano Doue !
— Ni a zo aman hon tri o c’hoari, hon tud a zo o vedi e park an tachennou pella, ha va mamm he deus difennet start ouzomp digeri an nor da zen, rak-se baleit !…
— Koulskoude em eus naoun bras, sec’hed am eus ivez, eur zec’hed imperial ! digorit d’in, mar plich.
— Nan, eme Finig, ne zigorin ket, mamm he deus difennet grons ouzin dibrenna an nor.
— Diez e kavan, rak me a oar kalz traou, gouzout a ran ober souben zruz gant mein, ha me pije digoret d’in, em bije desket d’it ober souben marc’had mad ha druz, ken druz ha souben ar c’hig sall !