Pajenn:Ar Floc'h - Lanig ar filouter, 1919.djvu/1

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


LANIG AR FILOUTER
MARVAILH
————

Goude beza bet eur pennad mad mevel bras en unan eus ar gwella tiegeziou eus a Zant-Kadou, Lan a yeas da zervicha ar Roue e-doug seiz vloaz. An amzer-ze a gavas hir, inouus, biskoaz n’en devoa gallet en em ober dioc’h ar zac’h-ler-blevek a ranke da bourmen oc’h e gein a-dreuz traonien ha lanneg. Evel-se, pa oa deuet evitan an heur venniget d’en em zizober eus « Azor », eus ar « Born-Pikez », Lan ne ouie ket petra da ober, ken frealzet oa e galoun gant ar zonj edo o vont da welout adarre e dud hag e vestrezig muia karet, n’en devoa ket gwelet seiz vloaz a ioa.

Daou viz goude ma oa erruet er gear, Lan a zimezas da Lizig an Ti-Mouded, ha ganti e yeas da choum en eun tiegez bihan e parrez Lambaol-Gwimilio.

— Chê ! a lavare Lan, pegen fin eo an dud war-dro aman e-skoaz ma ’z int en Menez Are du-ze !… Red eo d’in diskouez d’ezo ez oun kalz finneat abaoue m’emaoun o choum war-dro aman, daoust ma oan louarn a-walc’h d’ar mare ma oan mevel e Sant-Kadou.

Pell a oa, Lan a glaske an tu da denna eun taol fin da unan bejinak eus a verc’hed e barrez goz. Kaout a reas, n’oa ket bet daleet. Lan a brenas e Landi eur girin, he c’hargas a bri melen nemet e lezas plas evit lakât eur gwiskad mel war-c’horre.

— Sell ’ta, Lan, te zo dre aman breman o choum, a c’houlennas eun hostizez eus a Zant-Kadou. Ha petra res gant da bod ?

— O klask gwerz d’ar podad mel Saoz-man, Soaz.

— Mel Saoz, Lan ! Biskoaz n’em boa klevet hano eus kemend-all !

— Mad ! Soaz, n’eus ket gwelloc’h evitan evit an doken d’ar vugale, hag evit kreski skiant an dud n’o deus ket a-walc’h. Ha me, ma ’z oun laket eur paotr fin gant an dud, eo abalamour ma tebran mel Saoz gant va bara bemdez.

— Ha pegement e werzes al lur eus ar mel burzudus-ze, Lan ?

— Dek gwenneg, Soaz. N’eo ket ker, evel a welit.

— Ne yelo ket pelloc’h, Lan. D’in-me eo !… Pe bouez zo ennan ?…

— 7 —