Pajenn:Ar Floc'h - Lanig ar filouter, 1919.djvu/5

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

e gountel enno, en eur lavarout : « Disul, Lizig ha me a lipo hor mourrou diwar goust Pipi Gouer ».

Ar vicher a laer a zo eur vicher vad a-walc’h, pa vez peoc’h ganti, met, siouaz ! abred pe divezad e ver tizet, an dourn er zac’h, ha neuze e vez keuz diwar-lerc’h.

Setu ar pez a zigouezas gant hor pilhaouer.

Pell a oa, eur wreg vad eus ar Ponthou, a ouie pe doare louarn oa Lan, gouzout a rea n’oa ket evit e zaouarn, hag e lakas doun en e fenn kastiza a-zoare ar paotr, pa gavche an tu d’hen ober.

Hogen, eun devez, war-dro mareou eiz heur deus ar beure, e welas Lan o tont en he zi, tiz warnan, hag o c’houlenn pilhou :

— N’em eus ket amzer breman da glask pilhou d’eoc’h, met it d’an tiez all eus ar geriaden araok, ha goude e teufoc’h aman, rak eur zamm eskern ha pilhou am eus aze da rei d’eoc’h hirio.

— Ya, ya, Mari, doni a rin bremaik, pa vezin bet en tiez all. Mari neuze a yeas da glask daou dest e-touez an amezeien, ha daou baotr yaouank dibreder a deuas ganti.

— It aze breman er gwele-kloz, bezit sioul hag e tapoc’h logod… Me a zo o vont da lakât mountr Suzig a-ispilh oc’h an tach-man, hag eur yalc’h, boutonou enni, a lakin en e gichen.

— Ac’hanta ! Mari, klasket ho peus pilhou ? a lavaras Lan o tont en ti, lorc’h ennan ha laouen evel ar Spered-Santel.

— N’em eus ket bet our begad amzor, paour keaz Lan ! Gwelet a rit emaoun a-zevri o ficha ar gweleou, hag a choum heman c’hoaz da aoza. Met bah ! bremaik pa vezo pouezet ar pilhou hag an eskern, ec’h ententin oc’h ar gwele-ze. N’ouzoun ket e pe du trei, hag hirio, ken just ha fri ar c’haz, va merc’h gosa hag ar vatez a zo eat da veza koveseat, hag ar baotred a zo eat d’ar park beure mad. Setu n’eus nemedoun er gear, ha dre-ze n’ouzoun ket e pe du sailha da genta, kement a labour a welan dirazoun. Met azezit aze war ar skaon da lakât eur c’horniad, keit ma vezin o karga ar pilhou a zo er c’hardi en eun arc’h,

— Ya, ya, Mari ; it dinec’h, ne yelo ket an ti gant al laer keit ma vezin e-barz.

Mari, sac’h ar pilhaouer ganti, a yeas d’ar c’hardi, tiz warni. Met, kerkent ma oa troet he c’hein, Lan a en em lakas a-zevri da zistaga diou anduilhen eus ar ro vrasa, a dapas krog er mountr bihan. Kerkent ive an nor-wele a zigoras a-flao, hag an daou baotr yaouank a zailhas gant al laer. Spouronet oll, Lan na lavaras ket eur grik d’an daou ganfard hen delc’he stard etre o meudou. Mac’harit a erruas en ti, lorc’h enni o welet pegen brao oa tapet al louarn er griped.

Lan a fin em lakas da ouela dourek, met e zaëlou na denerrajont ket nemeur kaloun ar wreg laeret, rak, eun heur goude, daou archer eus a Blouigno a oa oc’h entent oc’h al laer.

Lan ar pilhaouer neuze, daoust d’e glemmou, e-kreiz etre daou archer, a yeas da Vontroulez da ober anaoudegez gant an ti bras e-leac’h na weler ket an dud fur ; hag, hervez am eus klevet, e choumas eno eur pennad mad, pell deus e Lizig ha deus e vugel, da ober pinijen evit e laeronsiou.


Loeiz AR FLOC’H
(Stourmer).
— 11 —