Pajenn:Ar Floc'h - Lanig ar filouter, 1919.djvu/2

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


— Ugent lur, Soaz : ar pod zo war ar marc’had.

— Del, setu dek lur d’it, paotr, ha kenavo ar c’henta gwelet.

Deus an noz, pa erruas er gear, Soaz a oa mall ganti tanva ar mel saoz, ha rei da danva d’he bugale, dreist-holl d’ar re anezo a oa klanv o fenn gant an doken. Met, siouaz ! a fors de lakât ar gountel er mel, ne joume mui nemet ar pri melen dizaour hag a garge ouspenn an hanter eus ar pod. Soaz, neuze, a welas oa bet tizet gant Lan hag er merc’hervez war-lerc’h e yeas a-ratoz-kaer da Landi evit lavarout ar seiz seurt d’ar marc’hadour mel saoz.

War ar zizun, Lan a dapas e koad Toul-Zac’h eur bleiz bihan hag a oa donv evel eun danvad. Epad teir zizun e vagas e loen a-zoare ha da foar Landi e yeas gantan evit klask gwerz d’ezan. Abred, Lan a oa war blasen an denved, ar bleiz gantan en eur zac’h nevez. Eur mare bennak ec’h en em gavas gantan e vestr koz eus a Zant-Kadou, ha Lan a lavaras d’ezan :

— Sell, Job, ma peus c’hoant ober eun devez aour hirio, pren diganen va maout Spagn. Ar ouenn diwarnan a dalvezo d’an nebeuta teir gwech muioc’h eget gouenn maoutou pe meot ar menez, rak ar gloan a zo kalz krenvoc’h, kalz hirroc’h, ha dre-ze, kalz istimetoc’h.

Job a zellas oc’h ar maout Spagn a oa er zac’h, hag a lavaras :

— Daonet ! Lan ; heman zo henvel oc’h eur bleiz !

— Ya, ya, Job ; met, dre ma kosaio, e weli anezan o kemer stumm ar maoutou, met morse avad ne vezo henvel awalc’h oc’h meot ar vro-man, gwelout a ri, plijadur az pezo gantan, Job, kred ac’hanoun. Rak anat d’it, m’em befe unan bennak da droumpla, n’eo ket te eo, eur mignoun mad a-viskoaz.

— Ha pegement ar priz da baea ?

— Ma vije bet eun all o c’houlenn anezan, ne vije ket eat a vihanoc’h evit ugent skoed. Met d’it-te, e tennin ugent real, rak eur banne a baei, ouzoun ervad, d’az mevel koz.

— Deus d’an ti, ma pezo hanter-kant lur !… Great eo ?…

— Fei, Job ! ezomm arc’hant am beus, ha miuioc’h a vad a raio hanter-kant lur d’in eget va maout. Kas anezan ganez : koulz eo d’in rei d’it-te da brofita evel d’eun all.

Alan a oa lorc’h ennan e Landi gant e hanter-kant lur en e c’hodel, hag o sonjal edo pegen droch oa e vestr koz, pa en em gavas gantan an dintin Soaz he devoa roet eur pez dek lur d’ezan evit pevar lur mel ha daouzek lur pri-prad, teir zizun a oa.

— Ac’hanta ! aotrou Lan, ar mel a zo lipet, met ar pri-prad a zo choumet e deun ar pod !… Te zo eur paotr brao avad, paotr, ha ne ven ket pell evit mont da gerc’hat an archerien d’az lakât er goudor !

— Genaouegez ! ar mel saoz n’en em vir ket mad nemet pa vez war-c’horre pri melen eus Jerusalem, hag ar pri melen eus ar vro-ze a zo ker, ententit.

— Lipet eo ar mel diwar-c’horre ar pri, ha va bugale a zo atao gant an doken, ne ra ket muioc’h a vad da louzou d’ezo eget na ra eur palastr war eur c’har goat.

— Ankounac’heat am boa lavarout d’eoc’h rei mel d’ar vugale d’ar gwener kenta eus ar miz hepken, rak, pa vez roet en deveziou all, ne ra ket a vad.

— Perak n’ez poa ket lavaret ’ta, panezen ma ’z out ?

— Roit peoc’h, Soaz, rak d’eun dra bennak eo talvezet ho louzou.

— Da betra, ’gav d’it, e ve talvezet d’in ?

— 8 —