d’in-me, dimerc’her avad, paotr, ha n’eo ket bet nec’het evit maouta va denved d’in !
— Lavarout am boa d’it, Job, oa gwella orin zo er vro.
— Ha te zo eun orin all, koulz hag ar maout Spagn.
— Petra eo ’ta, Job ? Droug ’zo ennout, evit doare ?…
— Droug ’zo ennoun !… Hag e piou ne vije ket, o welet laza en eun nozvez ugent danvadez e ratre vad !
— Va Doue ! Klaoustre ’peus laket ar maout er memes kraou gant an denved ! Alo ! alo ! na brasa fazi ! N’em boa ket lavaret d’it ivez ez eo ar meot Spagn brasa enebourien denved ar vro-man. Evel ki ha kaz emaint ! Che ! va Doue ! hag ez eo lazet da zenved, paour keaz Job ?
— Ugent danvadez am beus digaset diziou vintin d’ar c’higer, ha roet anezo e stok-varc’had, anat d’it. Ouspenn seiz kant lur koll am beus.
— M’am bije bet ar skiant da lavarout d’it lakât ar maout en e graou e-unan, ne vije ket bet erruet ar pez zo ! Met ne zonjen ket ivez, na te ne zonjes ket goulenn ouzin, Job, penaoz en em gemer gant da vaout nevez. Diês e kavan, avad, gwelet ez eus erruet ganez eun hevelep darvoud.
— Ma ! petra fell d’it, n’ez in ket en douar evit an dra-ze ; n’eo ket maro mil den eo, a drugare Doue.
— Nan, nan, gwir eo, Job, met evelato eo c’houek e dra da bep hini.
Goude m’en devoa gwerzet pemp mil lur e gazeg koz, Lan a oa c’hoenn en e loerou, ha, pa oa erruet er gear deus an noz, e lavaras d’e wreg :
— Gwreg vad, setu aman pemp mil lur am beus, bet evit va c’hazeg. Ar varc’hadourien kezeg, kaer o deus beza paotred fin, a gar evelato finnoc’h egeto. Met, paotr e c’hagn dreut, pa welo a-walc’h ne droio ket en aour pur tachou houarn e gazeg, m’oarvad a fringo, hag a glasko ar gwerzer ken en devo her c’havet. Rak-se ’ta, gwella tra hor beus da ober breman, eo tec’hout eus ar vro, goude ma vezo gwerzet ganeomp hon arrebeuri. Gant pemp mil lur, e c’hallimp prena boued evit eur pennad mad.
Eiz deiz goude, an daou bried a oa er Ponthou, en eul lochennig soul eus ar re vrava. Da gement hini a c’houlenne outo eus a beleac’h oant, e lavarent oant eus Brennilis, bro ar bilhaouerien.
E-doug eur pennad mad a amzer, Lan na c’hoarias ket e baotr ; gant e bemp mil lur e prenas eun tamm ti bihan hag a oa eur park outan. Ar wreg a joume dalc’hmat er gear da labourat he fark ha da gempenn he c’hrouadur. Lan avad ne deue d’ar gear nemet d’ar zadorn da noz, rak bemdez e vije o pilhaoua war-dro Plouigno, Plounerin hag an holl barreziou tro-war-dro d’ar Ponthou.
N’am beus ket lavaret d’eoc’h c’hoaz oa laer en aotrou Lan, ouspenn ma oa paotr fin. War zigarez pilhaoua, ar c’hanfard ne vije ket nec’het evit samma tra e nesa, pa gave an tu d’hen ober. Ar yer, ar c’honifled, an anduilh hag ar c’hig-moc’h eo a vije peurliesa ar muia en e c’houlou. E-keit ma vije mestrez an ti o furchal ar c’hognou o tastum ar pilhou, Lan, war zigarez lakât tan war e vutun, a dostea oc’h ar siminal, ha pa zigoueze gantan gwelet anduilh pe gig-moc’h o sec’ha, trumm e sanke